« 2007-10 | Page d'accueil | 2007-12 »
27/11/2007
Tamm Papir niverenn 7
Prest eo an Tamm Papir nevez da vout flouret get ho taoulagad !
Setu eñ:
Niverenn 7.doc
20:28 Publié dans Tamm Papir | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
24/11/2007
Kleñved ar Zep
Er prantad-mañ, lies-mat, a pa vezan é labourat doc'h an urzhiataer, pe dirak ur follenn baper, e selaouan lies ar memp seurt sonennoù; re ur strollad rock ag ar blezioù 1970 (a vro Saoz)... Led Zeppelin e anv. Klevet em boa komz anezhoñ er skolaj, mes hep klask gouiet pelloc'h (er prantad-se e oa stag doc'h ur skeudenn "hardos" e ma spered). Amprestet em boa pladennoù anezhe diwezhatoc'h, er levraoueg... mes peurchañs ne oan ket prest c'hoazh. Klasket 'm eus selaou doc'hte en-dro, goude bout bet profet din un enrolladenn a bladenn Robert Plant, "Mighty Rearranger", hag ivez bout bet tro da glevet "Kashmir" get Robert Plant ha Jimmy Page. Ur wezh kavet ur bladenn anezhe en ur marc'had traoù kozh em eus hi prenet, ha setu kroget an traoù. Hiniv-an-deiz e ran un tamm èl ma raen un amzer zo bet get Ar Re Yaouank. Selaou estroc'h evit ur wezh ! Betek pegoulz ? Betek bout dic'houstet ? Ma ra èl Ar Re Yaouank e vo kentoc'h betek ma vo embarzhet an tonioù-se em spered ! Gwell-a-se !
Ar pezh zo, un dra zo iskis evidin: ar strollad Led Zeppelin-se a blij din, mes estroc'h evit din-me hepken e plij. Setu pa vez klasket àr Internet e vez kavet kazimant ur video evit kement sonenn anezhe ! Mes a-benn ar fin (kerzhit da gompren) e kavan gwell selaou doc'h ar bladenn, hep video; muioc'h a-barzh on e-mod-se peurchañs !
Evit gober un tañva, setu, klaskit aze: http://www.youtube.com/watch?v=_swFHp-0_sY
11:10 Publié dans Sonerezh / Musique | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Led Zeppelin, sonerezh, rock, pladenn
21/11/2007
Gwezenn 4

Tuchant e vehe bet taolet d'an dias gete; mes setu bremañ un ti é sevel, fonnapl, e-taldi. Ha chomet eo ar wezenn. Afer o doa, peurchañs, a virout traoù glas pas pell a-zoc'h ar savadur nevez. Marse eo anvet ar savadur: Résidence des chardonnerets pe c'hoazh, Clos des chênes, ha soñjet o deus e vehe mat pas lâret gaouier re vras d'an annezidi, ha leuskel un tamm tra bev en amen d'an ti. Bezvenn gaezh ! Kuzhet vo heol puilh ar c'hreisteiz doc'hti. Mes bras eo, bremañ, ne varvo ket get an diover a c'houloù, ha peurchañs e taolo had, ha peurchañs e tay evned a-barzh memp. Trawalc'h evit eurüsted ar wezenn ? Kerzhit da ouiet !
Evit gwelet ur foto vrasoc'h: ar savadur.jpg
15:30 Publié dans Fotoioù gwez | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
18/11/2007
Tamm Papir niverenn 6
Setu bremañ arru an termen da ginnig, dirak ho taoulagad, niverenn nevez-flamm an Tamm Papir !
Ennoñ e vo moian deoc'h dizoleiñ tout ar gizioù nevez a vBoston, New-York, Paris, Milan... nag ur chañs evidoc'h !
Niverenn 6.doc
10:42 Publié dans Tamm Papir | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Tamm Papir, kazetenn, journal
17/11/2007
Fañtasmoù
Fantasmoù un dastumour-yezh.
