« Rêve | Page d'accueil | Tamm Papir niverenn 3 »
30/09/2007
Sketch-Noz (II)
Degas a ran soñj deoc'h penaos, a-benn miz Kalañ-Gouiañv 2007 e vo ur c'hoñkour sketchoù e brezhoneg, e Pleuwigner (d'an 9-11-2007). Evit kemer perzh emañ ret sevel, pe troiñ e brezhoneg, ur sketch hag a bad etre 5 ha 10 munutenn, àr an tem a garehet.
Ma n'ho peus c'hoazh kroget da sevel ur sketch e vo un tamm bec'h àrnoc'h (mes posupl eo ur sort); ma 'peus savet, pe troet unan, e vo mall deoc'h krogiñ d'en deskiñ a-zevri; ma n'eo ket ho soñj monet àr ar leurenn e voc' h degemeret get plijadur e-mesk an arvesterion !
Etre ar sketchoù e vo lakaet an dud da soniñ asambl, Karaokenoz e vo ivez neuze...
Aozet eo an nozvezh get Kerlenn Sten Kidna.
SketchNoz_mail_2.pdf
ha spi 'm eus en em gavimp eno, e Pleuwigner !
Padrig
10:34 Publié dans C'hoariva / Théâtre | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : c'hoariva, théâtre, Sten-Kidna, Pluvigner, Pleuwigner, sketch-noz







