« 2007-11 | Page d'accueil | 2008-01 »
30/12/2007
Blead mat
Blead mat d'an holl a za da welet ar blog-mañ !
Una plan bona annada a tots los que vienon veire aquest blog !
Bonne année à tous les visiteurs de ce blog !
Un ton daet a n'ouian ket e-menn evit monet get ar blez nevez:
Una musica venguda de sabi pas ont, per l'annada navèra
Un air venu de je ne sais où, pour l'année nouvelle
ton ar blez nevez.wav
13:55 Publié dans Filozofiezh / Philosophie | Lien permanent | Commentaires (1) | Envoyer cette note | Tags : buhez, vie, vida, life, Leben
27/12/2007
Tamm Papir niverenn 9
Blezad mat holl d'an dud !
Setu arru niverenn 9 an Tamm Papir àr ar blog-mañ, peadra da lenn e prantad ar gouelioù...
Padrig
Niverenn 9.doc
10:59 Publié dans Tamm Papir | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
14/12/2007
an tablâ
Setu ar wezh-mañ ur fichenn a-ziàr ur benveg sonerezh a vro India, an tablâ; deoc'h-c'hwi d'ober ho mad ag an dra-se; an dresadenn n'eo ket bet graet genin-me, he zapet am eus àr ar rouedad.
Tablâ.doc
08:44 Publié dans Fichennoù kelenn | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : sonerezh, musique, tablâ, benveg, instrument
10/12/2007
Monet
Krogiñ a ran amañ get ur rummad fichennoù hag a zo a-barzh titouroù hag a c'hell bout implijet er skolioù. Netra dispac'hel, amañ eh eus just pennadoù get un nebeut skeudennoù, ha netra ken, kinnig ebet a-fed pedagogiezh na netra !
D'an dud intereset da denniñ akuit anezhe...
Da grogiñ e vo ur fichenn diàr-benn Monet hag an Impressionnism
Monet.doc
17:24 Publié dans Fichennoù kelenn | Lien permanent | Commentaires (1) | Envoyer cette note
Tamm Papir niverenn 8
Arru eo an Tamm Papir nevez àr ar blog-mañ ! Un digarez evidin da vrudiñ ar gazetennig, hag a zo kempennet get ur bare tud gredus, kuzh ha diglod !
Evel ma lâr ar c'hrennlavar
Ar soubenn a chom diglod
Betek ma vez tennet ar golo diàr ar pod
Paour-kaezh krennlavar, ma vehe bet anezhoñ e-raok, ne vehe ket bet ret din en ijiniñ !
Setu an niverenn: Niverenn 8.doc
Ma faot deoc'h resev doereioù pa arru an Tamm Papir nevez, kasit ho mail din dre ar c'hommentaire !
09:55 Publié dans Tamm Papir | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Tamm Papir, kazetenn, journal, blog, soubenn, dicton
08/12/2007
Ur varzhoneg
Lâret em boa e oa fiskal an traoù
D'ar re a grede e oa achu pep tra
Ar re a grede dija e oa fiskal an traoù
O deus ma c'hredet
Ha n'o deus ket bouljet
Lâret em boa e oa achu pep tra
D'ar re a grede e oa fiskal an traoù
Ar re a grede dija e oa achu pep tra
O deus ma c'hredet
Ha n'o deus ket bouljet
09:35 Publié dans Nijadeg barzhonegoù / Poésie | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
07/12/2007
Gwezenn 6

Petra a lâr deomp ar beg-mañ ? Perak eo kamm èl-se ? Un dra bennak a zo bet er penn-kentañ, un dra tost a-walc'h doc'h un droug, pa oa bet graet an troc'h er wrizienn. Ha neuze ? Daoust ha chomet zo roudoù ag ar pezh zo bet gouzañvet get ar wezenn, pe ankouaet he deus tout a-c'houde pell ? Gwir eo e kav repu pe boued an amprevaned en toull-se. Marse e tiwano ur blantennig, ur wezennig a-barzh. Da c'hortoz, an diwezu koad a dosta an eil doc'h eben, difonn; n'eo ket sur tamm ebet e stagint un deiz.
An den trist a soñj é tremen penaos ar beg-se zo lan a c'hlac'har don, teñval, euzhus.
An den savet a-enep ar roue Kreskañs ekonomikel a soñj é tremen penaos e huch ar beg-se: "TRAWALC'H !"
An den treuzet get ur gaouad fent a soñj penaos e c'hoarzh ar wezenn, leizh he beg, é welet traoù digomprenapl en-dro dezhi.
Diaes eo lâret get piv emañ ar wirionez; get ar wezenn emezit ? Marse, mes honnezh a chom mut !
Evit tapout ur skeudenn vravoc'h:
Gwrizienn.jpg
22:40 Publié dans Fotoioù gwez | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : gwezenn; arbre; la croissance donc l'emploi
05/12/2007
Ur sinadeg - Une pétition
Evit ur wezh e lakaan ur sinadeg amañ àr mam blog, pendeogwir eo un dra a-bouez,
Une fois n'est pas coutume, je mets une pétition sur mon blog, parce que c'est particulièrement important,
Ra sino neb en do c'hoant d'ober,
Que signe qui le veut,
http://div-yezh.org/article.php3?id_article=870
Per un cop que bouti ua peticion suu men blog, pramor qu'es d'importancia,
sinatz se voletz,
PS: le texte de la pétition est en français plus bas
lo texti de la peticion que poiretz legir en francès mei baish
A galon,
Coralament,
Cordialement,
18:04 Publié dans Politikerezh / Politique | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : breton, occitan, république
04/12/2007
Gwezenn 5

E penn kentañ miz Eost n'eus ag ar wezenn-kiriz nemet ur c'horf askornek ha dizel. Un toull evit leuskel an hañv touforek, ha lan a zel betek re, da analiñ ?
Pe un toull evel toull ur boled, a lakay an hañv da ziwadiñ betek ken ne gollo e vuhez ?
Evit gwelet spisoc'h ar porteled:
Gwezenn kiriz.jpg
17:20 Publié dans Fotoioù gwez | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : gwez, arbres
03/12/2007
Penaos tapout an Tamm Papir hep koll amzer ?
Marse e lennit an Tamm Papir get plijadur pa arru àr ar lec'hienn-mañ ?
Marse ho peus traoù arall d'ober estroc'h evit bale àr ar lec'hiennoù Internet hep klask netra resis ?
Neuze kasit ur mail din ha me a gaso doere deoc'h seul gwezh ma arruo an Tamm Papir !
drean.patrick2@wanadoo.fr
eo ma chomlec'h internet
10:52 Publié dans Tamm Papir | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note







