« 2007-05 | Page d'accueil | 2007-07 »

29/06/2007

Plantec (1)

Setu ur strollad hag a heulian a-c'houde un tammig zo bremañ; a-c'houde amzer ar strollad Displann, hag en doa ur son hag a denne da "Ar re yaouank", ken tost doc'h ma c'halon-sonerezh. Goude pa oant o daou, an daou vreur, é soniñ asambl, unan get ar gitar, an all get ar vombard. Nag a nerzh gete ! Hag a ijin ivez, a-fed tonioù…
Goude o doa savet ur strollad nevez anvet Plantec, èl anv-familh an daou vreur. Nerzh gete c'hoazh hag en-dro. Ur soner biniou hag ur soner gitar-boud a oa arruet. Nag a blijadur gwelet ur strollad ha n'en deus aon gober tout ar pezh a faot evit lakaat an dañserion da c'hrouifal… tud ha n'o deus ket aon sailhal àr ar leurenn pe hejiñ o fennoù èl rokerion. Gwezh-a-vez eh eus bet klevet tud é lâret e oa son ar strollad "re" heñvel doc'h kani "Ar re yaouank"; ha neuze ? Ur bern strolladoù reggae a zo, ha ne vez ket rebechet dezhe bout re heñvel doc'h Bob Marley pe ne ouian ket piv razh. Da ma soñj me memp, n'eus ket trawalc'h a dud hag o deus heuliet roudoù "ARY" evit gwir; mes marse on dallet get ar plijet ma oan bet get ar re-se. Ijin c'hoazh o deus bet en o zonioù; keuz m'eus pas bout enrollet un hanter-dro diaoulek a veze sonet gete koursad-oa; n'er sonont ket mui. Div bladenn o doa savet neuze er prantad-se.
Un den oc'hpenn a oa daet er strollad un tammig zo; hennezh a "son" get an urzhiataer, ar mekanikoù… A gentañ e oa un tamm disfiz doc'htoñ, daoust ha distruj a rahe son ar strollad ? A ma fed-me em boa kavet displijus ar wezh kentañ, mes goude e kaven e tegase an den-se un nerzh nevez, un tamm disheñvel marse. Lusk reoliek ar mekanik en deus roet an tu d'ar sonerion arall da soniñ traoù digoroc'h hep ma vehe kollet an dañserion; efedus-daonet e oa memp ar mekanikoù evit lakaat an trañs da arru, get tonioù zo. Hag ur bladenn oc'hpenn a zo daet àr ar marc'hadoù er blez 2006.

Komz a rin ag o fladenn nevez-flamm en notenn da zonet...

20/06/2007

filozofiezh ar sazunioù

Had an nevez-hañv a zo en dilost-hañv
Hag had an dilost-hañv en nevez-hañv

Mes an nevez-hañv n'eo ket an dilost-hañv
Hag an dilost-hañv n'eo ket an nevez-hañv

14/06/2007

quelques poésies en 3 vers

Setu un nebeut barzhonegoù berr... an hañv zo é tostaat, neuze e kinnigan deoc'h barzhoniezh a viz Genver, freskoc'h eo !




Champ d'aiguillettes blanches
Scintillement du toit
La voiture chante
Brec'h, matin, 27 12 2005, givre

Herbe inégale
Et maigre neige
Régal de soleil naissant
Matin du 28 12 2005, Brec'h, le soleil peint la neige


Folie rouge derrière le bois d'épicéas
Partout, le gel gris-blanc
Traces dans la vieille neige
A l'est avant le lever du soleil, Brec'h 29 12 2005


Froides et grises
Le soleil pâle
Les fait sourires blancs
Lever du soleil éclairant les taches de neige, 29 12 05


Volets ouverts
Naissance de la pluie
Dans le cœur de partout
Pluie au matin et douceur après des jours glacés et parfois neigeux, 30 12 2005

Une des formes de l'humidité atmosphérique
Se déploie en mèches
Fond d'orange diluée
Cumulonimbus lointain vu en allant vers Auray, 31 12 2005


Jardin, vent, soleil parsemés
D'accenteur mouchet
Quelque chose redanse dehors
1ers signes de printemps, 1 01 2006, midi


