« 2007-12 | Page d'accueil | 2008-04 »

06/01/2008

En-dro d'ar mikro

Setu un tammig danevell evit krogiñ get ar blez nevez....

En-dro d'ar mikro.


Da seizh eur hanter pe dost eo savet Herri Takus en e blomm ar mintin-mañ, pikouz en e zaoulagad ha kaod en e veg. An neizhour e oa c'hoazh é lenn get entan al levr nevez-embannet "Buhez Arsène"; ul levr eñvorennoù arre, sur, met karg' a draoù da zeskiñ a-barzh, a-zivout buhez al laeron saout e reter kornad Montroulez e fin ar XVIIvet kantved; hag ur brezhoneg ken flour, ma zud kaezh, ken eo chomet betek kreisnoz hanter é troiñ ar pajennoù.
Bremañ avat emañ ret dezhañ gober difrae, rak deuet eo tro eizh eur hanter d'em ziskouez e penn spleitenn alaouret e vontr nevez...an termen da selaou enrolladenn diriaou...an tokarn àr e zivskouarn, ha setu. Krog eo da glask, e-mesk bourbouterezh plijus ar pemp kañfard a barrez Plougorz, ar mein presius emañ àr o lerc'h a-c'houde un nebeut blezadoù. Peseurt mein presius ? Sot eo Herri get ar gerioù dibaot, get an troiennoù ne vezont ket klevet bemdeiz. Ha setu ar pezh a c'houlenn eñ gete; ha gober a ra an traoù-se get un hentenn dezhañ e-unan: hentenn ar marc'h-mul. Da lâret eo, distilhiñ e c'houlennoù èl ur vindrailherez; a-wezhioù e vezont tolpet dre o ster hag e ya a-kerzh gete, met d'al liesañ e ya a-bep-eil-penn gete: eñ a choaz ar goulenn a seblant dezhañ bout danvez ur gavadenn d'e heul, ha mat pell zo ! goulenn ha goulenn...
Mil-gontant e vez pa gav traoù dic'hortoz dreist-holl: ur ger kozh ne grede ket e veze anavet er bastell-vro...ur ger dianav get ur penn gallek neoazh...unan hag a ra dezhañ soñjal en unan arall er yezh-mañ-hag-ar-yezh...ha, gwelloc'h c'hoazh, ur ger ne oar tamm ebet a beseurt tok e c'hell bout sortiet. E huñvre kuzh: kavout ur ger deuet tre-g'an-hent ag an tamazight, kaset get ne ouier ket an diaoul peseurt micherour ag ar C'habili deuet da Vreizh.
An enderv-mañ e vo get skipailh bourc'h Lannoc'h, ur skipailh hag a blij dezhañ ken-ken; tud kozh ha yac'h a spered, prest da glask en o eñvorennoù ar bommoù-yezh o deus klevet amañ hag aze; pet ha pet ger en deus klevet gete ! Ha dreist-holl get honnezh hag a anav he yezh ker mat ! Ur souezh penaos e c'hell deskiñ un dra bennak dezhañ kazi bep taol ma komz...Trawalc'h eo dezhañ lâret ar pezh en deus klevet get an den-mañ-hag-an-den: ma anav ar ger e tisplego splann petra a sinifi, betek lâret ar gerioù deveret...a-hent-all e lâro ken splann n'he deus ket biskoazh klevet ar ger, hep ankouaat lâret daou pe tri ger hañval, èl pa vehe ar geriadur en he fenn. Hag ur vouezh flour dezhi, dreist-holl pa bleg he fenn da siliñ, en e skouarn, ur berlezenn-yezh. Fent ha furnezh mesket en he farlandoù...Ha daoulagad ! Ya, a-dra-sur, ma vehe bet ganet 40 vlez abretoc'h e vehe bet àr he lerc'h en devehe bet redet, e vehe bet dirak he dor o devehe bet sec'het ar boketoù degaset getañ !
