« 2008-09 | Page d'accueil | 2008-11 »
31/10/2008
Dervenn, gwerenenn violet
Hiniv neuze, edan ar fenestr, ur werenenn violet é klask heolata, rak rip eo an avel reter. An anv gwellañ e brezhoneg a vehe marse "gwerenenn (= gwenanenn) koad". Rak gober a ra un neizh en un toull er c'hoad marv, lies-mat e koad labouret d'an dud, da skouer e koad ar fenestri. Unan ag ar spesadoù gweren brasañ eo. Daet da vras e-doug an hañv, int a dremen ar goañv evel ma c'hellont (ha kredapl e oa an hani am eus gwelet é klask ur bertim evit tremen ar goañv er waskedenn). Ha goude neuze e paraont hag e savont o neizhioù.
Un droiad e kêr, arsav a ran dirak pikol dervennoù ag ar spesad Quercus ilex, n'eus ket kalz ker bras dre-mañ, nemet, moarvat, tre àr ribloù ar Mor-Bihan. Ar gwez-se, hag ar gweren-koad ivez, ankouaet em eus lâret, ne vourront ket ag ar goañvioù kalet. E-tal an div wezenn, plant a-ziavaez-bro, an Impatiens balfouri, ma tarzh he frouezh get an disterañ touch a vez graet dezhe. Un c'hoari bugale (pe tud vrasoc'h) eo zoken. Ar re-mañ ne vezont ket kavet en natur dre-mañ, nemet hag achapet ag ur jardrin tost e vehent.

