« ur gazetenn nevez ? | Page d'accueil | Haïkuioù n°7 »

16/09/2007

Livoù

Setu enta un destenn am boa skrivet un tammig zo; traoù personel mesket get traoù ha n'int ket, peogwir e vo komzet ag ar livoù hag o deus skoet ma spered a-hed an amzer, ha bremañ c'hoazh evit lod anezhe.

Voici un texte que j'avais écrit il y a un certain temps; des choses personnelles mêlées à d'autres qui le sont moins, puisque je vais parler des couleurs qui ont frappé mon esprit au cours des années, et qui le font encore, pour certaines d'entre elles.


AL LIVIOU

Setu enta ur pennadig a-zivout un dra hag a gont ur bochad e mam buhez: al livioù; c'hoant am eus bet ober un tamm sell àr al livioù o deus skoet ma spered a-c'houde mam bugaleaj, hag ivez livioù a vez kavet c'hoazh hiniv an deiz...dre-bep-div-wezh e vo kavet marse un dra poellek pe zaou; met dre vras ne vo ket kavet ken 'met ur voiajad (ur ger a blij din) hanioù n'o deus netra da welet an eil re get ar re 'rall, just èl ma rae Jakez Prad-Glas; m'am bo o renket un tammig evit ma vo lennapl, met evit lâret ar wirionez deoc'h, komañset am eus ar pennad-se é teurel en ur memp listennad gerioù kement tra bihan hag en deus, a-fed liv, ur plas e ma soñjoù...evit an dro dañs-se am eus furchet e bouzelloù ma c'houn livioù am boa disoñjet hag a vo marse netra evideoc'h...hag evit lod arall, c'hwi a lâro moarvat: me ivez a zo bet skoet get ar petraoù-se. Daoust hag ez eus ur ster bennak d'an destenn-se estroc'h evit un hir a varzhoneg ? Ya moarvat, bez vez bepred tu da lakaat ur ger pe un all a furnezh e-mesk an destenn digempennañ.
Neuze, da grogiñ geti, ya...penaos krogiñ geti...hum...krogomp dre ar penn-komañs, da lâret eo marse ar pep kuzhetañ ha digomprenusañ; livioù ne vint ket adkavet e nemptu, nemet e ma fenn, traoù liammet doc'h mam bugaleaj (ha ne lâro netra deoc'h...nemet ha...). Arlerc'h ni a dremeno da draoù arall ho peus marse anavet èldin-me. Neuze, neuze, petra zo e-touezh mam berniad traoù ha ne vehe ket posupl kavout en-dro bremañ ? Ar motoig ruz hag ar motoig melen (made in China moarvat) hag a oa un c'hoari a blije din ha da ma mignon brasañ...ur c'hozh ti, un tu bennak e-kostez an Alpoù: da gentañ hor boa eñ kemeret evit un erer aour bras ("L'aigle de Napoléon"), pa oa an heol er lakae da lugerniñ a-mod-se e-raok mont da guzh...ruz (tomm) ha glas (yen) ar c'hog-dour en ti-ni e bourc'h Vrec'h...un aval ruz en ul levr evit ar vugale...daou arzhig, unan gwenn hag unan melen...un arzh aour hag unan argant (en ul levr ar wezh-mañ)...roz divskouarn ar c'hiig a oa man doudou...sifroù gwer burzhudus jederezig ma zad, hag a lufre en teñvalded...goloioù ma c'haieroù 6vet klas (perak am eus muioc'h a soñj anezhe evit re arall?)...eskernigoù gwenn (unan anezhe, ar pennaskorn, a oa ruz)...pajennoù aour ha golo ruz al levr "Tom Sawyer"...gwispid ma mamm-gozh, get ur rondelenn, hag, àrnezhi, un tamm meriñg gwenn, melen pe roz troidellet ha kalet-tre...al loenedigoù kaoutchou a bep liv a veze roet din bep gwezh ma h aen da di an dantourez (en Alre, marse hoc'h eus c'hwi-memp resevet seurt hanioù)...un dra raloc'h evit biskoazh: tri gouloù en un ti er Pireneioù ma pasemp ur sizhuniad, unan ruz, unan gwer, unan glas, é tañsal èl ur c'hochiñchin etreze, ha diaes bras deomp divizout peh kani a oa ar bravañ...ar maen grenat e gwalenn ma mamm...skerb roz ur serten plac'h yaouank...ur rouletenn en un c'hoariig kazino get niveroù e du, niveroù e ruz, hag unan, ar zero, e gwer...loar "Pierrot la lune", graet get paper aluminiom get mamm....pomperion vihan get tokarnoù ruz, unan anezhe, ar rener, get unan alaouret (biskoazh bravañ !)...fuzuilhennigoù liv ar chokolad du evit lod, liv ar chokolad dre laezh evit lod arall...hag e achuomp evit an traoù a vo diaes deoc'h bout intereset gete peogwir emaint traoù din-me un tammig (nemet an daou dra diwezhañ a zo "Playmobil"-ennoù. Met c'hwi a c'hell lenn an dra-se èl ur varzhoneg surrealist (pe dreistwirvoudel ?); pe c'hoazh ober dija get ar standilhon-mañ un nebeudig evezhiadennoù, èl: "hama ! plijout a ra dezhañ pa vez daou liv stok-ha-stok (ar motoioù, an arzhigoù, ar c'hog-dour, ar fuzuilhennoù...), pe ivez pa vez traoù o deus razh ar memp liv, nemet unan (ar bomperion, ar rouletenn, an eskernigoù)...
