« Frazennoù 9 | Page d'accueil | anvioù loened ha niveroù »

07/09/2008

Francis

Setu amañ un tamm ton savet àr ar prim (ha marse e vez klevet !) get ma c'hamaraded ha me; n'eo ket gwall bropr ar son en arbenn ma oa bet enrollet en ur c'harrdi; er lakaat a ran amañ evit ma ray c'hoant deoc'h da selaou doc'h ar strollad Fast Noise Trade hag a sono a-benn disadorn, d'an 13 a viz Gwenholom, e Pondi (da 6e30 d'enderv); Fest an Distro e vo, da lâret eo fest skol Diwan Pondi.
Goude Fast Noise Trade e vo ur pezh fest-noz get Plantec ha Skolvan ha tud arall c'hoazh.

An ton-mañ ne vo ket klevet (n'hon eus ket labouret àrnoñ, allas) mes klevet e vo tonioù arall lipetoc'h un tamm.

Dait d'hor gwelet !

Francis.wav