Impatiens balfouri

Quercus ilex, ur vrinsenn get del

Ar werenenn violet (Xylocopus), pe gwerenenn-goad
Goude bout bet skrivet a-herr d'an 31 10 eo bet adkempennet ar pennad-mañ d'ar 1añ a viz Kalañ-Goañv !
17:00 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Impatiens balfouri, Xylocopa violacea, Quercus ilex
Frazennoù 11
Un tammig zo n'em boa ket lakaet frazennoù, atav tennet ag ar pezh am eus lennet (pe, ur wezh an amzer, klevet). Setu ugent oc'hpenn.
121 - « Un tres en devoa Milou kavet . » Afer Klaskato, Tintin
Un tres en devoa Milou kavet .
Netra nemet plas iskis "Milou" er frazenn; un abeg bennak a zo ?
122 - « … o welet e oan boud da gaout o asant , … e lakais » Abrobin
… o welet e oan boud da gaout o asant,... e lakais
Voyant que je ne parvenais pas à obtenir leur accord…
123 - « ne oan ket dizonet diouzh ar c’hoant da redek mor » idem
Ne oan ket dizonet diouzh ar c’hoant da redek mor
An c'hoant-se ne oa ket aet diàr ma spered.
124 - « goulenn un abadenn traoù diganeoh » An Ostaj (pezh-c’hoari)
Goulenn un abadenn traoù diganeoc'h
Goulenn ur bochad traoù da heul
125 - « Tapet da brizonidi,… » Abrobin
Tapet da brizonidi
Faits prisonniers
126 - « O welout e oa boud ganin,… » Abrobin
O welout e oa boud ganin
Voyant qu'il n'obtiendrait rien de moi
127 - « Seder e oa din, a c’hellit krediñ, oc’h en em gavout… » idem
Seder e oa din, a c’hellit krediñ, oc’h en em gavout…
Seder e oa din: j'étais tranquille
128 - « Bout ar iun aveit komuniein » Katechim Guéned
Bout àr yun evit komuniiñ
Bout àr yun: être à jeûn
129 - « Kaer eo din pa’m eus degaset an dra-mañ ! » Afer Klaskato
Kaer eo din pa’m eus degaset an dra-mañ !
J'ai bien fait d'apporter cette chose !
130 - « Tud o klask mont war sikour Klaskato ! » idem
Tud o klask mont war sikour Klaskato !
Mont war sikour ub: aller au secours de qqn
131 - « Penaos avat lakaat kemm etre ar re vat hag ar re fall ? » idem
Penaos avat lakaat kemm etre ar re vat hag ar re fall ?
Lakaat kemm etre... : faire la différence entre...
132 - « O biñsaskell o pegañ dimp ! » idem
O biñsaskell o pegañ dimp !
Leur hélico qui nous colle (au cul)
133 - « Ur sapre boul zo ganimp, kurun ! » idem
Ur sapre boul zo ganimp, kurun !
Nous avons une sacrée baraka !
134 - « …, kerkent ha koaniet din,… » Abrobin
…, kerkent ha koaniet din,…
Aussitôt que j'eus mangé
135 - «…e voe par va zeltenn da stal ar marc’hadour » idem
…e voe par va zeltenn da stal ar marc’hadour
Par da udb: semblable à
136 - « sevel gwelloc’h ha padusoc’h ti eget va zeltenn . » idem
Sevel gwelloc’h ha padusoc’h ti eget va zeltenn
Sellet doc'h plas an anv-gwan (stumm-poueziñ dre skrid, d'am soñj)
137 - « dinaoñ a oa gant an dachenn… » idem
Dinaoñ a oa gant an dachenn
Le terrain était en pente
138 - « irc’hier ar vartoloded a dalvezas din da skinier » idem
irc’hier ar vartoloded a dalvezas din da skinier
Talvezout da ub da udb: servir à qqn de qqch
139 - « Nadozioù a fazie din ivez,… » idem
Nadozioù a fazie din ivez,…
Il me manquait également des aiguilles
140 - « reñkennadoù pleñch lakaet war-zinaoñ » idem
reñkennadoù pleñch lakaet war-zinaoñ
des rangées de planches mises dans le sens de la pente
08:46 Publié dans Frazennoù | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : frazennoù
30/10/2008
Kegin, hesk, spilhoù mamm-gozh
Un tamm berroc'h e vo hiniv. Setu ur gegin é varriñ en ur wezenn bezv. Chom a ran da sellet doc'hti. Ur vezenn zo en he figos. Penaos e ray ? A-benn ar fin he deus laosket ar vezenn da gouezh d'an dias. Diskenn a ra d'he heul. Ha setu hi é pilat ar vezenn, ha doc' h en debriñ goude. Netra souezhus a-benn ar fin, mes n'eo ket fall gwelet ul labous èl-se, é tebriñ, pe é ober un dra resis. N'eo ket mui anv ul loen en ul listennad anvioù loened, mes ur boud bev dirak deoc'h. Ma.
A-du-rall e welan, en ul lec'h anavet mat genin, ur blantenn nevez. Ur blantenn hesk eo, pekani dre just ? Marse a-walc'h Carex divulsa. Gwelet ur blantenn nevez en ul lec'h anavet a ziskouez ne arsav james ar bed a cheñch liv ha stumm; posupl eo klask ivez penaos eo daet ar blantenn betek aze. Marse e oa ur skouerenn all tostik mat a-c'houde gwerso, ha n'ho poa ket gwelet, setu tout.
Evit achu ar pennadig, setu doc'h troad ur vur, spilhoù mamm-gozh. Er gener "Erodium" int, tost doc'h ar "geranium" (herbe à Robert), pe "boket an Diaoul", hag èlte o deus frouezh e stumm nadozioù hir. Ar frouezh-se a darzh pa vezont sec'h a-walc'h hag a strimp had da bep tu en-dro dezhe. Erodium petra, avat, n'em eus ket bet seulemant soñj da glask ar spesad resis. Erodium cicutarium moarvat
Setu evit hiniv.
Un dra arall a zo daet soñj din hiniv, mes en ur pennad arall e vo, diwezhatoc'h.
Kegin, ur gegin

Setu kalz-pe-bihan da betra e tenn an hesk-se (laîche/carex) am eus gwelet; carex divulsa marse a-walc'h