Setu amañ soñjoù diwanet ennin pa vezen é labourat bemdeiz àr an dastum gerioù ha troioù lâret e bro an Alre. Soñjoù, pe kentoc'h gweladennoù, hunvreoù, lod anezhe un tamm droch, pe re vrav…
1) Un dolpadenn vojennel : an deiz-se e teuy devadin un den kozh pe ur vaouez n’en doa ket james komzet e brezhoneg er-maez ag e di pe he zi, unan hag a oar muioc’h a draoù evit rac’h kement hini a zo bet gwelet é vale er vro. Souezhusoc’h tra : eñ pe hi a zeuy hep m’am bo pellgomzet dezhañ…
2) Eh on en inizi Tuamotu : dastum a ran verboù dizanav en unan ag ar yezhoù ken brav-se, get ur yoc’h vogalennoù a-barzh (da skouer : Mafutu o taoa, tuhoule a mahabu, sagafu mauna loa…). Mand eo get ur strollad vahineoù kozh e-dan ur wezenn koko, perak pas…
3) Ur ger dastumet genin e-tal peizanted kozh a zo skrapet get ur vandennad skolajidi yaouank (Diwan da skouer) hag a za da vout unan ag gerioù nevez-se a implij ar rummad nevez evit en em ziforc’h a-zoc’h ar rummadoù kent.
4) Ur ger, pe un tolp a gav genin e tegas ur bochad titouroù da ved ar vrezhonegerion : pa soñjan ervad, n’eo ket ken biskoazhkementrallek ar ger-se, pe an tolp-se. Daoulagad ar vaouez kozh eo o deus skoet ma spered, pe he bouezh, ha netra ken !!
5) Kavout a ran ur ger n’eo ket bet kavet get hani, ha neoazh en ur frazenn hag a seblant boutin ; ret eo bout fin eveldin evit pesketaat ar ger-se ! Arlerc’h bout graet un tammig kompren, eo ur ger galleg a oa, ha c’hoazh unan anavet get an holl, am boa fallgomprenet !
6) Ur ger dizanav a gavan : a-drugarez d’an dra-se e komprener orin ur ger e bro-Roumani, o daou a za ag ur ger latin bet ankouaet e rac’h ar yezhoù arall ; pe c’hoazh e komprener a-benn ar fin ur frazenn a oa chomet hep bout komprenet a-c’houde meur a gantved en ul levr skrivet e galleg kozh.
7) Ur pezh mell geriadur ma vo kavet ennañ apeupre rac’h an troioù-lavar pe ar gerioù lâret e brezhoneg komzet, mamm ar geriadurioù bihannoc’h, ha mamm ar skridoù ivez.
8) Geriadur liesyezh an troioù-lavar, get ul levrenn evit pep yezh, hag ar geriadur-se n’eo ket e bal ken ‘met diskoueziñ ijin mab-den, ha reiñ muioc’h a ijin d’ar varzhed a bep bro.
9) Ar ger mil-souezhus en deus un niver a sinonimoù bras-meurbet, ken e c’heller kavout unan nevez bemdeiz get ar memp brezhoneger, ha muioc’h c’hoazh war ar vro a-bezh !
10) Ar ger ha ne faot ket dezhañ bout bac’het en ur geriadur, pep unan ag ar vrezhonegerion aterset a ro un termenadur disheñvel d’ar ger-se !
11) Ar ger anavezet get rac’h ar re gozh pedost ; met pa vez goulennet gete petra a sinifi ho peus ur vinc’hoarzh evit ho respont, ha netra ken ; int a varv, kollet ar pezh a venne ar gêr lâret. Posupl awalc’h e sav ur barzh evit reiñ kalavern peseurt ster d’ar ger ; ha ma ne sav den ebet d’er gober, e vo me, foll èl mand on.
12) Da hanter-c’hant vlez eh an war ar vicher juke-box ! Un den a ro ur pezh moneiz din hag e roan dezhañ sinonimoù ar ger en deus lâret din, pe troioù-lâret hag a sinifi ar memes tra !
