« Penngwenn bras / Grand Pingouin | Page d'accueil | petit conte en français »

06/05/2007

menezioù

Bernioù mein treuz-didreuz e ma c’halon


Setu un destenn arall a vo deoc'h posupl deoc'h lenn amañ, un tammig stank emañ skrivet, ur c'hejaj santadurioù ha soñjoù a ginnigan deoc'h...

Je vous propose un nouveau poème en breton, sur le thème des montagnes, mélanges de sensations et de pensées...




Dhaulagiri ----- bord ar mor, ar blokos, ar c’huzh-heol, hag an daouarn krog er betons drailhet evit monet d’ar lein, dre beder gwezh, ha peder feson. Meinigoù, karregigoù arall, àr an aod, ar soñj bihan bout me ivez tost d’ar roc’h, gouiet implijout kempouez ma c’horf evit sevel a-hed al linennoù mein ----- Annapurna ----- an dosenn, koadegi pin, glav meur-a-wezh, chapelioù serr pe digor, ar c’hloc’h evit lâret on bev ; un hent kammdroiennek, me kroset àr mam belo betek ar fawenn, parkoùier a-bep tu, redadegoù, farsadennoù. Pet ha pet pikern, uhelloc’h d’ar liesañ, gwelet a-ziabell, ha ma fenn é troiñ-distroiñ en oto evit o arvestiñ pelloc’h ; ur stumm, ur skeudenn, un hent bihan àr-dreñv an ti, ur grapenn blomm, hag ar skeudenn hag a arru en-dro em daoulagad èl kani ur vaouez e-mesk pobl an dañserion ----- Everest ----- an tier-koad e-mesk ar pradoùier glas, boketoù enne, gwez sapin-kroaz strewet-kaer, manezioù splann er pellder, bugale é redek dre ar glazadur, huñvre iskis ur c’hrouadur, faos ha gwir àr-un-dro ; ne valean ket james e diabarzh ar skeudenn-se, peogwir e vez staget mam baleadennoù d’ul lec’h, d’ur prantad, pe da dud resis ; gwell-a-se, hir a-walc’h an nozioù evit an huñvreoù ----- Makalu ----- an hentoù meinek, skosellek, kammdroiennek ; redek a-herr en devalenn a-dreist d’ar flangenn sklaer, get ar riskl diframmiñ ma c’hlopenn doc’h ur roc’hig lemm ; pe àr hent priek ar c’hoad, fardiñ dre-bep-div-wezh e-kreiz korf ur wezenn, touellet get mezvoni an diskenn ; pe c’hoazh e-mesk ur bradenn, nemet e vehen dalc’het get ur minc’hoarzh (kani ur boket, d’ar liesañ...) ----- K2 ----- heol kozh hag a vale èl ur c’hrennard dre an torosennadur, dre flangennoù ha manezioù; mouezh sklintin ur lagad-dour, pa c’houlenn an heol monet da zañsal get ur lenn ; aer lemm ha lêr krazet ho fas, un tamm diskuizh e-dan ar bodig moan, ar voutailhad dour èl ur vignonez hag ar vignonez èl ur voutailhad dour ----- Gasherbrum I ----- tachad gwenn gwelet a-ziabell, hag a ro ul liv splannoc’h d’ar pezh a zo tro-dro, un trouz plijusoc’h d’ar riolenn, aze a-gleiz ; treid hep krabanoù hag a glask tañvaat kroc’hen an erc’h ur seurt ; louzaouenn dianav, hag a roay he anv marse d’an hani a gred he deus unan, d’an hani a gav getoñ ne oa ket ken brav an ode e-raok, pa ne ouie ket e oa an dra-se e pleg skoaz an ode ----- Shishapangma ----- kilometroù ne ouier ket mard int bet graet àr-nij, àr-droad pe etre an daou, ar biz doc’h o diskoueziñ èl un dresadenn ; plegoù an douar kuzh-diguzh, korollenn ar c’herioù bihan, an tosennoù, ar c’hoadoù, hent hag a oar n’eus ket pennad ebet anezhañ heñvel doc’h unan arall ----- Cho-Oyu ----- tammoù gwenn ha tammoù du, e-kreiz an traoù eh oc’h, flouret get dour skañv, mouget gwezh-a-vez, kogus bev hag a c’hoari get sell an den, mousc’hoarzhoù ar vro hag a arru dre bep div wezh, pa ne vezer ket engortoz, dre fenestri fich-difich...kurunennoù àr ar bernioù mein, àr eskern ar pikernioù, krapiñ ha diskenn ha tremen ag ur vro d’an arall, àr gein ar c’hogus, en o gwele, e-dan o divaskell, e-kreiz o daeroù...
----- Nanga-Parbat ----- pobloù bihan ha bras, buhezioù, bro hag a bouez àr an darempredoù, dousig en tu-rall da erc’h an ode, kumuniezhoù a weler hep o anavout, uhelderioù liammet an eil re d’ar re arall dre un neudenn-heol, anken ar flangenn didud pa za an teñvalded, ken e ijiner ur c’horf maouez divent hag a c’hellehe lakaat an draonienn vlaouac’hus da vout flour en-dro
----- Kangchenjunga ----- hañv ha gouiañv, nevez-hañv ha diskar-amzer, el leinoù-se, kement ha kement a soñjoù hag a santadurioù dianav din, ker sur ha ken gwir ne c’heller anavout en e vuhez nemet 80 hañv, 80 gouiañv...dre vras, ha c’hoazh ma chomer er memes lec’h...hag an oad hag a ro ur sell disheñvel deoc’h bep gwezh, hag ar pezh a rit bep blez hag a cheñch ho feson da welet bep blez ar sezonioù...penaos krediñ goude-se lâret un dra bennak gwir a-ziàr gouiañv an Alpoù da skouer ? ----- Gasherbrum II ----- erer ha gup, trikodrom, brini beg-melen...korfoù-pluñv, kriadennoù, liamm etre an aer amañ hag an aer du-hont, ha neoazh ken disheñvel ! Laboused keizh, lakaet da skeudennoù evit rac’h hor c’harantezioù, hon c’hoantoù gounid ar bed, hor poanioù...tammoù traoù liesliv hag a fich dirak ar pikol fasoù-mein, sonerezh ar pradoù hep kleier, kleier an uhelderioù hep pradoù, uhelderioù Yann-ar-blaenenn... ----- Lhotse ----- lennegezh mein, paper roget ar blanedenn, yoc’hoù istor, hag an tamm kig-moc’h, an aval, debret ken didrabas ha tra àr lein ho saeioù kozh ! Dremmoù gourmitet, renevezet bemdeiz get skorn an avel, get avel an dour, pe heol ar skorn, toulloù ha faoutoù, èl un tarzh en nor, ha te, lenner, laosk un tarzh en nor ivez. ----- Broad-peak ----- follentez skosellek ho pro, bernioù mein, pe diskianterezh plaen mam bro-me ? Re vras pep unan anezhe, pa soñjer mat, evit un den en e unan. Nag a amzer evit kariñ da vat ha pa vehe ur prad hepken ! Ha pa soñjer ho peus un efed, ha pa vehe dister, àr ar broioù-se, nag ur pouez àrnoc’h ! Ar furnezh a welit e korf tener an dosenn, e-menn he c’hlac’h ma n’eo ket ennoc’h ? Met an dosenn, uhel pe uhelloc’h a zo diseblant doc’h ar furnezh-se, ha chom a rit er bed get ho skeudennoù paour, ho menezioù diabarzh, hag ur bern tud da gariñ. ----- Manaslu -----