Erodium cicutarium (spilhoù mamm-gozh)
17:20 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : garrulus glandarius, erodium cicutarium
geriadurioù en linenn
Setu neuze daet c'hoant din da gomz deoc'h (ne vo ket hir) ag al lec'hienn-mañ http://www.lexilogos.com/breton_langue_dictionnaires.htm hag a vo talvoudus deoc'h da implij ma 'peus un dra da skriv e brezhoneg àr ar skramm, ha ma n'eus geriadur paper ebet geneoc'h. Ne voc'h ket é chom pell àr al lec'hienn-se avat, meitave e vehec'h aet sot get ar gerioù, ar pezh a c'hell arru.
Mes marse e implijit al lec'hienn c'hoazh ? Displegiñ a ran ur sort: lakaat a rit ur ger e galleg, ha gellit a rit choaz etre 5 geriadur disheñvel evit bout un droidigezh.
Kavet e vez respontoù dreist-holl get Favereau, get Freelang (hag a zo efedus), un tamm bihanoc'h get Preder; get TermOfis pas atav, pas lies a lârehen zoken, mes pa vez kavet ur respont avat eo displeget sklaer a-walc'h.
Ha get Geriadur.com, torr-penn eo, dibaot a wezh e vez roet ur respont. Neoazh eo a hennezh e vez komzet ar muiañ, pe eh eus bet komzet ar muiañ. Marse eo chomet bourdet ar raktres un herradig, ha ne damallan ket netra da zen.
Ur benveg efedus eo ur seurt evit gober ho choaz etre troidigezhioù disheñvel. A-dra-sur e vank traoù c'hoazh e pep geriadur, gerioù zo a vro Gwened en o mesk, sur, mes n'eo ket fall.
Ha ma sellit doc'h ar pezh zo edan al linennoù kentañ eh eus c'hoazh geriadurioù arall en linenn.
Get an urzhiataer oc'hpenn e c'hellit pourchas skouerioù implij ar gerioù, dre ober "klask", Ctrl + F, e ne vern peseurt testenn e brezhoneg àr an urzhiataer;
Un dra zo, n'eo ket sur e vo ag an urzhiataerezh da viken (setu amañ ma soñj), neuze arabat kontiñ àr ar geriadurioù en linenn hepken. Ha klaskomp saveteiñ àr baper an trezolioù tolpet e bouzelloù an urzhiataerioù, ne ouiomp ket petra a c'hell arru koulz pe diwezhat...
09:38 Publié dans Brezhoneg pinvidik | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : geriadur, lexilogos
29/10/2008
Ar flangenn
Troiad get ar velo. Laouenan é arru er flangenn. Gwez onn, robin (get uhelvarr). Ar vamm fezan. Parkad gwinizh-du. Chrysanthemum segetum.
Pa arruan er flangenn e klevan son al laouenan, labous bihan troñset e lost getoñ, hag a vez klevet e vouezh a bell. Un tamm uheloc'h, gwez onn (oulm gwenn evel ma vez lâret ivez) ha gwez robin en-dro d'ur parkad mais é tisec'hiñ. Evel lies, uhelvarr zo er gwez robin. Touchiñ a ran klor ur vamm-onn (rak gete eh eus tadoù ha mammoù), a welan he frouezh uheloc'h e pennoù ar barroù; klask a ran soñjal, ha gwelet ma santan un dra ispisial, en arbenn mand eo lodek ar wezenn-mañ e meuriad bras ar re a zoug ar vuhez.
Un tamm goude, ur vamm fezan. Nijal a ra kuit, klask a ran tostaat doc'hti en-dro, mes pladet èl mand eo àr sol ar c'hoad, n'he gwelan ket ha setu hi kuit arre. Ne ya ket forzh pell, nijal a ra ar fezaned apeupre ker brav evel o c'henitervezed ar yer. Setu hi e-mesk ar geot uhel, n'on ket evit he gwelet naket. Goude bout gortozet un tamm e kollan ma fasianted, ha yao ! àr an hent.
Uhelikoc'h, ur parkad gwinizh-du bet eostet, a welan ar c'holo ruz anezhe, a-bik.
Hag atav er parkoù, setu plant hag a blij din, Chrysantemum segetum, "Marc'harid an eostoù", get o boketoù melen. O del ledan, pa vezont lakaet da zisec'hiñ, a daol ur frond c'hwek tost doc'h kani ar foenn fresk, kani ar c'heotenn "Anthoxanthum odoratum", la Flouve odorante.
Setu evit hiniv, meitave e welehen traoù arall d'enderv, mes dre zegouezh, rak achu eo an troiadoù-bale bremañ.