Deoc’h-c’hwi da rañjiñ an traoù-mañ e boestoù ma faot deoc’h, pe da zielfenniñ ar pezh a zo àr-dreñv... N’eo ket a-espres-kaer e kouezh àr an niver 12, a zo meur a arouez stag doc’htañ (èl kastelodennoù)…
09:18 Publié dans Lennegezh / Littérature | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : yezh, langue, dastum, collectage, gerioù, mots
16/11/2007
Gwezenn 3

Kellidet he deus e-harz un droñjenn vetal. Doc'h un tu, ur riblennad gouiltron, doc'h an tu arall, ar simant ledet aze get perc'henn an ti tostañ. Un tammig hadenn bezv a oa arruet amañ n'eus ket forzh pell zo, ha setu bremañ ur pemp delenn bennak dezhi. Hag ur vezvenn vras a vo amañ un deiz ? Petra emañ ar blantenn-mañ é c'hortoz ?N'eus nemet un taol dispac'h hag a c'hellehe reiñ an tu dezhi da greskiñ. Tout an dud é vonet kuit ag ar c'harter en arbenn ag un dra spontus bennak; ur brezel ? un dra é tarzhal dre-se ? ur saotradur bennak ? Neuze ne vehe ket un dra dibosupl dezhi sevel ar simant, sevel ar gouiltron, ha gober he hent betek arru en he ment. Pe neuze gortoz ken ne zay un den foll bennak e penn an traoù er gumun, mennet da cheñch ar c'harter penn-dre-benn...
Peseurt spi neuze evit donet da vout bras, neuze, ma ne c'hell kontiñ nemet àr ar freuz hag ar reuz evit donet da benn ? Pa soñjer mat eo an dra-se lod ur bern plantennoù bihan hag a gellid er lec'hioù spontusañ. Unanennoù a c'hounid, ur bochad a goll. Lezenn ar plant.
Ma faot deoc'h gwelet ur skeudenn brasikoc'h: Bezvenn vihan.jpg
10:55 Publié dans Fotoioù gwez | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : gwez, arbres, bezv, bouleau, kêr, ville
15/11/2007
Gwezenn 2

Un tarzhad drez doc'h he zroad. Evel un avelenn-dro a-dreist ar mor, é suniñ, hag é lakaat skumon gwenn da sevel a-us da c'horre an dour. A-dreist, an del du, èl oabl teñval an amzer touforek. Du-hont, er penn arall ag ar park, un dervenn uhel, kamm-digamm he zroñj èl ur luc'hedenn.
Mes petra eo istoer an drez-mañ edan an dervenn ? Aspadennoù ag ur c'harzh bet fondet ? Pe ar peizant ne faote ket dezhoñ e vehe diarc'hen an dervenn-mañ (rak marse e kont an dervenn-mañ, evitoñ, muioc'h evit ar gwez arall; krapet en deus a-barzh pa oa bihan marse) ?
Evit gwelet ur foto un tamm splannoc'h:
Kerambourg 3.jpg
12:10 Publié dans Fotoioù gwez | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : gwez, arbres, barzhoneg, derv, chêne, arnañv, orage
14/11/2007
Gwezenn 1
Amañ e krogan un heuliad pennadoù get foto ur wezenn seul taol, mui un nebeut linennoù...
Ici j'entame une série d'article avec à chaque fois la photo d'un arbre et quelques commentaires...
Ur wezenn, àr he goarigoù, a zo é leuskel un nebeut perennoù àr lein ar vangoer. Nag ur blijadur eviti er gober, a-c'houde an amzer m'he doa hiraezh da vout bras a-walc'h evit gwelet lein ar vur ! Kinnig a ra he fer d'ar mouilc'hi; ne vern ket bras dezhi e vehe ar frouezhaj-se àr hent ar c'hazh mistr.

evit gwelet ar skeudenn un tamm brasoc'h: per ha mangoer.jpg
19:10 Publié dans Fotoioù gwez | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
11/11/2007
Ur levr botanik
A-greiz kalon e c'houlennan geneoc'h ma fardoniñ, kar kinnig a ran deoc'h amañ un diplodokus...
