« haïkuioù n°2 | Page d'accueil | Haïkuioù 3 »

02/08/2007

an eñvor

Setu bremañ un destenn em boa graet un tammig zo. Ur lizher bet kavet er suler...

E koun Ouklast,


Ouklast eo ma anv ; p’ho po kavet an destenn-mañ, kuzhet en dan ag ur c’houfr koad e-mesk un dastumad dilhad, e vin me marv a-c’houde un herrad. Netra gwell evit ur skrid a-ziàr ar vemoer.

Honnezh, n’he deus ket he far, a-dra-sur, met penaos e oa ? Blev kistin, etre hir ha berr, daoulagad e-mesk ar re vravañ, n’eus ket da dortal, livet just ar pezh a faot. Dilhad gell, an deiz-se, ur vrozh ag ar memp liv; ur mod da zañsal ha n’eo ket vil, pell avaze ; e-mesk re he rummad e c’heller gwelet penaos n’eus ket kalz hag a nij ken uhel, da ouiet eo memes hag unan a vehe èldi e-mesk an holl merc’hed dre vras. P’ho peus bet ar chañs da goroll get tud seurt-se, ne gredit ket eo posupl, ha krediñ a rit chomo fas ar vaouez-se plantet en ho spered evit pell.
An deiz àrlerc’h e yae mat-awalc’h an traoù, bep 5 munutenn e teue he sell dirak man daoulagad, hag ar santimant am boa, dre-bep-div-wezh, mousc’hoarzhin get he mousc’hoarzh dezhi (an traoù-se a arru gwezh-a-vez ; gwell a se, neuze, ma c’hellan deskiñ un tammig penaos mousc’hoarzhin èldi, plijusoc’h a vo evit ar re a vev tro-ha-tro din).
An deiz àr-lerc’h ne oan ket mui er memes stad. Dre meur a sistem em eus klasket degas he skeudenn en-dro da ma spered, met kaer am boa gober (lakaat en-dro ar sonerezh a glevemp neuze, soñjal en dud arall a oa geneomp...), ne zaen ket da benn. Soñj a-walc’h am eus ag an dud arall, ya, met hi...Pep unan a sav e sistem evit displegiñ ar bed ha beviñ ennañ : neuze em boa kredet kompren e oa peogwir e oa ur vaouez hep he far, just-awalc’h, ne oa ket moien ijiniñ penaos penn he deus. Un displegadenn gamm, marse, met hag a vez savet get pasapl a dud pa grog « ar gelionenn dall » enne ; ha spi ‘m eus e vev c’hoazh ar gelionenn-se en hoc’h amzer.
Soñjet am eus neuze er vemor-se, ken kevrinus, hag a gerzh pa ne vez ket afer, hag a chom diseblant pa vehe rekis dezhi reiñ ur skeudenn deomp.
A viskoazh on bet plijet get ar vemor, hag a zo ur feson da gas geneoc’h, e pep lec’h mand it, a bep seurt traoù, hep ne gemerehe an disterañ plas en ho malizenn. Tout ar gerioù-se ho peus soñj anezhe, dija ! Hep kontiñ ar re ho peus klevet destroc’h evit ur wezh met ne c’hellit ket lâret. Souezhus eo gwelet penaos gerioù zo a zo anavet get rac’h an dud, met n’o lâront ket ma ne vez ket goulennet gete, ma ne vez ket lâret ar ger-memp pe unan tost-mat evit dihun o soñj... Tud zo (e ma amzer-me atav, pa lennoc’h ar linennoù-mañ ne vo ket ur seurt, marse awalc’h), hag o deus soñj ag ur bochad tud ag ar c’hornad, o micher, o oad, pegoulz e oant marvet, o familh, petra zo arruet en o buhezioù...Digredus ? Ya, met ur sekred o deus : komz a raont a-hed an deiz ag an dud tro-ha-tro, goulenn hag adgoulenn a raont doereioù hennañ, honnañ, kant gwezh ; ober a raont liammoù etre an holl dud-se, ken e talc’hont soñj aes a-walc’h en achumant. Al « labour »-se a gemer amzer, sur-awalc’h, setu penn-kaoz e lâran deoc’h : n’eo ket ar vemor a vank, an amzer da lakaat an traoù a-barzh ne lâran ket. Ur wezh a-barzh, an traoù a chom ma vez komzet anezhe lies a-walc’h...Traoù a zeskomp memes tra, hep gouiet, kar beviñ a raomp en o mesk. Met gortozomp un nebeudig bleadoù c’hoazh hag an traoù-se a oa er vuhez pemdeiziek o devo tremenet e boest ar vemor, rak ne vo ket mui anezhe.