Frouezh ur wezenn-onn. Ur vamm ! Gwelit ar broñs du.

Ur wezenn-robin

Chrysanthemum segetum
Ur laouenan (Troglodyte mignon)
12:05 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
28/10/2008
div valafenn àr ar grienn
Maezoù. Trawalc'h a wez evit ma vehe kredet, a bell, penaos er vro n'eus nemet koadoùier; ar pezh a faot. A dostoc'h, trawalc'h a barkoùier evit ma vehe posubl bamiñ dirak ar gwez. Ar pezh a faot ! Marse n'on ket neptu amañ rak en ur vro seurt-se em eus bevet e-pad pell. An digoradur-mañ a oa just evit lâret eo an dra-se en deus ma merket da gentañ-penn hiniv: braventez an enderv-mañ, kogus foeñvet, kumulonimbusoù bihan, mes amzer dizolo d'al liesañ. Sklaerdaer an heol àr del liesliv ar gwez, gwagennerezh ar maezoù diblaen. Pa arruan e welan, pell, ur vaou barret àr ar fun tredan. Tuchant pa achuin ma zroiad e vo c'hoazh dre aze, mes ne dizho ket din ket he gwelet a dostoc'h.
Ar pep bravañ hiniv marse: àr ar grienn, ur gwiskad del kistin edan an heol. Lod kaer a loenedigoù, kelion ha gwespedigoù dreist-holl, é heoliata. Ha bremañ, un c'hoari get div valafenn. C'hoari etreze, pozet, unan a nij kuit, an arall a nij àr he lec'h. Ha c'hoari genin. Chom a ran get pasianted, betek ma c'hellin sellet spis doc'hte ha bout sur; ya, er spesad "Tircis" int, "Pararge aegeria" o anv skiantel. N'int ket dibaot, ha soñj bet bout gwelet seurt balafenned c'hoazh. Mes plijus eo klask ha kavout identelezh ur valafenn. Spi am eus e ouiin o anv hep levr ebet ar wezh kentañ. A-hent-arall, un droiad àr glask tokoù-touseg. Mes ar wezh-mañ, n'eus ket kalz. Ur gazeg-koad, get an heol àr-dreñv ne ouian ket hag ur vamm pe un tad eo, mes terennoù an heol a c'hoari get pluñv ruz he foull-kil ha n'eo ket vil tamm ebet.
Un tamm pelloc'h, goude bout gwelet ur yoc'h pintinged en un dervenn, setu kelion a bep seurt àr ur bod iliav e bleuñv (rak d'an dilost-hañv e vez an iliav e bleuñv). Lod anezhe, get liv rous doc'h o divgazal, a glaskan o anv, mes ne zan ket da benn. Ur barrad grizilh. Sellet a ran get kuriusted doc'h ar mod ma tistav ar re-mañ ar grizilh. Ul lodenn vat anezhe a ya àr ar peul tredan a-us, hag a c'hortoz èl-se. Tremen a raont etre an tammoù grizilh, hervez ! Evel honnezh hag a zalc'h da zastum nektar e-kerzh ar barrad... Gwelet a ran un dra am boa merzet e-raok c'hoazh: stumm ur gonenn zo d'an tammoù grizilh, n'on ket evit displegiñ ar perak. Klaskomp ? An tammoù bras a gouezh e-pad ar barradoù àrnev spontus (ne vez ket forzh lies anezhe dre-mañ) a zo boulloù, mes pas ar re-mañ. Re vihan int ha marse pa gouezhont e plata an tu d'an dias, a-gaoz da avel ar gouezhadenn ? Mes an dra-se a dalvehe ne cheñch ket tu ar c'hrizilhenn hed-ha-hed an diskenn... diaes da grediñ ur seurt.
War an hent trema an oto en-dro, setu er fozell, un troad Galeopsis (Galeopsis tetrahit, kazi sur), a c'heller lâret "Kaktus europa" anezhe, rak pikoù zo doc'htoñ ha chom a raont en ho kroc'hen ma ne ziwallit ket; boketoù ruz-roz dezhe a-du-rall, e familh ar bent int. Ur blantenn arall ag an hevelep familh pelloc'h: Stachys arvensis, get o gran pevar ha pevar, get o boketoù tolpet tro-ha-tro d'ar gorzenn. Gwelet e vezont e pep lec'h er vro, mes pas kel lies-se pa soñjan ervat, ha kontant on.
Krediñ a ran gwelet ur speg du é tec'hout du-hont, redek a ran, mes re ziwezhat. Ne ouiin ket ma oa an dra-se pe pas.
E-raok monet kuit e verzan, tostik edan an oto, un tok-touseg, èlkent ! Ur rusulenn eo, get he zroad kalet evel un tamm kleiz. Get he laonennoù a santan evel lart edan ma bizied, ha n'en em zispennont ket, e ouian eo ur rusulenn "cyanoxantha", la russule charbonnière. Peogwir eo daet genin en oto e klaskin he debriñ henoazh pe àrc'hoazh.
Setu evit an droiad-mañ, noz vat deoc'h,
Un tircis.
Galeopsis tetrahit--------------->



