« Ur gonifl er c'hogus | Page d'accueil | Gwezenn 7 »

16/06/2008

Haïkuioù niverenn 9

Setu un heuliad haïkuioù oc'hpenn (atav ag ar memes blez), ma n'ho peus ket bet ho kwalc'h anezhe); eh omp é tostaat doc'h an notenn niverenn 100 àr ar blog-mañ: petra d'ho soñj a vehe brav gober evit lidiñ kement-se ?

A-hent-arall, ma faot deoc'h gwelet an haïkuioù bet kaset e-raok, setu int renket er rummad haïkuioù bremañ

Linenn wenn
Dirak linenn Groe
Mor bev
Gwelet a ran ar spoum àr ar mor evit ar wezh kentañ, An Arvor, 14 02 2006

Bod fuloret
Treset g'an avel
E stern ar fenestr
An Arvor, mintin, digoret 'm eus an abevantoù, 15 02 2006

Sanderling
En e unan
War vord un devezh glav
An Arvor, àr ar c'hae, e-dan ar glav, 15 02 2006

An dour
Ho rouantelezh gris
N'eo ket aet da gêr-Is !
Devezh glav, 15 02 2006

Gouloù gris
Teñval a-dreñv
Kumulonimbusenn an noz
Serr-noz, Brec’h, 16 02 2006

Dre-mañ en-dro
Kenseurted o blev skraboilhek
Roñfled an dour nevez
Kumulonimbused, Brec'h, pell zo ne oa ket bet anezhe ! 16 02 2006

Peder dridienn
Ganet àr ar stign
Eme ar fenestr
Enderv-noz, An Arvor, e tan just a zigeriñ ar fenestr, 17 02 2006

Serr-noz, dour a-spign
Er gwiskad gris
Toull ebet
Brec'h, 18 02 2006

Delenn ebet c'hoazh
Diskar-amzer
Er bizigoù kenaou
Pluvergad, 3eur30 goude merenn, 19 02 2006

Ront dispis
Er gris sklaer
Malvenn gris teñval
Manez a gas da Bluvergad, é tonet a Wened, an heol hag ar c'hogus, 19 02 2006

Kogus torosennek
Bandenn àr-dreñv
Glas prizius
Kened ar glas-se, just ul linenn e-mesk ar gris, enderv, Brec’h, 19 02 2006

Klezeñv yen ar c'hogus
An avel
Ne c'hoarzh ket ken
Plañvour, An Arvor, enderv-noz, 20 02 2006

Duoc'h-du
Gwask ar c'hogus
War garrez ar fenestr
Plañvour, d'enderv, 20 02 2006

E-mesk dilhad haleg
An avel yen
Ur pigos melen-koar
Moualc'h, An Arvor, 1eur 45 d'enderv, 21 02 2006

Heol dirak
Ha, plaen
An houlenn hag he zrouz
An Arvor, 1e30 d'enderv, 21 02 2006


Kouezhet diàr neizh
Ar yenion dislivet
Glav an enderv-noz
Plañvour, enderv-noz, 22 02 2006

Krapout en-dro
Pawioù chas
War an traezh
An Arvor, serr-noz, 22 02 2006

Gris plaen
War-bouez
Faoutoù melen roz
Seblant erc'h, yen-ki eo, 23 02 2006

Mor brizh-gwenn
Soñj an enezennoù
Skornet du-hont
Mintin, An Arvor, 24 02 2006

Pinenn vras
E-kreiz dañs-tro
Ar garzhoùier
Pleskob, tro vale, 25 02 2006

Avel sil
E torosennadur
Ar garzhoùier
Pleskob, 25 02 2006

Saout
Hag o livioù
Mesk ha mesk
Pleskob, 25 02 2006

Avel sklas
Lagad orañj Aldebaran
Gwalc'het a-nevez
Noz, 26 02 2006

Lagad Aldebaran
Pell en tu-hont
D'hon avelig yen
Noz, 26 02 2006

Komzoù en ti
Bourboutenn é saludiñ
E heol an diavaez
E-pad ma komzan get plac'h ar radio, ti an Arvor, 27 02 2006

Ma anken foll
Ha didalvout, an oabl
Ken glas e-mesk ar c'hogus
Plañvour, goude merenn, 28 02 2006

Taol troad en oabl
Ur meskaj
Brini-tour ha dubeed
1eur d'enderv, iliz Plañvour, 28 02 2006

Huchadenn ar gegin
Kontell er vemor
Goelan spontus an noz
Plañvour, goude un hurlink, 28 02 2006