Komzomp ag ul levr ar wezh-mañ. Unan hag a gont pasapl e mam buhez (hag oc'hpenn e kani mam breur). Divinit...petra eo ? "Intron Varia Garmez" ? Pas, tamm erbet memp. "Kammdro an Ankoù" ? Muioc'h ya, met n'eo ket hennezh. Assimil brezhoneg ? Muioc'h c'hoazh, a-dra-sur, met pas. Evit sikour geneoc'h, n'eo ket unan e brezhoneg. Marse e soñjit en ul levr prederiañ, traoù a denn d'ar spered...an Aviel ? Boñ, n'heller ket lâret ne gont ket, sur, met aze oc'h fariet c'hoazh ! "L'Etre et le Néant", get Sartre ? Pas, evit lâret ar wirionez deoc'h, n'am eus ket eñ lennet. Troiñ a rit ho selloù davet bed ar romantoù en-dro: "Vingt-mille lieues sous les mers" ? Ya, eñ en deus plijet din, met n'heller ket lâret en deus kontet kement-se em buhez, nemet am eus desket getañ ur bochad gerioù gallek. Kroget oc'h da fuloriñ; petra eo neuze, lâr deomp ! "Jonathan Livingstone le Goéland" ? Pas ! "Le renard et le chien courant" ? Pas ! "Le Grand-Meaulnes" ? Pas muioc'h ! Aze, e-raok reiñ titouroù deoc'h e lârin bravo deoc'h. N'ouian ket penaos oc'h deuet da benn, met kavet ho peus aze un nebeudig e-mesk ar romantoù a zo chomet e ma spered. Spierion oc'h pe petra ?!
Ale, ul levr skiant eo. Neuze, d'ho soñj ? "Poussières d'étoiles" get Hubert Reeves ? Hum... "Le feu de la terre" get Maurice ha Katia Krafft ? N'eo ket fall..."100 orages faciles à prévoir" get Alex Hermant ? O, o, met e-menn ho peus lakaet ar c'hamera e ma zi ?? Ret vo din diskuliañ petra eo e-raok ma vo anavet get razh ar websurferion roll kuzh ma lennadennoù ! Ar respont: "Les 4 flores de France" get Paul Fournier, embannet bremañ get an ti Dunod. Penaos, 'poa ket kavet ?
Ul levr tev a-walc'h eo, àr-dro 1100 pajenn (550 follennad neuze), àr-dro 3cm x 12cm x 22 cm.
-----------------------------------------------------------------------------------------------------------------
A-barzh e vez kavet deskrivadennoù ag an darn vrasañ ag ar spesadoù plant (nemet ar spesadoù man pe bezhin) a c'heller kavout er Frañs. Un alc'hwez a zo evit dont da benn a reiñ un anv d'ar blantenn a zo dirak ho taoulagad, ha tresadennoù munut ivez. Seblant a ra ponner, skrivet eo bihan, get berradennoù; dister a-walc'h an tresadennoù e-keñver an destenn; a istorioù pe danevelloù n'eus ket en destenn ! Deskrivet vez ar blantenn-mañ-plantenn, ur ger a zo àr etimologiezh an anv skiantel. Ur skouer a roin deoc'h tuchant.
Dilennadus, ne gav ket geneoc'h ? An dra-se a oa bet ma soñj ha-rac'h, p'am boa eñ gwelet evit ar wezh kentañ, e levraoueg skol-veur Gwened. Met a-benn ar fin m'am boa eñ amprestet, marse evit "ar gordenn dev" !...met intereset oan get al louzaou en amzer-se dija ur seurt. Ma mamm eo he deus roet goust deomp da sellet doc'h al louzaou er penn kentañ, kar hi a ziskoueze deomp ar re a anave, meur-a-wezh. Pa oan un tammig koshoc'h am boa sellet e levrig ma mamm: Quelle est donc cette fleur ?", get A. Kosch, embannet e ti Nathan. Sellet ha disellet, lennet ha dilennet, memp ha zoken. an tresadennoù du ha resis a blije din, sur, met barzhoniezh rik an anvioù louzaou oc'hpenn c'hoazh ! N'ho peus ket 'met lenn:
Pimpinelle saxifrage, Spergule noueuse, Parnassière des marais, Herbe au pauvre homme, Marrube commun, Mélilot blanc, Agripaume ou Cardiaque !!
