« 2008-11-08 | Page d'accueil | 2008-11-10 »

09/11/2008

Klasket em bo...

Setu me, da serr-noz, é tapout em dorn ar valafenn varv, get ar soñj reiñ un anv d'he spesad. En aner !
Neoazh eo talvoudus an dra-se, diaes eo din displegiñ perak, mes er santiñ a ran. Ne vo ket graet. Kontant on bout klasket ur sort. Na bout ne gavan netra àr an taol, sklaer eo e sikouro genin da glask ar wezh àr-lerc'h, gouiet a rin resisoc'h e-menn klask el levr, amzer em bo bet da adwelet, a-herr, gwir eo, skeudennoù zo el levr...
An amzer-mañ zo bet kemeret àr traoù arall ivez, sklaer eo... mes e-mod-se emañ an traoù. Kement-se a zo evel an tennis: ne faot ket james leuskel ur poent da goll; poent ha poent e vez aet àr "wellaat".
Ma, trawalc'h a filozofiezh, un nebeudig plant eh an da gomz anezhe ur sort, fonnapl. Re hag a ziskouez o boketoù er mizioù du; setu unan, ar Lamium purpureum, hag a vez kavet en tachadoù dizolo dre-mañ. Plant izel, int, e familh ar bent. Hiniv e welin just boketoù a zo edan dispakiñ o c'hurunenn. Neuze ne welan nemet liv ruz-limestra o fetalennoù serret.
Un tamm pelloc'h, plant bihan ivez, plant-blez, hag a vez gwelet e kours d'an nevez-hañv ivez: Kardamin bihan (Cardamina hirsuta). Da lâret eo, an amzer d'an hañv tremen, e vez gwelet ur rummad kentañ, hag an had diàr ar rummad kentañ a ra rummadoù arall, diwezhatoc'h, un eil rummad, ha marse memp un trede.
Ar re-mañ zo un c'hoari bugale. Pa vez anev (azv) o frouezh hir, ha p'o zoucher, e tarzhont hag e strimp an had anezhe da bep tu.

07647bb3346a9f1cd900d02d91867064.jpg

Lamium purpureum

430e10201016257d4ff0925feedc4f83.jpg

Cardamina hirsuta

An div blantenn-mañ, ankouaet em eus lâret, a vez kavet stank dre amañ, ma 'peus c'hoant da c'hoari, c'hwi ivez, get frouezh ar c'hardamin, e vo aes deoc'h gober, koulz pe diwezhat.