« filozofiezh ar sazunioù | Page d'accueil | Plantec (2) »
29/06/2007
Plantec (1)
Setu ur strollad hag a heulian a-c'houde un tammig zo bremañ; a-c'houde amzer ar strollad Displann, hag en doa ur son hag a denne da "Ar re yaouank", ken tost doc'h ma c'halon-sonerezh. Goude pa oant o daou, an daou vreur, é soniñ asambl, unan get ar gitar, an all get ar vombard. Nag a nerzh gete ! Hag a ijin ivez, a-fed tonioù…
Goude o doa savet ur strollad nevez anvet Plantec, èl anv-familh an daou vreur. Nerzh gete c'hoazh hag en-dro. Ur soner biniou hag ur soner gitar-boud a oa arruet. Nag a blijadur gwelet ur strollad ha n'en deus aon gober tout ar pezh a faot evit lakaat an dañserion da c'hrouifal… tud ha n'o deus ket aon sailhal àr ar leurenn pe hejiñ o fennoù èl rokerion. Gwezh-a-vez eh eus bet klevet tud é lâret e oa son ar strollad "re" heñvel doc'h kani "Ar re yaouank"; ha neuze ? Ur bern strolladoù reggae a zo, ha ne vez ket rebechet dezhe bout re heñvel doc'h Bob Marley pe ne ouian ket piv razh. Da ma soñj me memp, n'eus ket trawalc'h a dud hag o deus heuliet roudoù "ARY" evit gwir; mes marse on dallet get ar plijet ma oan bet get ar re-se. Ijin c'hoazh o deus bet en o zonioù; keuz m'eus pas bout enrollet un hanter-dro diaoulek a veze sonet gete koursad-oa; n'er sonont ket mui. Div bladenn o doa savet neuze er prantad-se.
Un den oc'hpenn a oa daet er strollad un tammig zo; hennezh a "son" get an urzhiataer, ar mekanikoù… A gentañ e oa un tamm disfiz doc'htoñ, daoust ha distruj a rahe son ar strollad ? A ma fed-me em boa kavet displijus ar wezh kentañ, mes goude e kaven e tegase an den-se un nerzh nevez, un tamm disheñvel marse. Lusk reoliek ar mekanik en deus roet an tu d'ar sonerion arall da soniñ traoù digoroc'h hep ma vehe kollet an dañserion; efedus-daonet e oa memp ar mekanikoù evit lakaat an trañs da arru, get tonioù zo. Hag ur bladenn oc'hpenn a zo daet àr ar marc'hadoù er blez 2006.
Komz a rin ag o fladenn nevez-flamm en notenn da zonet...
22:10 Publié dans Sonerezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note







