« Un dra nevez | Page d'accueil | Frazennoù 2 »

22/05/2008

Frazennoù 1

E-plas krogiñ get ur rubrikenn nevez e vehe gwell derc'hel get ar re a zo bet boulc'het, a lârit, hag emañ ar wirionez geneoc'h... mes kement ha reiñ lañs da mam blog en-dro e roan deoc'h da dañva frazennoù am boa notennet pell zo àr ur c'harned, deoc'h d'ober ho mad anezhe. Setu dek da gentañ:

1 - « Ind e vourbouté énep d’er pentiegeh » Aviél er sul, Olliero
Int a vourboute enep d’ar penntiegezh
Bourboutal a-enep da ub : rouspéter contre qqn
2 - « …é séhezant, goal n’ou doé ket a zoustér » idem
… e sec’hezant, gwall n’o doa ket a zouster
gwall n’o doa ket a zouster : abalamour ma n’o doa ket a zouster
3 - « skopet e vo dohtou » idem
skopet e vo doc’htoñ
skopiñ doc’h unan bennak : cracher sur qqn
4 - « ean atersas petra oé en dra zé » idem
eñ a atersas petra e oa an dra-se
il demanda (à des gens, moarvat) ce que c’était
5 - « …e hourdrouzé getou eit el lakat de daù » idem
… a c’hourdrouze getoñ aveit er lakaat da dav
gourdouziñ get unan bennak : rabrouer qqn
6 - « Mes ean e grié hoah paut kriùoh. » idem
Mes eñ a grie c’hoazh paot kreñvoc’h
Paot kreñvoc’h : ur bochad kreñvoc’h
7 - « Hennen é me mab a garanté » idem
Hennañ eo ma mab a garantez
Ma mab a garantez : mon fils que j’aime
8 - « penaos vou d’é rouanteleh chom én hé saù. » idem
Penaos e vo d’e rouantelezh chom en he sav
Da lâret eo « penaos e vo posupl d’e rouantelezh chom en he sav »
9 - « Jezuz hum dennas enta ar er mañné. » idem
Jezus em dennas enta àr ar manez
(En) em denniñ : se retirer (dans un endroit)
10 - « Bout e oé un troh géaut én tachad hont » idem
Bout e oa un troc’h geot en tachad-hont
Il y avait beaucoup d’herbe là-bas (nemet hag e vehe : On fauchait l’herbe là-bas ?)

Ur fari bennak a vehe a-barzh ? Lârit din hep doujiñ er gober !

Ar frazennoù-mañ zo tennet, lod-kaer anezhe, a levrioù relijiel, mes moian zo o implij, an darn vrasañ anezhe, e degouezhioù arall ag ar vuhez !