« Troiad an Hollsent | Page d'accueil | Etre ar betoñs hag ar c'hoad »
02/11/2008
Tarzan
Setu kroget un tamm rummad ha ne c'houlenno ket re a labour genin, mes geneoc'h c'hwi, geo !
Amañ e vo roet deoc'h da glask reiñ din ar muiañ a fesonioù disheñvel da gomz ag un dra resis; e brezhoneg evel-just mes e galleg ivez, e gallaoueg, e okitaneg, e ....
Ar pezh a gont zo e kemerehec'h perzh evit ma vo ar pinvidikañ ar gwellañ an enklaskoù.
Deoc'h-c'hwi neuze da labourat ! Ma labour-me a vo tolpiñ ar pezh a resevin geneoc'h...
evit reiñ lañs d'an traoù, krogomp get an dra-mañ:
Penaos e vez lâret pa ya mitenn er-maez a fri unan bennak ha pa chom a-spign èl-se ?
E brezhoneg em eus klevet da skouer: kleier a-spign doc'h e fri; hinsiñ Maoris er suler (suniñ an traoù-se er fri en-dro) !
E galleg e kavan brav: "T'as un Tarzan qui te pend au nez !", lâret e vez ivez "des chandelles"
Na c'hwi ??
Moian vo deomp ledanaat an enklask goude d'an traoù a denn d'ar fri.
10:55 Publié dans Brezhoneg c'hwek | Lien permanent | Commentaires (1) | Envoyer cette note | Tags : fri, mitenn
Commentaires
Ur marc'hadour neud-orjal a zo unan hag en deus kleier a-istribil d'e fri ivez.
Ecrit par : Arzhig Du | 01/12/2008