Div eur nemet kard, emañ é soursial àr-dro e zafar. N'eus ket afer a leuskel netra àr he lerc'h, èl an deiz-se ma oa bet get herr ha c'hwez é pourchas pladennoù er supermarc'had tostañ, da lakaat e bouzelloù e vekanik !
Prest-kaer eo bremañ, mont a ra en e oto, skriv a ra ar c'hilometroù àr e garned, hag a-benn da di Fin, lec'h ma vo tolpet an dud.
Ur wezh du-hont, goude bout saludet e gouvidi e krog da ziluziiñ neudennoù e vekanik. E-pad an amzer-se e arru an Intron. Salvet ! Ha pemp munutenn goude e tibun e c'houlennoù kentañ. Nec'het èl kustum, em c'houlenn a ra, mechal ma tegouezho ar burzhud ur wezh c'hoazh ? Goude un hanter-euriad labour eo disammet e spered. Kavet zo bet dija daou ger n'anave ket, ur propoz, un istor lous, ha resisadurioù a bep seurt àr an traoù bet kavet e lec'h arall. Daoulagad an Intron n'o deus ket chañjet, sellet en deus dija estroc'h evit ur wezh en o c'hreiz, evit bout sur.
N'eo ket get displijadur e wel ar gwin ruz é tostaat. Ar wezh-mañ (ne vez ket gwir bep taol) e sikouro an dud da gavout muioc'h a draoù c'hoazh, damsantout a ra an dra-se. Lipat a ra e vanne. Ar gwin-mañ: un dapenn !
Goude pemp munutenn c'hoazh eo bamet é teskiñ gete e sinifi "Kochonet eo ar gazhez gete" : "tapet o deus ur bourd, ur c'hoarzhadeg". Gwelloc'h-gwell. Goude div-pe-teir c'havadenn nevez em sant prest Herri, labouret mat en deus, da lâret ur sorbienn d'e dro, peadra da lakaat daoulagad e vignonez kozh da luc'hiñ muioc'h. Un tammig druz an traoù, marse, en ur brezhoneg hachet, posupl a-walc'h, ha luziet e varbotaj getañ, maleürus ! N'eus ket a gompren d'e fidorienn, ken e lâr an Intron:
— Aziwèmbarhikreizeundikonnvah !
— Petra ? eme-eñ get sell ar jiboesaour, n'am eus ket komprenet. Lâret hoc'h eus un dra n'am eus ket komprenet, lârit en-dro...
— Aziwèmbarhikreizeundikonnvah !
— Aze eh omp barzh..an dra-se m'eus komprenet, met petra zo goude ?
— N'ouian ket re petra eo ar gerioù-se; ma mamm-gozh eo a lâre an traoù-se. Un deiz (. . .) blablabla (. . .) ha setu hi ha lâret deomp: "Aziwèmbarhikreizeundikonnvah !" An dra-sen a venn lâret apeupre "n'eus ket penn ebet d'ar c'homzoù-se".
— Gortozit. Selaou a ran en-dro ar pezh e teuan a añrejistriñ geneoc'h...Ya, an dra-sen eo: "barhikreizeundikonnvah", barzh e kreiz an "dikonnvah"...petra a c'hell bout ?
— Geo,
eme an hani koshañ ag ar strollad, ur penn roufennet dezhañ, ha memp gourmitet èl ma lâront, daoulagad kaerell kuzhet a-barzh e fas.
geo, m'eus soñj bout klevet, g' ar re añsien, "Daomp d'ar iowva", evit lâret monet d'ar prad.
— D'ar yeotva ? N'eo ket posupl...met neuze...
— Ha int a lâre meur-a-wezh " Be zo un evnig a-barzh er c'hogusva du-hont", en aer ag an amzer, te oar a-walc'h.
— O ! Met neuze...
— Ha lâret vez bet c'hoazh "Daomp d'an Duiva", evit lâret "monet d'an iliz", ha memp, hi, hi...'añrejistrez ket ur sort ? int a lâre memp gwezh-a-vez "Daomp d'ar fourchva", evit lâret "monet a-barzh er gwele d'ober...d'ober o c'hoari", tiens !
— . . . !
— Ya da,
eme an Intron
ya da, m'eus me klevet an traoù-se lies.
— Ha me ha-rac'h
eme Chim,
int a ouie lâret o zraoù, ar re gozh !!