Stachys arvensis
19:10 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (2) | Envoyer cette note | Tags : grizilh, balafenn, papillon, grêle, stachys arvensis
Senecio, tammoù traoù c'hoazh
Un tamm ger c'hoazh a-ziàr ar Senecio èl ma 'm boa grataet deoc'h: er-maez ag ar Senecio inaequidens neuze, daet a vaez-bro, e kavomp 7 spesad arall er Morbihan (an dra-mañ em eus kavet e "La Flore du Morbihan", embannadurioù Siloë, Gabriel Rivière, evit an Atlas floristique de Bretagne): Senecio vulgaris, Senecio sylvaticus, Senecio jacobaea, Senecio viscosus, Senecio aquaticus, Senecio erraticus, Senecio cineraria (ar re-mañ diwezhañ a zo achapet ag ar jardrinioù).
Ne gomzin nemet ag ar re a anavan, ha c'hoazh, ne vo gwall hir ma fennad. Ar Senecio vulgaris (ar Chodrune neuze e bro an Alre) o deus kendirvi jermen: ar Senecio sylvaticus, plant uheloc'h, hag a vev er c'hoadoù frank (èl ma lâr o anv latin) en douar paour, pe c'hoazh er garzhoùier, mes atav pas pell a-zoc'h ar gwez. Ha neuze ar Senecio viscosus; ar re-mañ ne vezont ket gwelet forzh lies dre-mañ, ha seul vuioc'h a blijadur am bez a-se pa welan unan anezhe. Heñvel a-walc'h doc'h ar Senecio vulgaris int, mes tammoù ligulennoù zo d'o c'hapitulennoù, ar pezh n'eus ket d'ar re all. Pa dostaer doc'hte, goude bout gwelet ligulennoù hirik èl-se, pa doucher an del, e santer penaos e pegont… Aiaou ! Kouezhet oc'h àr ur chodrune pegus ! Un taol chañs. Din-me e ra un tamm efed ar melchon pederdelienn a-benn ar fin.
An dra arall am boa da lâret a oa a-ziàr ar Senecio jacobaea (pe Aouredal); lies-mat, àrne (na bout n'em eus ket gwelet hani ebet an hañv paseet) e vez gwelet preñved, biskoul melen ha du. Ar re-mañ a zo biskoul balafenned brav ag ar spesad Tyria jacobaea. Jacobaea peogwir int stag doc'h ar Senecio-se (dreist-holl) ! Ar balafenned zo ruz ha du, marse eo livioù hag a dalv n'int ket mat da vout debret get an evned ? Lies e vez ur seurt get al loened bihan o deus livioù splann. Ur spesad balafenned stag doc'h ur blantenn, kement-se a dalv e vo ar balafenned en arvar ma vihanna an niver ag ar plant-se. C'hwi a lâro din: n'eo ket bout avizet, debriñ un dra hepken ! "Al logodenn n'he deus nemet un toull a vez tapet buan", hervez al lâredenn.
Mes e-mod-se emañ… Evit kloziñ ar pennad e lârin deoc'h unan a anvioù ar Senecio vulgaris (neoazh emañ d'al liesañ er Senecio jacobaea e vev ar biskoul-se) a gaver el levr "Herbarum vernaculi" (hag a dolp anvioù brezhonek ar plant, bet serret el levrioù dreist-holl): Louzaouenn ar prenv melen ha du ! Un anv a zo bet kavet e "Les noms bretons des plantes", Joël Yezou, Direction des Services Agricoles du Finistère, hag e "Dénominations régionales et locales des herbes des champs", ACTA, miz an Azvent 1981.
Anv ar biskoul hag a za da vout anv ar blantenn. Brav !
Senecio viscosus; gwelet a rit al ligulennoù melen (n'int ket petalennoù fasipl, rak pep unan zo stag doc'h ur vleunienn hepken er gapitulenn (kapitulenn: strobad bleuñv bihan); ne weler ket mat, mes blevigoù pegus zo doc'h ar gorzenn.

