21/04/2012
Tamm Papir : d'an diskrap !
Ma zud vat !
Un den foll en deus kredet tolpiñ razh an niverennoù ag an Tamm Papir a oa bet embannet betek bremañ, ha daet eo da benn oc'hpenn-se a ziskoachiñ un nebeut traoù oc'hpenn, diembann betek bremañ, en o mesk ur pennad-kaoz kentelius-meurbet (ha kenañ hag abominapl) get an Den hep Stumm, ya, an Den hep Stumm e-unan !!!!
Neuze, mard oc'h fin a-walc'h, e vo tu deoc'h kavout, en ul lec'h bennak, ur skouerenn ag ar levr-se (rak ul levr eo bremañ, ur pezh mell levr, pas dre an niver a bajennoù, dre ar ouiziegezh ezoterik a zo a-barzh ne lâran ket !)
Evit pleustriñ, gellet a rit klask er blog-mañ e-menn emañ kuzhet niverennoù kentañ an Tamm Papir !
Un nebeut tud o deus prenet an Tamm Papir dija, ha krog eo pistri an Tamm Papir d'en em silañ en o gwad : diwallomp a pa vo arru al loar-gann !!!!!!!
Peseurt tres zo d'al levr-se ? Un dra evel-mañ :

N'eo ket gwall ger : 10 €
10 € evit tapout talisman ar vuhez, an hani a ziskouezo an hent deoc'h, ken evit ho micher, ken evit ho puhez prevez, ken evit ar politikerezh gwellañ da gas evit saveteiñ ar bed. Ne ouiit ket petra gober, skriv d'an hani a garit hep gouiet dezhi pe dezhañ pe chom hep gober ? Emañ ar respont en Tamm Papir. Lakaat paper doc'h mangoerioù ho kambr peotramant livaj ? C'hoazh emañ ar respont a-barzh ! Peseurt gwin evañ get ar c'haviar ? Hama ! A-barzh emañ ivez, kuzhet mat marse, met a-barzh emañ !
Marc'hadmat-vil eo un hevelep teñzor, a lârit ? Gwir eo. Setu, d'an diskrap !
Moaien zo kas ur goulenn d'ar chomlec'h-mañ : patrickdrean@yahoo.fr
Ma c'hellit dont ha tapout al levr e kousto 10 € deoc'h neuze, ma c'houlennit e vehe kaset deoc'h dre lizher e kousto muiikoc'h deoc'h : 14 € (chom a ra dister ur sort !). Gallout a rit ivez goulenn preniñ ur c'hant bennak a skouerennoù, evit ho skol-noz pe evit ho embregerezh sevel-bigi. Goulennit atav !
20:14 Publié dans Tamm Papir | Lien permanent | Commentaires (1) | Envoyer cette note
Sidwell
Setu amañ un ton d'an dro a gaver àr bladenn Ar Re Yaouank, "Fest-Noz still alive", sonet amañ doc'h e feson get un telennour, Nikolaz Kadoret. Donet a ra bravik a-walc'h getoñ !
http://www.musicme.com/#/Yaouank-Ar-Re/videos/?res=vidweb...
19:44 | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
20/04/2012
Achu eo an Enkadenn !!!! Youc'hou !!!
Sellit 'ta doc'h an tamm pdf-mañ ha c'hwi a welo eh eus peadra da zañsal get al levenez er prantad-mañ !!!!!
22:47 Publié dans Tamm Papir | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
19/03/2012
Planedennoù an termen-mañ
skeudenn : planedennoù koskor an Heol tolpet get an arzour, an Heol zo a-gleiz. An eil planedenn eo Venus (Gwener), hag ar bempvet eo Jupiter (Yaou), an hani vrasañ anezhe. Skeudenn tennet ag ar lec'hienn http://www.redorbit.com/news/space/1112493724/venus-jupit...
Moarvat ho peus meizet e vez gwelet bemnoz da vlein-noz div blanedenn er c'hornôg, tostik-tra an eil doc'h eben ; Venus ha Jupiter int ! Pe Gwener ha Yaou e brezhoneg ma faot deoc'h. E miz C'hwevrer e oa Gwener edan Yaou en oabl, hag a noz da noz he deus krapet betek bout gwelet uheloc'h evit Yaou bremañ. E-lec'h sevel un hir a destenn en-dro e lâran deoc'h monet da deurel ur sell da lec'hienn ar Gerlenn Sten Kidna, ma 'm eus enrollet un destenn àr an divout.
Amañ emañ : http://www.kerlenn-sten-kidna.com/?page_id=1033
15:26 | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
19/02/2012
traoù da glevet ha da lenn ma faot deoc'h
Traoù da lenn ha da selaou àr lec'hienn Kerlenn Sten Kidna, unan enrollet genin nevez-zo hag ar re arall get Daniel Carré : taolit ur sell dezhe ! Pechañs e tay traoù arall goude er rubrikenn-se, geneomp, ha... get tud arall !
12:02 Publié dans Yezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
02/02/2012
kentelig gitar-boud
Aiaou 'ta !!!!
Setu amañ un ton ne oa ket sonet gete e gouel an Erer Kozh, unan ag an albom kentañ, an ton "bourrée" enrollet en ur fest-noz e Mael-Karaez !
Kabidan ! Neuze emañ posupl dezhe adsoniñ an tonioù "kozh"-se ! Ne gredan ket man divskouarn na man daoulagad, met an dra-se a lak birvilh 'ba' ma spered !
http://www.youtube.com/watch?v=KuODMw3LOvI
19:54 Publié dans Sonerezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : ar re yaouank, fest-noz still alive, carhaix, karaez
30/01/2012
daou filmig oc'hpenn
Ma !
Kelionenn a zihun c'hoazh, n'eo ket marv tre, pa glev son ur strollad tost doc'h he c'halon e komz c'hoazh anezhañ : e oa Ar Re Yaouank é soniñ evit pred an dud o doa labouret a-youl-vat en Erer Kozh an hañv-mañ. Plijus-bras eo o gwelet àr ul leurenn en teñvalded, tostoc'h dre se doc'h al leurennoù o doa darempredet un amzer zo bet, e festoù-noz ar vro a-bezh. Hag o son n'eo ket fall tamm ebet, hep komz ag ar blijadur a ziskouezont bout é soniñ an tonioù-se... Ne oan ket eno naket kar n'em boa ket labouret evit an Erer Kozh. Reizh-mat eo ma vehe ar re o deus labouret a-volontez-vat é tenniñ un akuit bennak ag o labour ur sort !
Atav, un dra nevez da lakaat etre man divskouarn, ha marse etre ho re ivez mard oc'h èldin !
Ravine... hag an ton plinn !!!
17:46 Publié dans Sonerezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : ar re yaouank, karaez
12/01/2012
Evit sellet doc'h film sonadeg Ar re yaouank
Ma ! N'eus ket mui moaien da sellet doc'h film sonadeg Ar re yaouank en Erer kozh (evit ar re n'o deus ket graet c'hoazh) àr Arte, met bremañ e c'heller gwelet se àr lec'hienn Frañs 3 Breizh amañ : http://www.france3breizh.fr/balibreizh/emissions/bali-bre...
Klevet em eus lâret e vehe Ar Re Yaouank é soniñ (e fin ar miz-mañ) e-pad ma vo tolpet, e Karaez, ar re o deus labouret a-youl-vat e miz Gouere. Chañs o do ! Ha din-me e ro koñfortañs din un tamm, ma n'eo ket muioc'h.
Chê ! Bremañ eh an da denniñ ar post kozh àr film Arte.
11:29 Publié dans Sonerezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : ar re yaouank, bali breizh
07/11/2011
La Mal Coiffée (2)
Just ur pennadig evit lâret e talv La Mal Cofada ar pour zo bet kaset dezhe ! E Karnag e oan enta evit o sonadeg ha n'em eus ket bet keuz tamm ebet ! Gouiet a raont kas lusk, soniñ asambl get tonioù liesvouezh kempennet fiskal hag oc'hpenn int merc'hed amiapl-bras... Me ' gav genin e pasint e Chartres de Bretagne un deiz bennak, neuze ma faot deoc'h o gwelet, kerzhit !
Setu amañ un tamm sonenn a c'heller kavout àr Internet. N'eo ket kerklouz ar son èl a pa vehec'h dirakte é selaou met n'eo ket fall dija, hag amañ e weler ar strollad èl ma oant e Karnag. Plijus eo o gwelet é soniñ, santet e vez ar blijadur o dez, reiñ a ra c'hoant d'ober èlte !
http://www.youtube.com/watch?v=XmTA3-8r9B8&feature=re...