Clocher derrière les maisons
Massif, suivant mes pas
Comme une montagne
Clocher de Brec'h vu en sortant de la bibliothèque, 17h, 2 01 2006


Ciel bas
Peu de mouvement en haut
Fragmentation de gris
Jour grisâtre avec du ciel bleu de temps en temps à travers les gerçures du ciel, 2 01 2006

12/06/2007

Poème de hasard

Eh oan é kempenn haïkuioù am boa skrivet e galleg, ha pendeogwir n'on ket ur mailh àr an urzhiataerezh em eus graet n'ouian ket petra ha tout ma haïkuioù zo bet mesket, ar pezh en deus roet ar barzhoneg-mañ, a gavan me interesant a-walc'h. Deoc'h c'hwi da lenn ha d'ober ho soñj !

Fond d'orange diluée
Fragmentation de gris
Pour l'enfant sans montagne
Pour quel tsunami ?
Tremblent les palmes
Verre de cidre pour toi
Derrière la fourche du cyprès
Se réveillent
Le soir venu
Jaune répandu du soir
Un volcan de vagues
Telle une pente
D'un nuage en croissant

Signé: le nuage de moustiques

Dick Panterra, le retour

Que tu le notes ou non en haïkus
Le temps fait ses grandes enjambées Dick Panterra

Sketch-Noz

A-benn miz Kalañ-Gouiañv 2007 e vo ur c'hoñkour sketchoù e brezhoneg, e Pleuwigner (d'an 9-11-2007). Ret eo sevel ur sketch hag a bad etre 5 ha 10 munutenn, àr an tem a garehet.

Deoc'h c'hwi da zigor mammenn hoc'h ijin e-pad an hañv

SketchNoz_mail_2.pdf

ha spi 'm eus en em gavimp eno, e Pleuwigner !

Padrig

11/06/2007

Ar stered

Setu ur varzhoneg bet skrivet genin an deiz kentañ ag ar blez-mañ:

Kerzhet skañv
Get trawalc’h a zeiz
Evit d’ar gwez bout klevet genin
Trawalc’h a noz
Evit d’ar stered
Bout é soniñ c’hoazh un tamm
Evit ur wezh
Gellout troiñ ma fenn a bep tu
Ken e ta kamm ma hent
Ma selloù é kantreal
E diabarzh an teñvalded
E rouedad dister
Ar steredegi
Anavet just trawalc’h
Evit dañsal un tamm
E kompagnunezh evned tarzh-an-deiz

etre Landaol ha Santez-Anna, 1 01 2007

04/06/2007

haute philosophie

"Nous serons la risée de nos descendants, s'ils existent" Dick Panterra

"Le vide ne nous aura pas, parce que nous sommes plus vides que lui" Dick Panterra

03/06/2007

Hommage à l'orage

Salud tout an dud !

Dans ce texte je raconte ma façon d'aimer les orages et quelques souvenirs qui s'y rattachent; mettez le sous vos yeux en essayant de vous mettre dans l'ambiance.

De la poésie orageuse en breton pour vous.


