« an hañv | Page d'accueil | haïkuioù n°2 »

30/07/2007

Haïkuioù kentañ

Setu, da c'hortoz bout embannet un deiz bennak marse, e kinnigan deoc'h un nebeut barzhonegoù berr, tamm ha tamm.

Bez zo pasapl anezhe...


An heol a gemer e amzer
War vevenn ar maezoù
Flouradenn, ha goude, e lagad
e-raok ma sav an heol, Brec’h, 26 12 2005

Tridienn en he unan
Er vezvenn danav
Laboused ar bed enni
Brec’h, d'enderv, 26 12 2005

Pikigoù gwenn
Toenn é sterlikenniñ
Kan an oto yen
Brec’h, skorn, 27 12 2005

Oabl a-dreñv an iliz
Simpl ha yen
Ur liv ha tra ken
Pleuwigner, amzer sklaer ha yen, e-raok kreisteiz, 27 12 05

Geot diblaen
Ha gwiskad erc'h tanav
Levenez an heol nevez ganet
Brec’h, da 9eur30, an heol é liviñ an erc'h, 28 12 2005

Ur wezenn, un all, un ti
Da heul hep ehan, gwenn
Ar sell war bep tra, gouloù nevez
War an hent d'an Drinded-Porhoët, 11e30, 28 12 2005

Hej-dihej
Avel-erc'h a-dreuz ar blantenn
Kren-krenig an aneouid
Brec’h, kreisteiz hanter, avel yen, 29 12 2005

Abevantoù digoret
Ganedigezh ar glav
E kalon pep lec'h
Brec’h, da vitin, goude devezhioù yen-sklas, 30 12 2005

An tour-iliz
Sinadur
An duadenn
Iliz Brec'h dirak un duadenn hag a ya a-benn d'ar reter, gwelet a Vonnerfaven, 31 12 2005

Al laboused en o c'han ?
An avel domm 'mesk ar c'hogus ?
Un dra bennak a zañs en natur
Marsoñj ag an nevez-amzer, kreisteiz, e Brec’h, 1 01 2006

Daoulagad ha korf bev
Mil yezh enni
Hag unan e gwad al lizhiri
Evit ur genskriverez din, 2 01 2006

Frouezhenn ruz
Tu bennak war ar bod roz
Dec'h, hiniv hag arc'hoazh
Frouezhenn e-dan ar fenestr e-dan ar pevar amzer e mare Kalanna, 2 01 2006

Div vran war-nij
Buhezioù du a-dreist ar park
Unan er c'heot, ha me war an hent
Park bras ar vourc'h, 4eur, 2 01 2006

Sklaerder ken-ken
Dre ar faout
Pichoned dirak an heol
Sklaerder an heol etre ar c'hogus ha dubeed, war an hent d'an Alre, 3 01 2006

Feuntanioù brinkier
Ha kriboù-brumenn
Ar c'hoad-bezv e-taldeomp
Bezv er vrumenn, tro-dro da Vrec'h, 3 01 2006

Barroù brinkier brinsad
Kroaz-digroaz
Du dirak gris
Gwez noazh er vrumenn, an Alre, 3 01 2006