Gortozit, n'eo ket achu...Stumm an deskrivadennoù, renket a-vannoù diàr choaz an aozour, o lak da vout heñvel doc'h haïku-ioù dispar; just èl pa vehe ret renkiñ ar frazenn-mañ en ur bann strizh: Moteur multicycle à vibration hélicoïdale contrôlée.
moteur multicycle
vibration hélicoïdale
contrôlée
(N'ho po ket bevennoù ar bannoù siwazh din, ne zeuan ket a-benn d'o gober get ar mekanik daonet-mañ).
Heñveloc'h eo doc'h ur varzhoneg dija ? Hag aze ?
panicules
déployés
fleurettes
en étoile
cymes
multiflores
5 sépales
capitule
isolé,
terminal,
en collerette
grappe de
fleurs
alternantes
Goulenn a rit c'hoazh ? Lan eo al levr ag ar barzhonegoù-se ! Aze oa deskrivet stumm ar bokedoù. Daou skouer bremañ tennet ag ar bann "forme de la feuille":
vert d'herbe
lancéolée
pointue
allongée,
poils rudes,
amincie en
pétiole
C'hoazh, c'hoazh, a c'houlennit ! Tri skouer tennet ag ar bann "Particularités":
tige à demi
gisante
fleur s'ouvre
le soir, tige
velue par
touffes
fleur dioïque
radicelles
du centre
enflées en
tubercules
Biskoazh !
Marse zo lod ac'hanoc'h hag a gred eh on é farsal, met tamm ebet ! Evit gwir, aze e kavan biskoazh brav ar varzhoniezh-se, ken on techet da renkiñ al levr-se e-tal ma levrioù Rimbaud ha Verlaine, just e-tal Les orchidées des dunes calcaires du Devonshire.
Ret eo din anzav, aze, ur seurt:
1) n'am eus nemet ul levr Rimbaud, hag unan Verlaine (an daou a blij din horrol)
2) brav eo an titl Les orchidées des dunes calcaires du Devonshire, met al levr-se n'eo ket em dalc'h.
3) e-tal Rimbaud pe get, e vo ret din renkiñ al levr-se en ul lec'h bennak, un deiz bennak !
Ha tout ar skouerioù am eus diskouezet deoc'h uhelloc'h a oa tennet ag ur bajenn hepken !!
Setu c'hoazh unan (Marianna) evit ho plijadur, honnezh zo tennet ag ur bajenn arall:
rhizome
rameux en
forme de nid
d'oiseau
Soñjal a ra din 'm behe graet gwell komz ag al levr-mañ kentoc'h evit ag al levr arall...met boñ...pa soñjan mat, a-hent-arall, ar wezh kentañ ma vo goulennet genin "Ha pa vehec'h kaset d'un enezenn digenvez ha goulle, ma n'hellehec'h ket kas ken 'met ul levr, peseurt hani a vehe ?" e ouiiin petra respont bremañ: "Quelle est donc cette fleur ?" E-mod-se e kasin rac'h ar varzhoniezh-se, ha rac'h an natur-se àr-un-dro, genin.
Ul levr arall am boa prenet ur wezh e kastell Trevarez, un tammig er memes stil (pas barzhoniezh-rik, hennezh): "Flore des campagnes" (e ti Gründ). Skeudennoù e liv ar wezh-mañ. Ar skeudennoù-se, ar gerioù-se a oa kroget da intriñ ma fenn pa 'm boa kavet al levr "Les 4 flores de France".
Aet ma breur hag amprestiñ al levr neuze, ha aet da foetal bro àr ar maezoù neuze. Goude bout prederiet un tammig sur-awalc'h hor boa divizet kas al levr ponner geneomp er c'hoadoù, en desped d'ar riskloù a oa d'e gousiiñ. Burzhud ! Get al levr-se e oa posupl dizoleiñ anv ul louzaouenn, e-mod-se ! Un dro-vale pe ziv get al levr, dizoloet un nebeudig plantennoù, ha setu ni kontant. Un tammig àrlerc'h hor boa graet ar memp tra, hag un tammig àrlerc'h c'hoazh...Gast, talvoudus eo al levr-mañ, a soñjemp muioc'h-mui. Ar blez-se, neuze, hor boa tolpet hon argand godell, ni hon daou, ha aet ha preniñ ur skouerenn. Graet oa...ha n'hon eus ket bet keuz ! Bet eo geneomp e-kerzh hor pourmenadennoù stank en amzer-se, e-pad ar vakañsoù er menezioù ha tout. Badezet e oa bet un deiz ma oa bet glav bras é tonet en-dro ag al "Lac bleu" er Pireneioù.
