28/10/2008
Senecio, tammoù traoù c'hoazh
Un tamm ger c'hoazh a-ziàr ar Senecio èl ma 'm boa grataet deoc'h: er-maez ag ar Senecio inaequidens neuze, daet a vaez-bro, e kavomp 7 spesad arall er Morbihan (an dra-mañ em eus kavet e "La Flore du Morbihan", embannadurioù Siloë, Gabriel Rivière, evit an Atlas floristique de Bretagne): Senecio vulgaris, Senecio sylvaticus, Senecio jacobaea, Senecio viscosus, Senecio aquaticus, Senecio erraticus, Senecio cineraria (ar re-mañ diwezhañ a zo achapet ag ar jardrinioù).
Ne gomzin nemet ag ar re a anavan, ha c'hoazh, ne vo gwall hir ma fennad. Ar Senecio vulgaris (ar Chodrune neuze e bro an Alre) o deus kendirvi jermen: ar Senecio sylvaticus, plant uheloc'h, hag a vev er c'hoadoù frank (èl ma lâr o anv latin) en douar paour, pe c'hoazh er garzhoùier, mes atav pas pell a-zoc'h ar gwez. Ha neuze ar Senecio viscosus; ar re-mañ ne vezont ket gwelet forzh lies dre-mañ, ha seul vuioc'h a blijadur am bez a-se pa welan unan anezhe. Heñvel a-walc'h doc'h ar Senecio vulgaris int, mes tammoù ligulennoù zo d'o c'hapitulennoù, ar pezh n'eus ket d'ar re all. Pa dostaer doc'hte, goude bout gwelet ligulennoù hirik èl-se, pa doucher an del, e santer penaos e pegont… Aiaou ! Kouezhet oc'h àr ur chodrune pegus ! Un taol chañs. Din-me e ra un tamm efed ar melchon pederdelienn a-benn ar fin.
An dra arall am boa da lâret a oa a-ziàr ar Senecio jacobaea (pe Aouredal); lies-mat, àrne (na bout n'em eus ket gwelet hani ebet an hañv paseet) e vez gwelet preñved, biskoul melen ha du. Ar re-mañ a zo biskoul balafenned brav ag ar spesad Tyria jacobaea. Jacobaea peogwir int stag doc'h ar Senecio-se (dreist-holl) ! Ar balafenned zo ruz ha du, marse eo livioù hag a dalv n'int ket mat da vout debret get an evned ? Lies e vez ur seurt get al loened bihan o deus livioù splann. Ur spesad balafenned stag doc'h ur blantenn, kement-se a dalv e vo ar balafenned en arvar ma vihanna an niver ag ar plant-se. C'hwi a lâro din: n'eo ket bout avizet, debriñ un dra hepken ! "Al logodenn n'he deus nemet un toull a vez tapet buan", hervez al lâredenn.
Mes e-mod-se emañ… Evit kloziñ ar pennad e lârin deoc'h unan a anvioù ar Senecio vulgaris (neoazh emañ d'al liesañ er Senecio jacobaea e vev ar biskoul-se) a gaver el levr "Herbarum vernaculi" (hag a dolp anvioù brezhonek ar plant, bet serret el levrioù dreist-holl): Louzaouenn ar prenv melen ha du ! Un anv a zo bet kavet e "Les noms bretons des plantes", Joël Yezou, Direction des Services Agricoles du Finistère, hag e "Dénominations régionales et locales des herbes des champs", ACTA, miz an Azvent 1981.
Anv ar biskoul hag a za da vout anv ar blantenn. Brav !
Senecio viscosus; gwelet a rit al ligulennoù melen (n'int ket petalennoù fasipl, rak pep unan zo stag doc'h ur vleunienn hepken er gapitulenn (kapitulenn: strobad bleuñv bihan); ne weler ket mat, mes blevigoù pegus zo doc'h ar gorzenn.

Preñved melen ha du an "Tyria jacobaea"Hag evit achu (arabat lakaat re a skeudennoù ur seurt !!), ar Senecio jacobaea pe Aouredal:

Ar pennad-mañ ne oa ket ar pezh em eus gwelet hiniv neuze e vo ur pennad all e-raok an noz moarvat !!
10:45 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Senecio









Ecrire un commentaire