Preñved melen ha du an "Tyria jacobaea"Hag evit achu (arabat lakaat re a skeudennoù ur seurt !!), ar Senecio jacobaea pe Aouredal:

Ar pennad-mañ ne oa ket ar pezh em eus gwelet hiniv neuze e vo ur pennad all e-raok an noz moarvat !!
10:45 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Senecio
27/10/2008
Tokoù-touseg burzhudus
Tost oan doc'h ar mor; gwelet em eus houidi é nijal bravik, herlegoned bihan, jualenned, ur yar-zour, bistrolled kof gwenn (chevaliers guignettes), mes ne vin é komz pell diàr o fenn. Er prad dous lec'h ma oan tremenet e oa plant brav, ar "Carum verticillatum", get o del fin.

Carum verticillatum (foto tapet àr ul lec'hienn gatalan)
Pa oan é tostaat doc'h an oto en-dro ne oan na kontant na trist. Gwelet em boa tud, tuchant, é vonet er c'hoad get ur baner, hag em boa soñjet: evit kavout tokoù touseg àr o lerc'h e vo diaes. Tamm ebet ! Seblant a oa ma vehe bet burzhudus an enderv ! Just àr vord an hent, edan un dervenn zister, setu unan ag an tokoù-touseg a vez klasket ar muiañ àr o lerc'h: ur sepenn-Vourdel, ma c'hellan lâret èl-se e brezhoneg, Boletus edulis pe "Cèpe de Bordeaux", douetañs ebet da vagiñ oc'hpenn-se ! Evel-just, laosket em eus eñ lec'h ma oa; pa 'm behe bet naon d'an termen-se, marse e vehe aet genin d'ar gêr...