Noñdedie, met peseurt penn he deus-hi ? ?
Evit kendalc’hiñ get ma zraoù, a-bouez eo neuze kendalc’hiñ da eskemm etrezomp, da ginnig d’ar re arall ar pezh hon eus desket-ni, evit ma vo bev ar vemor hag aesoc’h da rac’h an dud derc’hel soñj ag ar pezh a faot dezhe deskiñ. Remerket ‘m eus penaos, evit gerioù zo, eh eus just afer ag o lenn teir pe peder gwezh evit derc’hel soñj anezhe. Met pezh a zo, evit yezhoù èl ma hani (hag ho kani moarvat, a-hent-all ho po poan da lenn ma zestenn), n’hon eus ket tro da glevet pe da welet gerioù zo lies a-walc’h evit ma talc’hint da veviñ en hor mesk. Ni a gred o anavomp met hanter gwir eo. Setu emañ ret deomp dre bep div wezh o lakaat en-dro en hon testennoù, èl ma reer get ar loened en dañjer, p’o laosker da vale a-espres-kaer e lec’hioù zo ma oant c’hoazh un nebeudig bleadoù zo. Gwir eo evit ar gerioù, met evit a-bep-seurt traoù.
Geneoc’h-c’hwi, mand eo aet an traoù èl ma oant komañset da vonet e ma amzer-me, eo bras lec’h an urzhiataer en ho puhez. Ha dreist-holl a-fed ar vemor just-awalc’h. Kasit ul lizher din d’ar baradoz ma farian, met ne gredan ket ema c’hoazh arru memor an urzhiataer a-live get memor an dud ; geo a-dra-sur, ur bochad muioc’h a draoù a c’hell enrolliñ o « c’hwenn » en ur frapad berr ; met gellout a reont, èldeomp-ni, gober liammoù fonnapl a-walc’h etre traoù n’o deus ket netra da welet etreze ? Lakaomp etre penn unan bennak ha penn unan arall, etre ur ger en ur yezh hag ur ger en ur yezh arall, pe memp etre un destenn hag ul lec’h a anavomp... ? Ha, gwelloc’h c’hoazh, en ur mod, gober sintezennoù èl ma raomp ? A-benn dek vlez avamañ, lakaomp, e welin ur vaouez, en ul levr, hag a gavin brav. Perak ‘ta ? Marse peogwir e tegaso he daoulagad soñj din ag ar vaouez a gomzen deoc’h anezhi tuchant, hag he beg a n’ouian ket piv hag a oa kamaradez din er skolaj. Abalamour d’ar galloud hon eus d’ober sintezennoù ha liammoù e-mod-se eh omp ni klaskerion, arzourion,...
E ma amzer-me — àrlerc’h ma ne vo ket gwazh en hoc’h amzer-c’hwi ! — eh eus tud hag a soñj dezhe : seul vihannoc’h a draoù a zo da zerc’hel soñj anezhe, seul aesoc’h eo d’an dud, hag aesoc’h eo dezhe ivez beviñ asambl. Nag a blijadur lâret ur ger hepken, ha lakaat tout ar saliad tud da soñjal er memes film, o deus gwelet rac’h dek gwezh, hag er memes yezh. Brav eo bout digor, a lâran-me dalbezh, ya, met digor àr betra ? Ma arruan en ur vro ma kreden gwelet ha klevet traoù nevez evidin, ha ma lakay me diwezhatoc’h da grouiñ traoù nevez...ha ma em gavan get tud fiskal marse, met n’o deus da zegas din ken ‘met an traoù a welan bemdeiz, da betra ?
Kasit ul lizher din da ouiet penaos e tremen an traoù geneoc’h a-fed an dra-se ; sur a-walc’h ho po desket em denniñ ag an dañjer-se pa lennoc’h ma zraoù ; hag a-fed ar brezel...an dra-se zo un afer arall, mam bugale vihan. Hag, evit achu get ma ravaodaj àr ar vemor, àrlerc’h ma vo ar brezel, just-awalc’h, e bed ar c’houn kentoc’h evit er bed gwir, geneoc’h-c’hwi !
Ho leuskel a ran. Marse e vin marv e-raok bout adkavet ar vaouez-se, met gouiet a ran e vago he mousc’hoarzh memor ar bed, kar ur vaouez seurt-se (ret eo en anzav, ne faot ket krediñ ema ma mousc’hoarzh-me ken burzhudus) a ginnig he mousc’hoarzh d’ar bed a-bezh, ha pas din-me hepken.
Ouklast, ho tad-kozh (n’on ket, gwir eo, rak n’am eus ket bet krouadur ebet betek bremañ, met bezit amiapl, kredit eh on ho tad-kozh).