« Haïkuioù niverenn 9 | Page d'accueil | Haïkus n°5 »

19/06/2008

Gwezenn 7

58b1167734fb52fe7df708108f1184d2.jpg


Ur steudad platan eo, netra suroc'h. Bet plantet an holl àr-un-dro un deiz bennak. C'hoarezed marse, bet hadet ar memes deiz er bopineg. Pe c'hoazh zoken, kloned èl mand eo ar pupli Itali, holl vreudeur klonet anezhe !
Skeudenn dristik un niver bras a draoù hañval, tristoc'h c'hoazh en arbenn mand int boudoù bev. Ha neoazh, pa seller mat, ha pa vehe an hevelep jenoù gete holl, ha tost-mat o lec'hioù-beviñ dezhe, marse n'eo ket ken hañval-se o buhezioù ? Etre ur blatanenn hag un all amañ, eh eus moarvat diforc'hioù hervez ar plas o deus gounezet a-hed ar blezioù get o barroù. Moarvat zo lod en o mesk hag a dap muioc'h a heol evit ar re all, hag a guzh marse an heol doc'h re arall, tammigoù. Darvoudoù ar vuhez o deus, marse, merket diforc'hioù etreze ? Lakaomp e vehe bet skoet unan d'ur gamion, ha drailhet he c'hlor. Pe unan arall a vehe bet diholpet fall, ken na oa bet gwanaet... Mes ar brasañ diforc'hioù a vo kavet, peurchañs, edan an douar, e-kuzh d'an holl. Pe re a zo strommet get tuellennoù é tremen edan dezhe ? Pe re a vez legeannet o gwriziad get re ar brousgwez a weler e-talde ? Pe re a zo plaset mat e-keñver an dour a zever en douar goude ur gaouad fall-amzer ? Un den a c'hell bout ur sant ag an dra-se é sellet a dostoc'h doc'h o yec'hed, braventez o fennad del. Ar pezh ne raimp ket amañ. C'hoant am boa just ho lakaat da soñjal e c'heller kavout an dishañvalded lec'h ma ne seblanta ket bout. Evit pleustriñ àr an dra-se, ur boelladenn evideoc'h. Kerzhit betek ar renkad gwez tostañ doc'h ho ti; pupli, pin, platan, skav-gwrac'h, ne vern. Roit un anv da bep unan anezhe, ha klaskit e-pad un herrad, ur miziad lakaomp, derc'hel soñj ag o anvioù, ha sellet doc'hte dre unanennoù, get he fenn dezhi, he buhez dezhi. Peseurt efed a c'hell disoc'h ag ur sort amprou ? Ne ouian ket fasipl, mes peurchañs ne selloc'h ket mui er memp mod penn-dre-benn doc'h ar gwez goude. Na marse zoken doc'h an dud, piv a oar ?

Evit sellet doc'h ur skeudenn brasoc'h ha bravoc'h:
Steudad platan en Oriant.jpg