« 2008-11-02 | Page d'accueil | 2008-11-04 »
03/11/2008
Div blantennig
Notenn a-herr hiniv... kalz a amzer n'em eus ket bet, mes peogwir eh omp e-kreiz ar voterezh er Stadoù Unanet em eus choazet plant a zu-hont. Bihan int, pas kalz a liv dezhe, mes blaziñ a raont ha pa gerzhit àrne e ouiit buan; personelezh o deus, en ur mod. Coronopus didymus eo anv ar spesad-se. Didymus, a-gaoz m'o deus frouezh strollet daou-ha-daou evel...
A-du-rall, plant bihan ivez hag a vez gwelet er parkoùier. Mes amañ e oa en ur podad douar, e kêr: Vicia hirsuta (pe Ervum hirsutum) get boketoùigoù gwenn-glas, ha frouezh hag a zo pokoù evel re ar piz-bihan (er memes familh int). Mes amañ int div hadenn e pep pok, ha blev zo doc'h ar pokoù (diàr-se an anv-gwan hirsuta).
Ha setu evit hiniv !

Coronopus didymus

Vicia hirsuta
19:34 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Vicia hirsuta, coronopus didymus







