« Damoclès | Page d'accueil | Kogus »
17/08/2007
Haïkuioù n°5
Setu neuze pempvet lodenn haïkuioù ar blez 2006...
Digor ar spered
D'ar c'hroc'hen hag e vraventez
Dirak ur bod-kelenn
Brec’h, 22 01 2006
Seksig ruz
En dañs melen
Koad-kenaou
Brec’h, 22 01 2006
Didrouz
Etre an del marv hag ar c'hleuz
Ma c'hazhez
Miglos àr ma lerc'h àr an hent d'ar C'hoad bihan, Brec’h, 22 01 2006
Peder pig
En ur linenn
Perak derc'hel soñj ?
Plañvour, tra gwelet er bratell, 23 01 2006
A noz da noz
En deus redet an amzer
Ken splann an oabl neoazh !
Devezh labour e Plañvour, 23 01 2006
Gwagennoù en noz
Burzhud ur vaouez
E nijal ennin
Soñjal a ran en ur vaouez resis a-hed ar mor da noz, An Arvor, 23 01 2006
Dre vesk ar c'hoadoù
E sav menezioù an Oriant
O fennoù karrez
Ar an hent, teir eur d'enderv, 24 01 2006
Ur siminal vihan
Golvani enni
Evel en ur film italian
An Arvor, gwelet ag ar fenestr, 24 01 2006
A-dreñv fourchell
Ar sipresenn
E varv liv an deiz
An Arvor, ag ar fenestr, serr-noz, 25 01 2006
Avel nort
Kogusennig yen
Dañs skañv Gwener hag ar Loar
Kredet vez e red ar Loar met an avel yen eo, mintin, àr an hent d'an Aradon, 26 01 2006
16:50 Publié dans Haïkuioù | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note







