01/11/2008
Troiad an Hollsent
Ur soñj mat eo ar rubrikenn natur-mañ, keneve ar rubrikenn-mañ ne vehen ket bet é vale tuchant, get an amzer yen (mes gwell evit dec'h) hag an niver a draoù arall am eus d'ober. Mes bet on bet. Ha gwir eo, evel get ur yezh, e vez dre zarempredoù stank tamm ha tamm e vez savet hoc'h anaoudegezh ag an traoù.
Pas kalz a dra dreist-ordinal hiniv, nann. Mes ur blantenn uhelvarr en ur bod-kenaou, ar pezh ne vez ket gwelet bemdez. An uhelvarr a gaver ur bochad liesoc'h er gwez avaloù, er gwez pupli du, er gwez robin...
Atav get ar bod-kenaou, taolet em eus meiz penaos o bisigoù zo prest evit miz C'hwevrer. Ya, ar bisigoù-se a vo hir ha melen, ken e seblanto ur glav melen edan ar bodoù, a zo prest a-zal an Hollsent. Berroc'h a galz, serret mat evit bout gwarantet doc'h ar glav hag ar yenion, mes amañ emaint.
A-du-arall e welan ur blantenn ne ouian ket dre just petra eo. Stachys sylvatica ? Ya, mes ar re-se a daol ur blaz kreñv, ha pas ar re a zo dirak din... dastumet em eus frouezh sec'h. Gouiet e vo er gêr ? Pas, gouiet e vo e fin tout an droiad: gwelet a ran en ur jardrin ur blantenn get boketoù ar wezh-mañ; a-benn ar fin e oa Stachys sylvatica, mes moarvat eo diaesoc'h klevet o c'hwezh fall, dre mand eo yen an amzer. Hag oc'hpenn, o del, a-hed ar vinotenn, a oa get tarchoù gwenn, ar pezh en doa ma lakaet da fariiñ get unan arall.
Ma, n'an ket da chom un euriad àr an afer-se.
Gwelet em eus "Pupli gris" ivez àr an hent. Mes ar bravañ oa er fin; morelloù, an hani du (Solanum nigra) hag an hani a grap (Solanum dulcamara), a welan er fozell. Honnezh diwezhañ zo violet-tout he barroù.
Ha ar vogedenn-douar (Fumaria ) ma lak da dostaat ma fenn. Talvout a ra ar boan, roz-mouk eo ha fin, ha skañv...
Hag achu ma zroiad evit hiniv.

Bisigoù-kenaou

Solanum dulcamara (pe Frond)

Solanum nigra (frond du, morell zu)

Mogedenn-douar------>

Stachys sylvatica
En ur rubrikenn n'eus ket pell zo hor boa komzet a Stachys arvensis. Setu enta he c'heniterv ag ar c'hoadoù !
17:05 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note









Ecrire un commentaire