Komz a rin neuze ag un dra hag a oa anezhi bez zo gwerso hag a chomo c'hoazh pell, bout ma vimp marv holl. An arneñv eo, unan ag an arvestoù en deus skoet ma spered a-vihan. Kogus, brogoñ, luc'hed, kurun... ha petra c'hoazh ? Ur bed. Pa oan bihan e kreden e oa ag an arneñv ur stokadenn etre div c'hogusenn ha netra ken. Trouz ha fulennoù bras. Pa arrue ur barrad arneñv e oa un dra spontus a-walc'h ha pa veze da noz e kuzhen ma fenn e-dan al linsel. N'ouian ket pegoulz me ha mam breur hor boa kroget da sellet doc'h ar barradoù arneñv a-zevri. Gouiet a ran hor boa kavet skeudenn ur c'humulonimbus en ul levr. Skrivet oa e oa ur gogusenn zañjerus ! Neuze e raemp un tammig c'hoari: troiñ a raemp ar pajennoù a-ziaraok, ha pa arruemp get pajenn ar c'humulonimbus e raemp seblant bout skontet-bras, hag e redemp dre ar sal...Ur wezh arall, noz ar c'hermes e Brec'h ma faot deoc'h gouiet pep tra, e oa degouezhet ur barrad-arneñv e-kreiz an dañs; gwelet hor boa ar gogusenn é tostaat, melen-ros he moj; ur wezh deuet an teñval, setu ankouaet deomp honnezh; met e-dan berr e strakas an taoloù-kurun kentañ, ha ni ha troiñ hor selloù doc'h al luc'hed. Bez oa c'hoazh sonerezh neuze; met setu ma krogas ar glav bras da deurel, ha aet tout an dud da glask aior. Ha me, n'ouian ket perak, a oa chomet e-dan ar glav e korf ma Z-shirt...pas evit studiiñ ar gurunaj, met peogwir e oan trejeboulet moarvat. Chomet eo e ma eñvor, memp ar sonerezh a oa neuze (ur sonenn doc'h ar c'hiz neuze, sonet get Marc Lavoine).
Neuze (pegeit amzer goude ?) hor boa en em lakaet da arvestiñ ar barradoù-arneñv; o, pas lies, ne oa ket stank dre-mañ en amzer-se (ha stankoc'h int bremañ ? pas, moarvat,
begeg !); met bep gwezh pe dost, pa ouiemp e oa un taol-arneñv, e arrestemp pep tra hag e sellemp. D'al liesañ en amzer-se ne ouiemp ket gwelet an arneñv é tostaat é sellet doc'h ar c'hogus; ni a sañte pegen touforek oa, peotramant pegen teñval oa, ha setu tout.
Sellet doc'h an arneñv ag ar penn-komañs betek ma yay kuit a zo un abadenn "leun" a from hag a spered, un dra hag a sorb ho skiendoù. Un tammig èl sellet doc'h un devezhiad Tour de France er maneioù, pa vez filmet ag ar c'hentañ kilometr betak an diwezhañ; ret eo moarvat, gober traoù àr an hir a-mod-se evit o zañvaat a-feson.
Deuet oa da vout c'hoazh dedennusoc'h (get ster kentañ dedennus: hag a sach ho evezh) pa oamp kustumikoc'h da "studial" koroll ar c'hogus e-raok an arneñv. Bez zo kogus uhellik hag a bourmen a-vandennadoù, hag a zo seblantoù-arneñv. Teir gwezh diàr peder, ne vez netra àrlerc'h neoazh, e Breizh atav; met int ho lak da huñvreal. Re arall, anvet "cumulus congestus", a zo ar c'hogus-se a zo heñvel doc'h kaol-fleur. Pa vez a-vod an amzer evit an dra-se, e vezont gwelet é foeñwiñ. Gwezh-a-vez e teuont da gumulonimbusoù, a zo ar gwir gogus-arneñv. Dre forzh foeñwiñ e komañs plataat al lein anezhe. Neuze e weler ar pezh a vez lâret "ar c'hoef", un anv choazet mat peogwir e vez heñvel-mat liesañ doc'h koef an Alre. Ur wezh prest ar c'hoef e c'hell an tredan c'hoari e jeu er gogusenn, ar grizilh, an tornadennoù (dibaot dre-mañ)...
Lies-mat ne c'heller ket gwelet ar prosesus en e bezh. Da skouer, d'enderv-noz e vez goloet an oabl get ar c'hogus, ha, bout ma zo kumulonimbusoù en o zouezh, n'o gweler ket. Met c'hwi a daol meiz emañ an traoù é krogiñ pa glevit ar gurun. Pa vez c'hoazh deiz pa dosta ar "gogusenn veur" e c'hellit arvestiñ an diaz anezhi. Meur-a-wezh e vez gwelet, e-dan ar gogusenn neuze, evel ul lien teñval get un nebeudig toulloù ha faoutoù; dre-se e krap an aer tomm d'al lein. Met e-kreiz diaz ar gogusenn eh eus un tachad a seblant plat ha naet, gwelet a-bell. Pa dosta e weler eo an tachad ma kouezh ar glav. Al lec'h ma vez ar muiañ a luc'hed a zo bevenn an tachad-se. Met trawalc'h get an displegadurioù, bout mand eo interesant-bras klask, pa vez arneñv, gouiet e-menn emañ pep tamm ag ar sistem-kogus.