Kendalc'homp ma zud keizh, bremañ e vo komzet a livioù o deus kontet e mam buhez, met marse en ho kani ha-razh, pendeogwir int livioù a c''hell bout kavet c'hoazh...da gentañ e vo traoù savet get mab-den, hag àrlerc'h e vo tro ar pezh a vez gwelet en natur.
Man digarezit, aze c'hoazh e vo un aridennad hep penn na revr...petra a faot deoc'h ? Petra a ginnigan deoc'h neuze...? Al legoioù a bep liv...ar podoù-liv er skol-vamm, na brav ! ken kreñv o liv en ho lagad, pa vez ar podoù-se leun c'hoazh a zanvez ruz, pe glas, get an c'hwezh oc'hpenn !...ar sistr hag an dour pa vezont stok-ha-stok àr an daol en un ti-krampouezh...loened plastik a bep seurt, get o livioù chimik (ur jirafenn ruz-tan da skouer)...an ampoulennoù ruz, glas, gwer, melen a vez staget er gwez un noziad hañv da vare un asamble bennak...ar voutailhad ether...ar merkurokrom hag a ra plijadur d'ho klin...ar pakadoù kreionoù-koad, kreionoù-feltr, stiloioù, dreist-holl pa ne vez ken 'met ar penn ag ar stilo hag a cheñch liv, n'ouian ket perak...an taolennoù daou du (stumm ha liv) er skol, na plijus, dreist-holl o gober !...ar boestadoù chokolad hag o paperioù lufrus da Nedeleg...hag evit komz a Nedeleg, ar girlandennoù-tredan hag ar boulloù (c'hwi en em wel a-barzh ken disheñvel doc'h ar pezh oc'h kustum da welet)...alkool violet al luc'heilerez kozh, get ur goust ken iskis...ar gometennoù a bep liv èl just...an amanenn sall ken melen...livioù Monet hag a zihousk n'ouian ket petra ennin...liv ar vogalennoù hervez Rimbaud; evidin-me o deus ul liv ivez, hep lâret gaou, ha d'am soñj evit ur bochad tud...ken 'met evit ar fun, setu-int èl m' o gwel ho servijour: A gwer, E glas, I du, O gwenn, U ruz, hag ar sifroù ma n'oc'h ket skuizh: 0 gwenn, 1 du, 2 gwenn, 3 gell, 4 gwer, 5 glas, 6 ros, 7 gell, 8 ruz, 9 orañjez...èl just, ne stagan kredenn ebet doc'h an traoù-se; an numerologiezh a ra doñjer din, bout ma komprenan ervat e c'hell bout dedennet-bras an nen get an drol a sifroù-se, èl ma on bet pasapl pa oan krenn...
Ha setu achu get an eil aridennad, ouf ! ne chom ken 'met unan ! A-dra-sur en deus dihousket traoù ennoc'h ivez, dreist-holl ar re a ma oad-me. Ha remerket hoc'h eus ivez penaos on intereset bras get tout an traoù a vez savet èl ar boestadoù kreionoù: memp stumm, ha cheñchamant liv. Remerkit ivez e vez staget gwezh a vez ar soñj am eus ag ul liv doc'h ur frond bennak. Met tremenomp d'al lodenn ziwezhañ, a vo ennañ, àr un dro, traoù a welit lies ha traoù ne lârint ket netra deoc'h. Komzomp ag al livioù a gavan en natur tro-dro.
Ar gwez, ar feson ma cheñch an del a-hed ar blez a zo ur vammenn a livioù evidin-me, d'an nevez ha d'an dilost-hañv dreist-holl èl rezon, met n'eus ket gwell evit ur skoliad yaouank evit tañvaat an dra-se dre ma pas bemdeiz dirak ar memp gwez, re ar porzh-skol da gentañ...ar bleuñv hag ar boketoù, sur, met dek gwezh plijusoc'h dre ma vezit doc'h o gortoz; pa ouiit ez eus anezhe ha p'o c'havit, d'o zermen, souezhet peogwir ho poa ankoueet o braventez...un nebeut skouerioù: ar roz-kamm pe joñkilh, ar safran, ar roz-ki pe kokliko, liv glas boketoù Santez-Veronika, am boa dizoloet e-harz mangoer lise Sz-Anna, ar bleuñv lann pe banal; an askol a bep seurt, ken kreñv o liv e-touezh o fikoù, met ivez traoù kuzhetoc'h (me zo me un tammig snob é komz deoc'h ag an traoù kuzhet-se, kalavern !): ar bleuñv kenaoù (ar "mammoù") e miz c'hwevrer (ret vo deoc'h gortoz ar blez-mañ 'za, paour-keizh !), sterennoù bihan ha limestra, staminennoù roz ar gwez per (ha pas melen èl re ar gwez avaloù); bout zo ivez greun, èl re roz ar fouliar, re "kanell" ar picris (ur seurt c'hwervizon bras)...; champignoned, èl ar bouzelloù melen-se brav-spontus, a-spign doc'h ar barroù lann, hag ur bochad re arall; liv du ar brini, ar piki hag ar saout...hag evit achuiñ peogwir e santan e ya ma zraoù a-dorimell: an tapennoù gloezh a vez gwelet àr ar yeot, da vintin, pa vez brav an amzer; ma en em lakait en tachad mat c'hwi a wel pikoù-liv é splanniñ en ho lagad èl...diaes eo lâret èl petra...ha pa vouljit un nebeudig e cheñch liv, netra suroc'h èl ma lâr Andre, ha netra bravoc'h èl ma lâran-me...
Setu enta achu ar sterlikennad livoù-mañ; ra zihuno ennoc'h, ma n'eo ket graet, mammenn ar liv.

Dick Panterra, a Nagram.