« 2008-11-07 | Page d'accueil | 2008-11-09 »

08/11/2008

bro al luzern

Setu me é teurel ur sell d'ar plant e-ser gober prenadennoù.
Mes da gentañ penn, e-raok krapout get mam belo, e spurmantan relegoù ur valafenn àr ar gouiltron; he lakaat a ran en ur gognell; klask a rin teurel ur sell dezhi diwezhatoc'h, da ouiet e anv !
Askol zo, ne gomzin ket anezhe hiniv. Un tamm pelloc'h, hañval-mat doc'h melchon, setu "luzern lupulin" (melchon-lann e levr Thierry Châtel); mes n'int ket melchon fasipl, o frouezh zo disheñvel; er gener "Medicago" (les luzernes) emañ. Boketoù bihanik-tra, melen, ha frouezh evel lounezhi bihan. Frouezh al luzern a zo tout e stumm spiralennek kalz-pe-bihan, mes amañ ar spiralennoù ne raont ket seulamant un dro a-bezh !
Un tamm pelloc'h, setu ul "luzernenn" arall edan ur bod. Aes eo da ziforc'h get he del a zo un tarch limestra àrne. Luzern an Arabi eo (Medicago arabica); ha kavet e vezont en Arabi ? N'em eus ket klasket gouiet, marse a-walc'h. Atav o frouezh a zo gwir frouezh luzern, spiralennoù hag a ra div, teir zro, pikoù àrne. Kavet e vez stank dre ar vro.
Seurtoù luzern arall a gaver dre-mañ mes hiziv n'em eus ket forzh a amzer da gomz anezhe.
A-du-rall, setu, pelloc'h, ur blantenn "Epilobium lanceolatum"; ar pezh a gavan brav gete emañ o boketoù eo, rak da gentañ penn int gwenn-kann, evel ar gwerc'hted, ha goude-se e taont roz, ne lârin ket evel ar pec'hed... kentoc'h, lakaomp... evel tammigoù Jezusoù e sukr !
Dre zichañs n'em eus ket kavet skeudenn jaojapl ebet anezhe àr Internet.

A mam belo e welan, erfin, un dra souezhus a-walc'h: un tamm gwezenn-palm é tisoc'h ag ar riblenn. Mechal penaos eo daet aze ? Rekis vo din monet d'ober ur gwel dezhi a dostoc'h e-raok ma anavo ar pezh en deus anavet Loeiz an C'hwezekvet...

42ee5af166e5efac13b74761e46cdb85.jpg

Medicago lupulina

f5052bbfc7d921f309b140293153c0eb.jpg

Medicago arabica; teir deliennig, mes melchon n'eo ket. Luzern ne lâran ket !

Haïkuioù niverenn 10

Setu enta un dekvet aridennad haïkuioù, da arru get miz meurzh 2006

An heol goude dañs an erc'h
Kentañ burzhud
Kazeg Meurzh
Landerne, 1 03 2006

Diveradur-toenn
War dreuzoù
Ar barrad-erc'h
Tier Landerne, 1 03 2006

Gleb ha teñval ar vro
E penn an hent bouilhennek
Liv gouez an tan
En tren etre Kemper hag an Oriant, 2 03 2006

Etre ar c'hogusaj du
Hag an douar duoc'h c'hoazh
Bandenn gris sklaer leun a vrankoù
En tren etre Kemper hag an Oriant, 2 03 2006

Ur jav er prad
Un tren
Traoù arall
Un tren a dremen d'ar momant ma faote din bukiñ ma spered àr ur jav, tren etre Kemper hag an Oriant, 2 03 2006

Kan er vezvenn
Evit ur wezh
Prof an intron brizh-du
Plañvour, kan ur big (ne vez ket klevet gwall lies), 3 03 2006

Dour, aer yen
War zouar an enezenn
Div yar-zour
An Ter, Plañvour, 3 03 2006

Goelaniged ar mintin
Kriadennoù mesket
Get ar malvennoù erc'h
Brec’h, erc'h dic'hortoz, 4 03 2006

A blakennoù, an erc'h
Kurunenn an devezh
Ur vandenn ruz
An heol da serr noz, 4 03 2006