Komzomp un tammig a draoù bevet genin, evel ma lâr mestr meur ar filozofiezh indian Saseduveku.
Liesañ n'eus ket moien gouiet penaos e troio un taol-arneñv, d'e-menn e yay ha tout...se a ra parti ag ar blijadur ho pez é sellet an oabl, èl pa arvestit ur grogad football: la glorieuse incertitude de l'orage, hama. Ur wezh ur seurt emañ bet an traoù èl e-barzh ur film pedagogel; er penn kentañ e soñjemp: pegoulz e krogo an avel da c'hwezhiñ ? Un nebeud amzer goude e stlake ur stalaf ag ar fenestr get ur gaouad-avel. Neuze hor boa soñjet: hag al luc'hed ? Setu deuet al luc'hed. Hag ar glav ? Setu arru ar glav.
Klask divinout e-menn e tegouezho al luc'hedenn gentañ a zo ur vicher blijus, ha klask kompren penaos e ya an traoù en aer ag an amzer. Ur segondenn e-raok ne ouiit ket netra, ur segondenn àrlerc'h ho peus eñvor ul luc'hedenn en ho spered, ha marse e chomo pell ennañ. Un tammig katalog am eus neuze e ma fenn: al luc'hedennig roz-se he doa graet kement a drouz, en davarn-se e Penkesten; an div a oa kouezhet er parkad mais tost d'an ti; an taol-pellgomz hor boa bet a-berzh anr gogusenn, un dekvedenn-segondenn e-raok ma tarzhas ar gurun biskoazh kreñvoc'h. "Skilfoù an Diaoul" a welemp e-dan koef ar c'humulonimbus pa oa é vonet kuit a Rocafissada, pas pell a gastell Montsegur du-hont. Al luc'hed orañjez a welemp é kouezh diniver e-kostez Plougoulen (a-benn àrc'hoazh pe an deiz àrlerc'h e welimp "Tangwall e tachenn X", "Kouezhet ar gurun àr transfo Ker-un-dra-bennak" er gazetenn.
A gredemp, met netra ebet !)....
Met muioc'h evit se emañ dreist-holl katalog ar barradoù-arneñv a zo e ma spered; rak ur barrad, pa vez brav a-walc'h, a zo un arvest hag a chom en e bezh en eñvor; get ar pezh a oa tro-dro, pe c'hoazh ar bourdoù hon eus graet neuze. Rak n'am eus ket c'hoazh lâret deoc'h, met marse ho peus divinet: teir gwezh plijusoc'h eo sellet doc'h an arneñv e kompagnunezh evit en e unan; memes tra evit klask chañpignoned da skouer; plijusoc'h, hag ivez aesoc'h da zielfenniñ ha da eñvoriñ, dre burzhud ar gomz. Unan a gompren pe a wel un dra n'en doa ket komprenet an arall.
Nend an ket da zibuniñ ar c'hatalog-se, hir e c'hellahe bout; met ret eo teurel meiz eh eus ennañ, evit an hanter, barradoù-arneñv hon eus gwelet er maneioù du-hont, bout ma ne dremenomp nemet pemzekteiz enne bep blez; a-mod-se emañ.
Ar pezh a zo "enkaoc'hus" a-walc'h eo emañ ret bout un tammig e vakañsoù evit sellet doc'h un abadenn a-mod-se en e hed. Met talvout a ra ar boan bout graet.
Bez zo unan hag a dremen e amzer é heuliiñ ar c'humulonimbusoù, marse hoc'h eus gwelet e benn en tele: Alex Hermant, é chom er C'hantal. Aliiñ a ran deoc'h lenn e levrioù ma hoc'h eus c'hoant lakaat ho fri e buhez ar c'hogus. Rak ar pezh a zo plijus ivez pa vez amzer-arneñv eo gwelet kogus é veviñ ur bochad muioc'h evit da gustum.
Evit achuiñ, spi 'm eus e kav geneoc'h n'am eus ket lâret netra, da skouer àr ma eñvorioù get ar barradoù-arneñv. An dra-se a vehe ur seblant ho pehe "kroget en higenn".Ha marse e vo posupl din kontiñ ur barrad arneñv en e hed un deiz bennak, da skouer kani Sansat e Katalunya-Frañs, a oa bet iskis a-walc'h evideomp-ni bretoned.
Neuze e lâran deoc'h:

