26/04/2007
Ar louarn hag ar c'hi-red
Ur bed ha n’eus ket kalz a dra da gompren a-barzh. Prad divent ar levrioù. Ur bed ha ne dizho ket da zen erbet anavout mat en e vuhez, kement ha kement a zo anezhe. Lod a vez é klask gober, hag a vez gwelet bep blez é añse gouiet penn d’an traoù nevez embannet. En tele e weler (pas me atav) o fennoù en abadennoù (n’int ket ken niverus-se anezhe !) anvet sevenadurel. Aes e vehe gober goap doc’hte, doc’h o gwelet e-mod-se é redek àrlerc’h traoù dibosupl, é lenn d’an daoulamm evit lâret goude « lennet ‘m eus int » pe, gwashoc’h, é klask diskouez o fortled er skramm ha gwerzhiñ o zraoù e-sigur komz a oberennoù ar re arall. Gwir eo, hag a-dra-sur eh eus tud lip-revr e bed an tier-levrioù, dreist-holl er vourc’h-hont àr ar Seine. Neoazh on techet da vagiñ ur menestin teneridigezh doc’h tud foll e-mod-se (ken sur ha ken gwir eh omp foll en ur mod pe en ur mod arall, an holl ac’hanomp… da skouer, er momand mand on é skriv ar gerioù-mañ eh on é selaou ar memes tamm sonerezh evit ar pempvet gwezh doc’htu marse…).
E bed ar levrioù e brezhoneg e oa – na bout eo un dra dibosupl ivez – un tammig aesoc’h lenn « tout » an traoù… diaesoc’h eo bremañ, pasapl a draoù a vez embannet ur seurt. N’em eus ket klasket gober, ha diaes e vo din gober bremañ, ha pa ne vehe ken nemet evit gober seblant ; evit seurt traoù emañ ret partial e kours !
Just evit lâret on souezhet é welet penaos e lennomp levrioù zo estroc’h evit ur wezh, pa ouiomp reizh-mat n’hon eus ket forzh amzer evit lenn ar re arall, da skouer hennezh, er gognell, e lein ar stalenn koad kistin.
Gwezh-a-vez e klaskomp adlenn traoù hag o doa plijet deomp pa oamp bihan. Get poan e taomp da benn a adkavout lod anezhe. Ha neuze o lennomp en-dro, get ar spi kavout enne roudoù ag an eürusted hor boa bet é heuliiñ hent o fajennoù.
Dipitet e vezomp neuze, pas dalbezh mes lies ur seurt. Seurt-se zo arruet genin-me ; ar Grand-Meaulnes en doa ma lakaet da huneal pa oan doc’h er lenn (troioù dek vlez e oan ?), ha skeudennoù a oa chomet e ma fenn. N’em boa ket kavet nemet aspadennoù ag ar blijadur-se p’em boa eñ adlennet, ar blez paseet. Gwashoc’h c’hoazh evit Jules Verne (e amzer ma yaouankiz e oan bamet d’ar feson ma taolenne bed an natur, pe ar skiantoù ; n’em boa ket taolet meiz e oa ken truezek ar feson ma komze ag an istoerioù-karantez !). Hep komz a Frison-Roche, e romant « Premier de cordée » hag ar manezioù a vez kaoz anezhe a-barzh, o doa skoet ma spered pa oan krenn. N’em boa ket adkavet tamm erbet ar manezioù burzhudus p’em boa adlennet ar romant n’eus ket forzh pell zo. Ha neoazh e choman desachet get ar manezioù-se, hag ar Mont-Blanc en o zouezh èl rezon (hama, me ‘gomzo anezhoñ ar wezh kentañ).
Setu, un nebeut mizioù zo, profet din unan ag ar levrioù a oa chomet sanket ar soñj anezhe em fenn a-c’houde an amzer-se.
An titl anezhoñ : Le renard et le chien courant, en dastumad « Bibliothèque Verte », skrivet get Daniel P. Mannix. Kontant-bras e oan get ar prof, a-c’houde un tammig zo e sellen, bep gwezh ma tremenen en ur marc’had traoù kozh, e ken kas e vehe eñ aze, en ur bern bennak… hep er c’havout. Ha setu-eñ. D’an tu arall e oan engortoz ag un dipitadenn, ne vehe ket souezhus. Kresket he doa mojenn ar levr-se em spered a-hed ar blezioù, diàr ar pezh am boa santet en amzer-se, mes petra oa e gwirionez er levr-se ?
Er pajennoù kentañ em eus gwelet un dra n’em boa ket taolet meiz doc’htoñ e-raok. An natur e oa ar skrivagnour é tiskoueziñ deomp ne oa ket a zre-mañ ; tost oa, get garzhoùier, parkoùier, pradoùier, hentoùier mesk-ha-mesk… mes un nebeut plantennoù ha loened a veze komzet anezhe en istor a oa iskis ; louarned gris, sasafra… en Amerika e oa.
Fonnapl on bet gronnet get ar memes plijadur am boa bet pa oan bihan. Ha setu me krog da lenn, difonn, kement ha profitiñ, ar levr marzhus-se. An istor zo simpl-tre : buhez ur louarn; ha eñ bihan emañ bet kavet get tud, d’ar momant ma oa lazhet e familh get jiboesaerion. Desavet eo bet àr un dro get ur c’hi. Ur wezh daet da vout emren e achap hag e komañs e vuhez en natur. Un deiz bennak e krog ur jiboesaour hag e gi-redour da heuliiñ roudoù ar louarn-se, daet da vout finoc’h c’hoazh evit ar louarned arall abalamour d’ar feson mand eo bet desavet. A-hed an istor e heulier an dud é klask lazhiñ ar louarn-se get kement teknik-lazhiñ a gavont. Skontus, a-benn ar fin, n’em boa ket soñj e oa ken kriz ar romant-se ! Met plijus atav da lenn. A-vuzul ma klask ar mestr-jiboesaer – hag e gi duac’h-tre d’ar jiboesa louarned – tapout Tod (anv ar louarn eo) e weler ar maezoù é cheñch a-nebeudigoù betek bout heugus get pouez ar gêr vras doc’h em lediñ. Betek an achumant. Du eo an istor, hag ur souezh eo bet din addizoleiñ an dra-se…
Hag ar levr-mañ n’eo ket nemet ur c’heotenn e prad divent ar levrioù !
13:20 Publié dans Lennegezh / Littérature | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note