Un tamm troiad er c'hoad, un nebeut tokoù-touseg oc'hpenn, ur park a vezer é ariñ, kannerezed louet a-barzh mui ur spesad evned am eus poan é ouiet petra int.
Arru àr an hent goudronet arre, setu bremañ àr ar banketoù, ar festival: da gentañ C'hwezikelloù-bleiz (ma kredan lâret èl-se !) perlezennet, "Lycoperdon perlatum", hag a seblant bout é tisoc'h ag ar man. Burzhudusoc'h c'hoazh, seblant a raont bout man hag a dro da dokoù-touseg ! Sur a-walc'h eh eus un abeg bennak e biologiezh ar re-mañ... da glask donoc'h !
Prestik goude, setu tokoù-touseg violet hag a blij din horrol, ar c'hlitosib ametist. Moian zo o debriñ e kriz, o goust c'hwek a arru un nebeudig goude m'ho peus kroget da chaokiñ an tamm.
Ha neuze, bizhierigoù melen e-mesk ar man, "Clavulinopsis luteo-alba" ma ne farian ket.
Ha, the last but not least, un nebeut Higrosibed, atav e-touesk ar man: ruz-tan ol liv, get un troad orañjez; ur bam ! Biout int. Ma ne farian ket atav int "Hygrocybe cantharella". Ar skeudenn a ginnigan deoc'h (tapet àr ul lec'hienn amerikan) a ziskouez ur spesad arall tost, an "Hygroybe miniata", mes kavout a raen tostoc'h ar skeudenn doc'h ar pezh am boa gwelet.
N'em boa ket kollet ma amzer neuze !
Setu neuze ar skeudennoù.
Lycoperdon perlatum (unan yaouank eo, pa vezont kozh e tigor un toull d'ar lein anezhe, ma ya ar spor er-maez drezoñ).
Klitosib ametist
Clavulinopsis luteo-alba
Hygrocybe miniata (hervez ma levr, an hani am eus gwelet a zo kentoc'h Hygrocybe cantharella, mes e neuz a oa tost doc'h ar portled-mañ).
C'hoazh ur wezh e resisaan penaos ar fotoioù-mañ zo bet tapet àr ar genrouedad, mes n'em eus ket bet amzer da skriv tout an daveoù d'al lec'hiennoù, ar pezh a rankehen gober marse.
18:24 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : tokoù-touseg, champignons, mushrooms, Pilz
26/10/2008
Levrioù
Setu, hiniv, pas kalz a dra gwelet, àr-bouez un tog touseg, ur sort boled, ar Suillus luteus pe unan tost, edan gwez pin, get un tog lufrus ha pegus un tamm, ha toulloùigoù melen edan.
Ur blantenn ivez, unan ne weler ket stank dre ar vro (moarvat e oa achapet ag ur jardrin aze): Coronilla varia (= Securigera varia), ur blantenn a familh ar banal, get boketoù roz ha gwenn (diàr-se an anv-gwan "varia", ha n'eo ket (Intron) Varia !)evel kurunennoù.
Mes daou levrig bet kavet en ur marc'had traoù kozh. Unan àr ar plant a vez kavet er parkoùier, pa gellidont (evit d'al labourizion-douar o anavout a-benn hag em zizober anezhe). Interesant, rak evit unan a blij dezhoñ ar plant e vo atav é klask anavout ar re-se, pas hepken pa vezont e bleuñv, mes ivez e-pad ar goañv, pe pa vezont bihannik-tra.
Hag ul levr arall, unan skrivet get Gaston Bonnier, un den brudet en e amzer peogwir e klask brudiñ studi ar plant e-mesk ar bobl. Ul levr skrivet e fin an XIXvet kantved evit ar c'hlasadoù 8vet, da lâret eo ar CM1 a-vremañ. Ennañ e kaver displeget dre ar munud, get tresadennoù resis-meurbet, framm ha buhez plantennoù zo e-mesk ar re baotañ er vro. Ha souezhus eo gwelet penaos e klaskont dielfenniñ don, a-barzh, biologiezh, ha morfologiezh ar plant, pa geñverier get ar pezh a vez graet bremañ, hag an anaoudegezh ag ar plant gouez a zo e-mesk ar vugale hiniv-an-deiz (dister a-walc'h e gwirionez).
Kentelioù evidomp ? Sur a-walc'h. Ne lâran ket emañ ret dielfenniñ ar plant èl-se, gwell eo lakaat ar vugale d'ober taolioù arnod, mes ne vehe ket fall o lakaat da dostaat o fri, tost-tost, doc'h ar plant en-dro dezhe. Ur mod e-mesk re arall d'em santout liammetoc'h get ar bed bev en-dro dezhe (ha nebeutoc'h doc'h bed ar skeudennoù savet dre urzhiataer ?). Ar mod fetis da gas ar c'hentelioù avat, aze emañ an dalc'h. Mes afer zo !

