« 2008-06 | Page d'accueil | 2008-08 »

29/07/2008

Un ton hag ur vandenn dreset

Setu amañ an ton en doa ma broudet da skriv ar pennad diwezhañ "Amzer ar CDioù", kerkoulz eo ho lakaat da brofitiñ ivez; domaj eo avat n'hon eus ket penn-kentañ tout ar sonenn. Lod a drido doc'h er c'hlevet, meskaj etre melkoni ha nerzh daonet anezhoñ; ha marse pendeogwir, èldin, int bet gwerso hep er c'hlevet. Lârit din: sonet e vez c'hoazh an ton-mañ gete ur wezh an amzer ?

Setu enta ar liamm:
http://www.youtube.com/watch?v=Fo-V_OYfMAg

Ha setu bremañ un dresadenn savet get ur c'hamarad d'an Tamm Papir... pe ur laer hag en deus c'hoant da dapout ar yoc'h argant a vo dastumet, edan berr, pa vo gwerzhet produioù deveret An Den hep Stumm ? Gwelet e vo en amzer da zonet... setu atav ar vandenn dreset:

an den hep stumm hag e gamaraded.doc

A-fed an Tamm Papir just-a-walc'h, emañ ar skipailh é labourat harz-pe-krev da achuiñ an niverenn 12 evit Festival Etrekeltieg an Oriant, ma vo kinniget ez-ofisiel dirak an Ti-kêr, sadorn diwezhañ ar festival, da 9 eur d'an noz.

Un tamm pasianted, tudoù !!

28/07/2008

Frazennoù 7

Setu frazennoù arall, serret genin a-gleiz hag a-zehoù

O ! A-dra-sur e vo moian en em c'houlenn, evit lod anezhe: "perak emañ bet é skriv an dra-mañ, razh an dud a oar kement-se !" pe c'hoazh: "perak torriñ hor pennoù get troiennoù ken dibaot ?" pe marse memp: "Setu eñ é kopiiñ farioù !"

Mes dre vras, dre ma soñj, e kavo pep unan traoù da zeskiñ a-barzh, ha troiennoù da implij en e skridoù pe en e gomzoù-eñ.

61 - « Pérak é chomet hui amen de boez a hed en dé ? » idem
Perak e chomit c'hwi amañ da baouez a-hed an deiz ?
Pourquoi est-ce que vous restez ici à glander toute la journée ?
62 - « Hag ar gaos en-dro ! » Assimil
Hag ar gaoz en-dro !
Et la conversation de reprendre de plus belle
63 - « Klask en-dro ag unan bennak » Geriadur an Here (klask el lakaat da faziañ)
( ? ne vehe ket klask an dro ag unan bennak…,droukvesket en ha skritur gwenedek en ,evit an ?)
Faire une entourloupe à quelqu'un
64 - « Brenn aveit … ! » --> galleg Foin de …,Grammaire du vannetais,Guillevic- Le Goff
Brenn evit… !
Foin de… ! / Et merde pour… !
65 - « Balbet get er séhed,… » Aviél er sul, Olliero
Balbet get ar sec'hed
Altéré par la soif
66 - « mam Tobi en doé hireh bras dehou de zonet d’er gér » idem
Mamm Tobi en doa hiraezh bras dezhoñ da zonet d'ar gêr
La mère de Tobi avait grand hâte qu'il vienne à la maison
67 - « ur banne heni kreñv…din da gaout tomm » Assimil
Ur banne hani kreñv… din da gaout tomm
Un verre d'eau de vie… pour me réchauffer
68 - « aet eo yen ar soubenn . » Assimil
Aet eo yen ar soubenn
La soupe s'est refroidie
69 - « petra zo war an tele ? » idem
Petra zo àr an tele ?
Qu'est-ce qu'il y a à la télé ?
70 - « Ar wech kentañ din da glewed ! » idem
Ar wezh kentañ din da glevet !
C'est la première fois que j'entends ça !

27/07/2008

Amzer ar CDioù

Doc'h pesort sonerezh eh oc'h é selaou d'an termen-mañ ? Setu un tamm preder a-fed ar pladennoù hag ar sonerezh just a-walc'h...

Amzer ar CDioù.doc

23/07/2008

Un notenn ker brav

Setu teirvet testenn an Dramsell, get ma vo muioc'h c'hoazh ! (Lâret a ran an dra-mañ evidin-me, rak labour zo, c'hwi a c'hell c'hwi gober ho soñj, èl rezon).

Hiniv, istor un notenn sonerezh.

Un notenn ker brav.doc

18/07/2008

Fotoioù Begnen

Evel ma oa bet grataet da dud ar vugale, setu bremañ fotoioù ar c'hamp vakañsoù e brezhoneg, e Begnen (tost doc'h palez Kerwezhenneg, get notennoù berr-berr evit displegiñ. Animatour e oan a-barzh.

