« 2008-11-05 | Page d'accueil | 2008-11-07 »
06/11/2008
Troiad er lanneg
Un tammig troiad e-raok ma vehe an noz é arru; setu me neuze en un tamm douar goloet get lann, get gwez kistin yaouank, get gwez pin kentoc'h yaouank. Goude bout gwelet ul lepiotenn uhel (èl àr ar foto -- tapet àr Internet -- mes get ur walenn vravoc'h) àr vord an hent e yan neuze get ar vinotenn.

Lepiota procera (Lepiotenn uhel)
Doc'h an douar e sellan; edan ma zreid, had lann é kellidiñ. An div haddelienn tost ront, ha goude e ta del hañval doc'h re ar banal (ur spesad hag a zo tost), hag erfin e arru ar pikoù gwir. Dont a ra soñj din a amzer ar parkoù-lann ma veze hadet lann evit bouetat ar roñsed. Un amzer hag a zay en-dro un deiz bennak marse ?
Hag, aze, un tammig geotenn, dister a-walc'h mes n'eus ket a fari: Agrostis curtisii, get he del fin evel blev, ha liv turkoaz dezhe. Ar re-mañ a vez kavet e Breizh, hag a-hed ar meurvor atlantel er Frañs.

A-hed an hent, bouchadoù geot uhel, seurt ma vez gwelet lies en douaroù paour dre amañ: Molinia caerulea, la molinie bleue, liv turkoaz dezhe ivez kalz-pe-bihan, mes pas d'an termen-mañ ag ar blez; ar re a welan zo daet melen-rous.
Roudoù un oaled er c'hoad; ne weler é kreskiñ en-dro e-mesk ar ludu nemet ur spesad pedost: seblant a ra bout ur Senecio (chodrune ar c'hoadoù (Senecio sylvatica) marse ? Atav eo kurius o gwelet é aloubiñ al lec'h èl-se. Petra zo kaoz 'ta ?
Doc'h treid ar pin e klaskan un tok-touseg burzhudus, plijus da welet ha mat da zebriñ, ar sparassis; mes n'eus ket anezhe amañ.
Distroiñ a ran bremañ, difonn, goude bout gwelet ur blantenn "Miltoull mistr" (Hypericum pulchrum) doc'h en em stlejiñ àr an douar; hama, o del zo disheñvel doc'h ar re o deus edan ar boketoù...
Ar an hent, seurt askol, moarvat Cirsium dissectum (mes kendirvi o deus hag a zo hañval-pur doc'hte, neuze, evit gouiet petra eo, me 'zemision !)

Cirsium dissectum
Atav familh an c'hwervizon é lakaat liv en diskar-amzer !
Ha setu c'hoazh un arall ag ar familh, Centaurea nigra, get brakteennoù ken fin, hañval doc'h kriboùigoù du.

Evit gwelet gwell ar c'hriboùigoù: centaurea-nigra-1.jpg
Er spesad-mañ eh eus is-spesadoù, mes traoù arall am eus d'ober ha ne glaskin ket pelloc'h henoazh !
Ha neuze, evit achu, kaer am eus ruzal, ret eo monet; mes gwelet a ran tokoù touseg àr lein ar c'hleuz e-raok adkavout ma oto.
Peurchañs int "Lepista inversa", le clitocybe inversé.

Mall eo achuiñ ma zroiad, achu eo ar vakañsoù. Emañ prantad an notennoù dister é arru me 'gred, klask a rin lâret traoù nevez bemdez (rak memes er mizioù du e kaver traoù da lâret a-ziàr an natur) mes diaes e vo...
20:15 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : végétation, plant, champignons, lanneg