A galon
Get al luc'hed hag ar brogoñ.

An diouganour

Setu un droidigezh tennet a levr "An diouganour" skrivet get Khalil Gibran :

Pa ra sin deoc’h ar garantez, heuliit hi
En despet mand eo plomm ha kalet he hentoù
Ha pa vezit gronnet get he divaskell, laoskit hi d'ober
Nag èl e c’hellehec’h bout gloazet get ar c’hlezeñv kuzhet e-mesk he fluñv
Ha pa gomz deoc’h, kredit enni,
En despet ma c’hellehe he mouezh drailhiñ ho huneoù
Evel ma vez dismantret ho jardrinoù get an avel foll

Rak er memes mod mard oc’h kurunet get ar garantez, en ho stago doc’h ar groaz
Mard eo evit ma kreskoc’h eo ivez evit ma voc’h divarret
Ma sav ken uhel èldoc'h c’hwi, ha ma flourika ho prinsad munutañ
Er memp feson e yay betek ho kwriziad hag o horjello en o azez en douar

Evel had gwinizh en ho kas geti
Ho torniñ a ra evit ho lakaat en noazh
Ho kwentat a ra evit teurel ho pell a-ziàrnoc’h
Ho pruzhuniñ a ra betek ma voc’h gwenn-kann
Ho merat a ra betek ma voc’h plegus
Neuze en ho taol en he zan, evit ma c’helloc’h donet da vout bara sakr banvez Doue

Rac’h an traoù-se, ar garantez o gray deoc’h evit ma c’helloc’h anavout sekredoù ho kalon,
ha donet da vout, dre an anaoudegezeh-se, lodek e kalon ar Vuhez

Met ma ne glaskit, dre aon, nemet peoc’h ar garantez ha plijadur ar garantez,
Neuze emañ gwell deoc’h goloiñ ho korf noazh ha donet er-maez a leurenn ar garantez
Da gavout ar bed diskiant lec’h ma c’hoarzhoc’h, met pas an holl c’hoarzhoù ac’hanoc’h
Hag e oueloc’h, met pas an holl daeroù ac’hanoc’h

Ar garantez ne ro nemet anezhi hec’h-unan, ha ne gemer nemet anezhi hec’h-unan
Ar garantez ne biaou netra, ha ne faot ket dezhi bout piaouet get den ebet
Rak trawalc’h eo ar garantez hec’h unan d’ar garantez

Ne soñjit ket e c’hellit mestroniiñ hent ar garantez
Rak mard oc’h kavet dellezek get ar garantez, e vo hi a vestronio hoc’h hent
Ar garantez n’he deus ken c’hoant nemet donet da wir, netra ken
Met mard oc’h e karantez,
ha ma vez àrnoc’h en devout un c’hoant bennak, ra vo an dra-mañ :

En em siliñ ha bout ur wazhienn-dour hag a gan he sonenn d’an noz,
Anavout petra eo bout glac’haret get re a deneridigezh
Bout gloazet get ho mod deoc’h-c’hwi da intent ar garantez
Ha gwadiñ a volontez vat, ha get joa
Dihousk da c’houloù-deiz get divaskell d’ho kalon
Ha lâret trugarez evit un devezh arall a garantez
Diskuizh da greisteiz hag em soñjal àr levenez divent ar garantez
Donet en-dro d’ar gêr da serr-noz, get grad vat
Ha neuze kousket get ur bedenn en ho kalon evit an hani a garit,
Hag àr ho tiweuz ur ganenn a veuleudi

Khalil Gibran « An diouganour »

Toutes les notes