Comme promis aux parents des enfants participants, voici des photos du camp de vacances en breton, à Bignan (tout près du château de Kerguehennec), avec des notes très courtes pour expliquer. J'y étais animateur.

A galon !

P1000958.jpg

--> c'hoari an den-bleiz, er sal

P1000964.jpg

P1000980.jpg

P1010004.jpg

P1010010.jpg

P1010013.jpg

P1010016.jpg

P1010020.jpg

P1010027.jpg

P1010054.jpg

--> sevel oberennoù berrbad get traoù ag an natur, pe "land-art"

P1010056.jpg

--> sevel oberennoù berrbad get traoù ag an natur, pe "land-art"

P1010059.jpg

P1010061.jpg

P1010063.jpg

--> tout ar strollad bugale, ha me oc'hpenn (Hélène oa é tapout ar porteled)

P1010086.jpg

--> ur viskoulenn

P1010090.jpg

--> e-pad un dro-vale

P1010095.jpg

P1010107.jpg

--> sevel oberennoù berrbad get traoù ag an natur, pe "land-art"

P1010108.jpg

P1010111.jpg

--> sevel ur flaouit get ur blouzenn

P1010115.jpg

P1010120.jpg

--> sevel c'hwitelloù get klor kistin

P1010127.jpg

--> gober bara

P1010143.jpg

--> sevel oberennoù berrbad get traoù ag an natur, pe "land-art"


Setu !! Gwelet ho peus ar fotoioù !

11/07/2008

Bale

N'eo ket gwall uhel feur daremprediñ mam blog, mes ne daolan ket ar gare àrnoc'h:

- marse eh oc'h en em daolet d'ar skriv c'hwi-memp

- marse eh oc'h é vale dre ar vro àr glask louzaou evit ma ne vehent ket ankouaet tre

- marse eh oc'h é kas plijadur da vugale en ur c'hamp vakañsoù

- marse eh oc'h é produiñ boued ag ar vro

- marse eh oc'h tre e-kreiz un istor karantez hag e valeit lies get ho par

- marse eh oc'h gounezet get tu an digreskiñ ha n'ho peus ket mui a urzhiataer

- marse eh oc'h é vonet a di da di dre ar vro é tastum gwir drezolioù-yezh ar re gozh

Evit tout an abegoù-mañ eh oc'h pardonet mil gwezh !!!!!!!

Ha sur a-walc'h eh eus c'hoazh e-leizh a abegoù arall da gavout gwell bout er-maez evit bout é ruzal dirak ar skrammoù !!

05/07/2008

Debriñ

Salud deoc'h,

setu c'hoazh ur rubrikenn nevez... klask a rin ho lakaat da zizoleiñ lârennoù ag ar vro (bro an Alre, mes moarvat pelloc'h ivez evit lod anezhe) hag a c'hell pinvidikaat ho prezhoneg ma faot deoc'h; hiniv, ar verb debriñ; a-dra-sur eh eus c'hoazh lârennoù arall get debriñ, mes amzer n'em eus ket da glask ar re arall.

Setu neuze ur listennad a-griz-poazh:

Debriñ.doc

03/07/2008

Ur vrav a gogusenn

d92300fd277c99e54171836ba3005bab.jpg


Setu amañ ur skeudenn hag a blij din horrol èl ma lâront du-hont. Gwelet a reer, uhel-uhel a-dreist hor pennoù, ur gogusenn vras ha lan a nerzh. Santet e vez emañ an aer é krapout en he c'hreiz, gwelet e vez splann he c'hoef d'ar lein, doc'h en em astenn. Ar c'houmoul d'an dias anezhi a zo é vourbouilhat hardizh. Ha, tro-ha-tro, an oabl glas ha dizolo. Gelloudus e hañval bout ar gogusenn, ur bam, ha bev-kel !! Setu just a-walc'h ar pezh a blij din get seurt kogus: bev int, chañj a reont, ha gwall ziaes e vez gouiet petra e taint da vout, doc'h peseurt tu e skoint... pa vezer er menezioù e vez aesoc'h o heuliiñ a bell, mes dija dre-mañ e c'heller kavout berr é sellet doc'hte. Dre-mañ, e-kostez ar mor, ne vez ket ker lies-se kumulonimbused (ma, marse muioc'h ar blez-mañ...), arabat kuzhat ho plijadur p'o gwelit, neuze, memes ma strimpont ur bannig dour àrnoc'h goude...

Evit tapout ur skeudenn splannoc'h ha brasoc'h: Cumulonimbus.jpg

Toutes les notes