Ma faot deoc'h, tostait da dañvaat un tammig ar pezh a raemp hag a raomp get ar "Petit Albert mod nevez" –se. Un alc'hwez bras eo (kani ar baradoz vihan?), da lâret eo un alc'hwez dikotomek (poil aux Aztèques). Ret eo choaz, bep taol, etre daou dra.
Da skouer: 5 sepalenn en deus ar boked, peotramant 4 ?
C'hwi a sell neuze doc'h ar blantenn da anavezout, ha neuze e choazit (afe, pa c'hellit).
Ma choazit pemp: en em gavout a rit dirak ur serten goulenn, ha ma choazit 4, dirak ur goulenn arall. A c'houlenn da c'houlenn e ya da vout resisoc'h hag e tostait doc'h anv ar blantenn. Setu ur skouer tennet ag al levr:
Calice renflé en ballon (surtout après la flor.) à 20-30 nervures..................................série I, p. 317
Calice non renflé en ballon, gént rétréci à la base, à 10 nervures
Calice entièrt glabre..............................................................................................série II, p.318
Calice pubescent ou velu
Carpophore plus court que la capsule, parfois nul
série III, p.321
Carpophore au moins égal à la capsule
série IV, p.324
Carpophore de longueur indécise
série V, p.326
Neuze? C'hwi a evo ar c'halisad "jusqu' hallali", get ar c'harpophore de longueur indécise-mañ !!
An deorienn a oa; an implij ag al levr a zo liesseurt.
An alc'hwez bras a c'hell bout kroget ag ar penn-kentañ tout anezhañ, an dra-se a c'hoarvez pa ne ouiit ket tamm erbet petra eo ar blantenn. Ha gwezh-a-vez e kerzh ! Deuet omp da benn ur wezh bennak da gavout ul louzaouenn e-mod-se, ha plijus-meurbet eo.
Met d'al liessañ e ouiomp dre vras dre vras petra eo hag e klmaskomp tre-g'an-hent e pajenn ar familh, pe ar jener (ar skiantourion o deus renket ar boudoù bev e kombodoù, evit gwelet sklaeroc'h e bed ar boudoù bev, met ar c'hombodoù-se n'eus anezhe nemet evit spered an den). Ha goude, ur wezh arru get ar bajenn vat e krog c'hoari an alc'hwez en-dro, betek kavout.
Meur-a-wezh, hag aze e vez ar plijusañ, e ouiomp anv ur blantenn, a-benn p'he gwelomp, doc'h an dailh anezhi !! Neuze e teua sklaerder ur vousc'hoarzh àr hor begoù, 'st èl pa en em gaver get ur mignon n'ho peus ket gwelet a-c'houde un tammig zo, hag a anavezit raktal er ru ! Geo, tre an dra-se...Hag a-drugarez da betra omp gouest da ouiet en un talo petra eo ? A-drugarez d'an daou levr barzhoniezh arall (hag un nebeudig re arall ivez), ha d'o skeudennoù, hama !
An alc'hwez daonet a vez implijet e-dan kalz-a-vern peseurt amzer (nemet ar glav ur seurt). Ha gwell eo bout daou, unan é lenn, hag unan é sellet doc'h ar blantenn. Ha ne gredit ket ket e vez diskennet get an alc'hwez ken aes ha tra. Gober a raomp èl ma c'hellomp evit dont da benn. Dre gaer pe dre hêg. Gwezh-a-vez e kav geneomp eo ar blantenn-mañ-hag-ar-blantenn. Neuze, e-lec'h diskenn get an alc'hwez e krapomp...da welet ma klot pe get. D'al liesañ kalz-a-vern penaos e krapomp hag e tiskennomp estroc'h evit ur wezh evit kavout, ken eo heñvel al levr doc'h ur milendall.
