« petit conte en français | Page d'accueil | teir barzhoneg e galleg »
11/05/2007
Messner
Setu un destenn arall diàr-benn ar menezioù, hag a vo kavet en Dasson da zonet (kelaouenn ar Gerlenn Sten-Kidna)
Un texte qui parle encore des montagnes, par l'intermédiaire d'un livre écrit par l'alpiniste Reinhold Messner
Penaos oa arruet ar levr-se etre man daouarn ? N’em eus ket forzh soñj. Profet oa bet din, marse, mes get piv ? A-benn ar fin, pa soñjan ervat, e kav genin e oa bet gwelet genin en ur stal, ha ken desachet e oan bet get ar golo anezhoñ ma ‘m boa eñ prenet… get ma argant ? N’eo ket sur avat… pe oad oan a-benn neuze ? A-c’houde un tammig zo en em interesen doc’h ar menezioù, e-mod-se, mes bihan a levrioù àr an tem-se a oa er gêr, a-benn ar fin. A-barzh en ur geriadur bennak em boa gwelet listennad ar menezioù uhelañ ag ar bed, get o anvioù a-vaez-bro, kevrinus un tamm, ha klasket em boa deskiñ ar 14 anv-se dre eñvor ; setu int kerklouz o skriv amañ evit ma vo posupl d’ar lenner gober e soñj : Everest (pe Chomolungma, pe Sagarmatha), 8848 m……K2 (pe Chogori), 8611 m …. Kangchenjunga (pe Kanchanfanga), 8586 m…. Lhotse, 8516 m…. Makalu ( pe Makalufeng), 8463 m….. Cho Oyu, 8201 m…. Dhaulagiri, 8167 m….. Manaslu (pe Kutang), 8163 m….. Nanga Parbat (pe Diamir), 8125 m….. Annapurna (pe Morshiadi), 8091 m……Hidden Peak (pe Gasherbrum I), 8068 m….. Broad Peak (pe Falchen Kangri), 8047 m….Shisha Pangma (pe Goisainthan), 8046 m…. Gasherbrum II, 8035 m….
Setu amañ enta listennad ar menezioù a zo o uhelded oc’hpenn 8000m ; 14 zo anezhe ; neoazh, a pa vehe kontet e treid da skouer, ne vehe ket tamm erbet ar memes tra ; ha n’eo ket bet kontet naket an is-pikernioù. Un tamm artifisiel eo seurt listennadoù, neuze, mes tre int da lakaat an dud da huneal.
Ha petra a welis en ur stal, an deiz-se ? Ur levr, ur stumm karrez dezhoñ : « Reinhold Messner, premier vainqueur des 14 huit mille. » Setu prenet ar levr neuze, petra gober a-hent-arall ?
Hag e-mod-se em eus kroget da zizoleiñ an den iskis-se hag ar menezioù pell-se.
Er levr-se e kont istor ar menezioù-se hag an dud o deus krapet àrne a-hed an amzer, hag ivez penaos en deus graet eñ evit monet tre betek ar lein anezhe. Skeudennoù ha fotoioù brav ha sklaer a zo. Ha kontiñ a ra a bajenn da bajenn ar choazoù en deus graet, ha lies e seblant en em zifenn, klask a ra displegiñ hag addsisplegiñ perak en deus graet an dra-mañ hag an dra… hrevez an dailh eh eus bet tabutoù en-dro dezhañ, ha gwarizi ivez moarvat, er mare-se. Diaes eo, get e sell-eñ hepken, gouiet tout. Met klask a rae, àr a seblant, difenn ur feson da grapout àr ar menezioù hag a zouje doc’h an dud, doc’h an endro, doc’h stil ar sport-se en e unan. Klask a rae monet pelloc’h evit bevennoù ar sport-se, met hep c’hoari get ar marv. A-dra-sur neoazh en deus bevet en ur mod dañjerus.
Ar pezh a zo iskis un tamm a zo gwelet penaos eh eus pennadoù bihan, a-hed ar levr, skrivet get tud arall. Er pennadoù-se e vezont, kalz-pe-bihan, é kaniñ meuleudi dezhoñ. Gwir eo en deus ur personelezh kreñv hag en deus graet traoù dispar àr ar menezioù ; ha lakaet en deus an alpinism d’ober pazennoù bras a-raok, met iskis eo ijiniñ an den-se é lenn, e-raok en embann, e levr, hag é welet ar pennadoù-se hep bout lakaet diaes get kement-se a veuleudioù.
Hag an pennadoùigoù e-dan ar skeudennoù a zo en trede gour ivez, pand eo ar pennadoù bras, an istoer, kontet getoñ. Ur meskaj dic’hortoz a-walc’h.
Un dra interesant ivez eo gwelet a-hed e levr penaos en deus cheñchet a-vuzul, un amprou goude un amprou arall, get tout ar skiant prenet en deus tapet… ha gwelet penaos da skouer en deus santet an traoù en e spered pa oa marv e vreur, ha eñ getoñ é tiskenn ag ur manez. Ha pa oa marv e vreur arall, àr ur manez arall en Alpoù, ha eñ en Himalaya er memp kourz. Meur-a-wezh er levr eh eus tammoù lec’h ma vez soñjezonoù un tamm don àr ar vuhez dre vras, àr ar marv…
Er levr-mañ e lenner un tamm ivez (mes gwelet e vez muioc’h e levrioù arall savet getoñ) penaos en em interese doc’h ar pobloù a-zu-hont, doc’h diaezamantoù pobl an Tibed da skouer… hag an darempredoù etrezoñ-eñ hag ar sherpaed ivez.
Ar pezh a blij din ivez eo soñjal penaos e komz ag an alpinism en e levr, mes estroc’h evit un dra lâret getoñ a-barzh a c’hell bout talvoudus – pe d’ar bihannañ lakaat d’en em soñjal -- e tachennoù arall, pas hepken e tachenn an alpinism.
Un dra c’hoazh zo da venegiñ diàr-benn an den souezhus-se. Donet a ra ag ar Südtirol, pe Tirol ar C’hreisteiz, en Itali met e-lec’h ma vez komzet an alamaneg. Ha plijus eo gwelet penaos en deus labouret get tud a bep seurt, Alamaned pe Aotrichianed d’ar liesañ met ivez Italianed neuze ; hag ivez Poloniz, Yougoslaviz, Suised….
Pasapl a draoù kej-mej en ur levr interesant-bras a-benn ar fin, ha forzh aes em eus eñ lennet, en dizurzh avat, gwezh-a-vez e-pad div euriad, lies gwezh a dammoù bihan.
Dick Panterra, a Nagram
14:05 Publié dans Lennegezh / Littérature | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : montagne, Messner, alpinisme, menez







