30/10/2008

Kegin, hesk, spilhoù mamm-gozh

Un tamm berroc'h e vo hiniv. Setu ur gegin é varriñ en ur wezenn bezv. Chom a ran da sellet doc'hti. Ur vezenn zo en he figos. Penaos e ray ? A-benn ar fin he deus laosket ar vezenn da gouezh d'an dias. Diskenn a ra d'he heul. Ha setu hi é pilat ar vezenn, ha doc' h en debriñ goude. Netra souezhus a-benn ar fin, mes n'eo ket fall gwelet ul labous èl-se, é tebriñ, pe é ober un dra resis. N'eo ket mui anv ul loen en ul listennad anvioù loened, mes ur boud bev dirak deoc'h. Ma.
A-du-rall e welan, en ul lec'h anavet mat genin, ur blantenn nevez. Ur blantenn hesk eo, pekani dre just ? Marse a-walc'h Carex divulsa. Gwelet ur blantenn nevez en ul lec'h anavet a ziskouez ne arsav james ar bed a cheñch liv ha stumm; posupl eo klask ivez penaos eo daet ar blantenn betek aze. Marse e oa ur skouerenn all tostik mat a-c'houde gwerso, ha n'ho poa ket gwelet, setu tout.
Evit achu ar pennadig, setu doc'h troad ur vur, spilhoù mamm-gozh. Er gener "Erodium" int, tost doc'h ar "geranium" (herbe à Robert), pe "boket an Diaoul", hag èlte o deus frouezh e stumm nadozioù hir. Ar frouezh-se a darzh pa vezont sec'h a-walc'h hag a strimp had da bep tu en-dro dezhe. Erodium petra, avat, n'em eus ket bet seulemant soñj da glask ar spesad resis. Erodium cicutarium moarvat
Setu evit hiniv.
Un dra arall a zo daet soñj din hiniv, mes en ur pennad arall e vo, diwezhatoc'h.

31a50feaa98bc3b49e44574ab4eb7197.jpg Kegin, ur gegin

78b39369d8e262f0f0530c1f51e29356.jpg


Setu kalz-pe-bihan da betra e tenn an hesk-se (laîche/carex) am eus gwelet; carex divulsa marse a-walc'h

d4050f77a73a0fd5f149f659ecc0f716.jpg

Erodium cicutarium (spilhoù mamm-gozh)

Ecrire un commentaire