Suillus luteus


Coronilla varia, pe Securigera varia, ur vrav a blantenn
22:13 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Suillus luteus, Coronilla varia
25/10/2008
Natur e Brec'h
Setu me neuze, goude bout skrivet notenn dec'h, é skriv kani hiniv. Paour-kaezh galeour, emañ ret din deskiñ skriv nebeutoc'h (ha neoazh em eus kavet amañ ur vammenn fonnus, traoù am boa da lâret ha ne ouien ket !). Mes ma skrivan re e tremenan re a amzer dirak ar skramm, ha marse e vo re da lenn evit an dud ivez.
Klask a rin ober berr a-walc'h neuze.
Un dra em eus da lâret memestra: ar skeudennoù a lakaan e fin ma fennadoù n'int ket bet graet genin. Tapet int bet àr ar rouedad, ha grad vat a ouian d'an dud o deus int lakaet a-wel d'an dud èl-se. Dre ma blog en o lakaan da vout gwelet geneoc'h, mes setu tout. Dezhe enor ar fotoerion, na bout n'em eus ket amzer da lakaat razh o anvioù amañ !
Hiniv neuze e oan bet e Brec'h é vale un tammig. Ha gwelet neuze meur a dra, ken e tlean choaz en o mesk a-herr, dilezel lod anezhe ha lakaat lod arall dirak ho selloù.
Kelion bihan am eus gwelet àr ur rankad boketoù. Ur voiajad oa anezhe, marse mes kantadoù anezhe. Munut-munut, du lufrus o c'horfoù, divaskelloù àr-voulj atav, get poentigoù du àrne. Hag int é tremen ag un delenn d'un all. Re "Sepsis" int (ha marse "Sepsis fulgens"), ma kredan ar skeudennoù a welan àr al lec'hienn fiskal http://demons-et-merveilles.club.fr/galeries/dipteres/pag.... Avaze emañ tennet ar skeudenn amañ dindan.
Kevnid a oa ivez hag a brofite ag ar vostad kelion-se evit gober chervad. Eya, ar prantad lec'h ma vez gwelet ar muiañ a gevnid er bodoù a zo an dilost-hañv (dreist-holl gwenholom). A-benn eno emañ arru tev ar re zo anvet "Araneus diadematus" (ar re baotañ er vro e-touesk ar re a sav gwiad geometrek).
A-du-rall, er jardrin, ur blantenn hag he doa un anv fiskal: Soleirolia soleirolii. Ur blantenn daet ag ar mor kreizdouarel eo, lakaet er jardrinioù dre-mañ, hag a zo techet d'em lediñ enne, a-gleiz hag a-zehoù. Del bihan dezhe, ront, glas teñval.
Petra c'hoazh, evit achuiñ ? Tokoù touseg (Agarig) gwenn-kann edan ar gwez pupli... gwez hor boa gwelet bihan bihan, re hor boa hadet evit lod anezhe, ha setu int bras-bras bremañ, tuchant tri metr evit lod... an amzer a dremen...

Sepsis (fulgens): kelionigoù hag a welit marse en ho jardrin deoc'h-c'hwi ivez.

Soleirolia soleirolii, ur blantenn iskis he anv ha biotik he del.
22:30 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : soleirolia soleirolii, sepsis, natur, nature







