« an eñvor | Page d'accueil | Haïkuioù 4 »
03/08/2007
Haïkuioù 3
Evit lâret ar wirionez, an haïkuioù-mañ n'int ket gwir haïkuioù; ne vern ket din; ar pezh a gont eo reolenn an teir gwerzenn, evit bout rediet da lâret ur bochad get un nebeut gerioù (gwezh-a-vez em eus graet re get peder gwerzenn a-du-rall); setu neuze ar pezh a za goude; tamm ha tamm eh aomp get hent ar blez...
Ur petraig é flamminiñ en dour
Heol ebet tro-ha-tro ?
Ar fenestr a c'hoarzh a ziabarzh
Sine, a-dal da Gonlo, 5 eur bennak, 8 01 2006
Pratell zister
Teir bezvenn é c'hortoz
Ur c'hrouadur da zeval etreze
Plañwour 9 01 2006
Kambrig
Ha mor bras
Etreze ur bed a grouerezh
An Arvor, 9 01 2006
He lostad pluñv
Legeannet g'an avel
Met ar big a guita ar c'hanto
An avel a zo é c'hoari get lost ur big, An Arvor, 10 01 2006
War bep ribl un tour mein ruz
Goelaniged ar stêr
Evit o muzuliiñ
Landerne, 1 eur d'enderv, 11 01 2006
Brest hag an heol du-hont
Dridi mistri ar sonioù
Barzhed en o c'houmoulennad
Etre Landerne ha Brest 11 01 2006
Pa sellez doc'h ur lutig-Nedeleg
E welez, get lagad ar wir wirionez
Ar c'hened é luc'hiñ en ur voestig
Ha Mab-den é freuziñ e blanedenn
O daou get lagad ar wir wirionez
(genver 2006)
A-barzh ar fenestr
En tu arall d'ar sec'hor
Bevenn an doenn ha geot dizurzh
Landerne, 12 01 2006
Tren noz, ganet ur mousc'hoarzh
Diàr gomzoù an amezegez
Prof d'ur goantenn
Tren etre Landerne ha Kemper, 12 01 2006
Sell lugernus ha fas ruz
Kozh ha bev
Klask a ra gouiet
Unan kozh a Wened é klask gouiet traoù genin e-kerzh ar filaj e Pleuwigner, 13 01 2006
Metal ha gouloù
E redek difonn
Betek pegoulz ?
Soñjoù àr sevenadur ar petrol, é welet ar lostad otoioù é sorti ag an Oriant, 13 01 2006
Moged ha mouilc'hi
Klevet vez ar goust anezhe
A-dreist ar park
Ar Cham da serr-noz, 14 01 2006
11:40 Publié dans Nijadeg barzhonegoù / Poésie | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note







