« Frazennoù 11 | Page d'accueil | Troiad an Hollsent »
31/10/2008
Dervenn, gwerenenn violet
Hiniv neuze, edan ar fenestr, ur werenenn violet é klask heolata, rak rip eo an avel reter. An anv gwellañ e brezhoneg a vehe marse "gwerenenn (= gwenanenn) koad". Rak gober a ra un neizh en un toull er c'hoad marv, lies-mat e koad labouret d'an dud, da skouer e koad ar fenestri. Unan ag ar spesadoù gweren brasañ eo. Daet da vras e-doug an hañv, int a dremen ar goañv evel ma c'hellont (ha kredapl e oa an hani am eus gwelet é klask ur bertim evit tremen ar goañv er waskedenn). Ha goude neuze e paraont hag e savont o neizhioù.
Un droiad e kêr, arsav a ran dirak pikol dervennoù ag ar spesad Quercus ilex, n'eus ket kalz ker bras dre-mañ, nemet, moarvat, tre àr ribloù ar Mor-Bihan. Ar gwez-se, hag ar gweren-koad ivez, ankouaet em eus lâret, ne vourront ket ag ar goañvioù kalet. E-tal an div wezenn, plant a-ziavaez-bro, an Impatiens balfouri, ma tarzh he frouezh get an disterañ touch a vez graet dezhe. Un c'hoari bugale (pe tud vrasoc'h) eo zoken. Ar re-mañ ne vezont ket kavet en natur dre-mañ, nemet hag achapet ag ur jardrin tost e vehent.

Impatiens balfouri

Quercus ilex, ur vrinsenn get del

Ar werenenn violet (Xylocopus), pe gwerenenn-goad
Goude bout bet skrivet a-herr d'an 31 10 eo bet adkempennet ar pennad-mañ d'ar 1añ a viz Kalañ-Goañv !
17:00 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Impatiens balfouri, Xylocopa violacea, Quercus ilex