12:27 Publié dans Sonerezh | Lien permanent | Commentaires (1) | Envoyer cette note | Tags : la mal coiffée (2)
27/10/2011
An Dasson 74
Soñj ho peus em boa graet un tamm bruderezh evit niverenn 73 an Dasson ? Atav eh eus moaien da breniñ an niverenn-se get ur CD a-barzh, pasapl a vrezhoneg ag ar vro da glevet hag an testennoù da heul, troidigezh e galleg ha-razh !
An niverenn 74 zo daet àr-wel ivez, d'he zro.
Tem an niverenn nevez zo an toponimiezh, studi an anvioù-lec'h. Mard oc'h fin a-walc'h evit monet pelloc'h evit an ui-koukoug àr ar golo e kavoc'h eh eus danvez a-barzh, danvez da soñjal ha da anavout gwell al labour àr-dro an anvioù-lec'h, an hani graet get an Ofis dreist-holl (unan ag o impliji eo, Yannig Madeg, a zo bet aterset), ur pezh mell labour pa soñjer mat.
Un tammig pennad am eus skrivet a-barzh ivez, a-ziàr troiennoù e yezh ar bobl, re get gerioù ar saout a-barzh, met evit komz ag an dud !

15:00 Publié dans Keleier | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : an dasson, toponimiezh








