29/10/2008
Ar flangenn
Troiad get ar velo. Laouenan é arru er flangenn. Gwez onn, robin (get uhelvarr). Ar vamm fezan. Parkad gwinizh-du. Chrysanthemum segetum.
Pa arruan er flangenn e klevan son al laouenan, labous bihan troñset e lost getoñ, hag a vez klevet e vouezh a bell. Un tamm uheloc'h, gwez onn (oulm gwenn evel ma vez lâret ivez) ha gwez robin en-dro d'ur parkad mais é tisec'hiñ. Evel lies, uhelvarr zo er gwez robin. Touchiñ a ran klor ur vamm-onn (rak gete eh eus tadoù ha mammoù), a welan he frouezh uheloc'h e pennoù ar barroù; klask a ran soñjal, ha gwelet ma santan un dra ispisial, en arbenn mand eo lodek ar wezenn-mañ e meuriad bras ar re a zoug ar vuhez.
Un tamm goude, ur vamm fezan. Nijal a ra kuit, klask a ran tostaat doc'hti en-dro, mes pladet èl mand eo àr sol ar c'hoad, n'he gwelan ket ha setu hi kuit arre. Ne ya ket forzh pell, nijal a ra ar fezaned apeupre ker brav evel o c'henitervezed ar yer. Setu hi e-mesk ar geot uhel, n'on ket evit he gwelet naket. Goude bout gortozet un tamm e kollan ma fasianted, ha yao ! àr an hent.
Uhelikoc'h, ur parkad gwinizh-du bet eostet, a welan ar c'holo ruz anezhe, a-bik.
Hag atav er parkoù, setu plant hag a blij din, Chrysantemum segetum, "Marc'harid an eostoù", get o boketoù melen. O del ledan, pa vezont lakaet da zisec'hiñ, a daol ur frond c'hwek tost doc'h kani ar foenn fresk, kani ar c'heotenn "Anthoxanthum odoratum", la Flouve odorante.
Setu evit hiniv, meitave e welehen traoù arall d'enderv, mes dre zegouezh, rak achu eo an troiadoù-bale bremañ.

Frouezh ur wezenn-onn. Ur vamm ! Gwelit ar broñs du.

Ur wezenn-robin

Chrysanthemum segetum
Ur laouenan (Troglodyte mignon)
12:05 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note









Ecrire un commentaire