Da skouer pa vank deomp un elfenn. Lakaomp eo ret choaz "Fruit noir" pe "Fruit rouge" ha n'eus ket frouezhenn erbet. Neuze e sellit an daou choaz posupl hag e yit get an daou hent. Pa en em gavit en un hent-dall e vez ret deoc'h monet àr ho kiz ha klask gouiet e-menn ho peus graet ur fari. Al lennour a vez hujaotet gwezh-a-vez get ar sellour: "Puten ! Perak t'eus ket lâret koulsoc'h an dra-se din !?". Ken e teua an abadennoù dirak ur blantenn da vout tenn a-walc'h.
Dre forzh implij ar benveg-se e teuomp da vout "fisel" un tammig. Ha pa vehe kontrel ar pezh a welomp doc'h ar pezh a zo skrivet el levr e choazomp an hent-mañ-hent ur seurt, hag en achumant e kavomp. "Détermination à la mitraillette" a vez graet ag an dra-se e galleg, pe c'hoazh "flair du botaniste" ! Ret eo diferiñ, interpretiñ an destenn ha pas heuliiñ an alc'hwez ger-ha-ger.
Ar reolennoù pennañ zo, kalz-a-vern penaos, ar re-mañ:
- Bout onest a-walc'h evit lâret "N'hon eus ket kavet", pa vez gwir.
- Ur wezh kavet deoc'h un anv, e vez ret gwiriekaat an traoù, sellet ma n'eus ket ur spesad arall el levr hag a gouch gwell, ha derc'hel soñj e c'hellit fari.
- Ar feson m'ho po kavet an anv ne vern kement-se ma toujit d'ar reolenn kent.
Chom dirak ur blantenn e-pad ur c'hard-eur peogwir ne faot ket dezhi lâret he anv, ha tout an natur en-dro deoc'h a-hent-arall, a zo un dra hep e bar. Petra lâret ? "Nag emmerduset, met na plijuset àr un dro !", ar pezh a glot get ar c'hrennalavar gallek mil-anavezet "Plus c'est chiant plus c'est marrant".
Moien a vehe din kontiñ dre ar munud an troioù-kaer graet geneomp e-kerzh hor pourmenadennoù, met hir eo dija an diaoul a destenn-mañ a gredan !! Hag emañ ret din goarn danvez evit ma buhezskrid oc'hpenn kement-se...
Ar-un-dro am eus keuz d'ar mare-se ma tizoloemp spesadoù brudetañ ar c 'hornad me ha mam breur. Dibaotoc'h eo bremañ eo an degouezhoù ma kavomp louzaou nevez hag aes a-walc'h da anavezout àr-un-dro (ar plant-dour, pe ar geotennoù, a c'hell bout torr-penn bras !) Met n'eo ket torret em c'hreiz an c'hoant da zizoleiñ ar boudoù-se, bout ma n'am eus ket mui kement-se a amzer. Evit prouiñ an dra-se din-me ma unan am eus prenet ur skouerenn a "Les 4 flores de France" ar blez tremenet (an all zo aet get mam breur) !
N'hellan aliiñ nemet un dra deoc'h: kerzhit c'hwi ivez da glask louzaou dre ar vro, pas marse get "Les 4 flores de France" a-benn, met get ul levr skeudennet brav da gentañ, peotramant un den hag a anav un tammig ar bed-se, n'ho po ket keuz. Ar pezh a zo, seul vuioc'h e anaver a louzaou, seul boaniusoc'h eo deoc'h pa zeuont da vout dibaot, met an dra-se zo lod tout ar c'harantezioù...
Dick Panterra, a Nagram.
(dont a ra da vout filozofel en achumant...!)
15:11 Publié dans Natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : natur, nature, boketoù, plant, fleurs, levr, livre
03/11/2007
Tamm Papir niverenn 5
Setu arru niverenn 5 an Tamm Papir, deoc'h-c'hwi d'en dizoleiñ bremañ !
Niverenn 5.doc
12:02 Publié dans Tamm Papir | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Tamm Papir, kazetenn, journal, gourmarc'had, guitare







