« Haïkuioù 3 | Page d'accueil | Haïkus dans la langue de Rimbaud »
06/08/2007
Haïkuioù 4
Pistri ar gouloù hag an otoioù
Mouget
Ankouaet ?
Mogedenn àr Vonnerfaven, 14 01 2006
A bep tu
War gren en-dro d'an ahel
Palmez ha kogus yen
Gwezenn palm en ur jardrin, Brec’h 15 01 2006
En ur bobl
Dañs ar c'honiza
A-dreist park ar blez kent
Conyza er park anvet "Champ des patatiers", 15 01 2006
Dreolaned é kuipal
Kovoù bihan
Tro ha tro d'ar prad
En dro da "champ des patatiers"; dreolaned zo "des roitelets", 15 01 2006
Treuz-didreuz dre an aer
Bizied fetis
An nevez-hañv
Dirak an UCO, en Arradon, 1e30, 16 01 2006
Blues lugernus àr-zu an Oriant
Neoazh emañ ar road-movie
Prest da cheñch kalz
En ur selaou blues en oto e-dan ar glav, 9eur noz, 16 01 2006
Sal goullo
Kriadenn ur pennglaou bras
Ar bed er sal
Plañvour, 17 01 2006
Teñvalded ar mintin
Ar savelleg
E kreizig-kreiz an dihun
An Arvor, 18 01 2006
Gwirionez ar voualc'h
A ra al lez
D'an aod yen
C'hwitell dic'hortoz ar voualc'h, aod Lokeltas, an Arvor, 6 eur noz, 19 01 2006
Peseurt bran
A gan he livioù
Da Aline ?
Kontet he deus istorioù brini din, 19 01 2006
Div groaz
Kevrin ar jardrin
An euforbennoù
Jardrin en Arvor, div "épurge", 20 01 2006
Brinsenn ha brinsenn
Haleg ha bezv
A ijin an teñvalded
Pontkrist, Brec'h, 4e30 d'enderv, 21 012006
Er gammdroienn
En un taol
Mestr ar beuz
Em gavout get un talabarder brudet, àr an hent d'ar C'hoad bihan, Brec’h, 5eur, 22 01 2006
17:05 Publié dans Nijadeg barzhonegoù / Poésie | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note







