« Plantec (1) | Page d'accueil | Xavier Darcos »

01/07/2007

Plantec (2)

Setu bremañ ur bladenn nevez-flamm é tonet, an hani on-me é selaou en ur skriv ar pennad-mañ; atav du, èl ar pladennoù arall, ha dilhad izili ar strollad pa vezont àr ar leurenn. Unan nevez c'hoazh: ur c'haner, ha telennour oc'hpenn. Hag a-du-rall, ar soner biniou en deus em lakaet da soniñ fleüt ivez, ha neuze uillean-pipe. Ar soner bombard a son ivez get ar shenai, hennañ a zo ur vombard a vro India. Muioc'h a c'hitar tredan a zo c'hoazh. Plas ar brezhoneg a zo ur bochad brasoc'h evit ma oa àr ar bladenn kent – lojik eo, savet o doa un ton anvet "Ya d'ar brezhoneg !" un tammig zo – en arbenn ma vez sonet a veg e brezhoneg get ar paotr; mes ivez peogwir n'eus nemet brezhoneg àr golo ar bladenn ! Ne gredan ket e paray doc'h tud ha n'int ket brezhonegerion a breniñ ar CD; graet e vez an dra-se hep diaezamant get pladennoù e saozneg.
Ar golo n'eus ket kalz a dra skrivet àrnoñ a-du-rall; skeudenn ebet ag ar sonerion da skouer. Ur fari a zo àr gein ar bladenn a-fed niverennoù ar sonennoù; ur souezh pe ker lies e arru traoù seurt-se get ar pladennoù dre vras, hiniv an deiz !
Nag ar sonerezh, bremañ ? An notennoù kentañ a zo liv Nirvana àrne, hañval genin, get gitar tredan ponner. A-hent-arall, diàr glevet ar bladenn en he fezh ar wezh kentañ, e oan bet dipitet a-walc'h: n'em eus ket adkavet ar memes son, nag ar memes ijin en tonioù; me 'grede bout klevet dija traoù seurt-se get strolladoù èl Alan Stivell pe re arall hag a glask soniñ "modern", lec'h ma vez kollet nerzh an tonioù e-mesk ar c'hempennadurioù pe ar mekanikoù. Ar c'han en deus ur plas bras, hag a lak ar benveger arall un tamm en ardreñv, evit er servij; bouezh ar c'haner n'heller ket lâret penaos emañ ur vouezh dispar kement-se.
Goude bout selaouet ur wezh kentañ e oa ur soñj é torimellat e ma fenn: "Perak em boa prenet ar bladenn-se get kement a herr ?"
E berr gerioù, ar pezh a oa "tonioù" e-raok a zo daet da vout "sonennoù"… ha gwezh-a-vez e vez tapet tonioù hengounel, ar pezh ne veze ket graet gete e-raok. Selaouet 'm eus en-dro neoazh, get an c'hoant monet pelloc'h evit am soñj kentañ, an dipitadenn gentañ. Hag a-benn ar fin, em eus selaouet estroc'h evit ur wezh zokenik ! Penaos 'ta ? Be zo un dra bennak er feson da gempenn an tonioù hag a stag doc'h ho skouarn, hag a chom en ho penn goude bout lazhet ar lenner CDioù. Ur wezh lakaet an dañs a-gostez, ha pellaet ar soñj "n'em bo ket plijadur é tañsal àr draoù seurt-se" a-zoc'hin, e laoskan ma fenn da vout kaset get houlenn an tonioù. Lod anezhe zo melkoni enne, splann eo, ar pezh a c'hell bout ur souezh pa soñjer n'eo ket gwall gozh sonerion ar strollad.
Ur bladenn a-feson da selaou neuze ur seurt; esperañs em eus neoazh e adkavin tonioù arall (an ton bourre nevez, an ton hanter-dro nevez, ha kement tra zo…) ar strollad Plantec àr leurennoù ar festoù-noz c'hoazh hag en-dro, da lakaat an dud da huchal en dañs; afer hon eus a donioù nerzhus er festoù-noz !