« 2008-11-12 | Page d'accueil | 2008-11-14 »
13/11/2008
Troiad fotoioù
Setu me hiniv àr an hent, amprestet genin ur benveg-fotoioù, ha lakaet ma soñj d'ober un nebeudig fotoioù natur evit kelaouenn divyezhek Kerlenn Sten Kidna an Alre, An Dasson. Ur pennad a-ziàr an natur er mizioù du a faot din sevel.
Ne vestronian ket an teknik ha lakaat a ran ar flash pa vehe gwell pas lakaat, pe ar c'hontrel... mes klask a ran gober ma gwellañ.
Get ur benveg etre ma daouarn e chañj un tamm an darempred, seblant a ra e pellaan un disterañ ag ar pezh a welan.
Eh an da gontiñ deoc'h lod ag an traoù am eus gwelet. Da gentañ e oan aet d'ar memes lec'h evel dimeurzh, rak faot a rae din groñs tenniñ porteled Helvella crispa, an tok-touseg en doa skoet kement ma spered. Ha mard eus ur foto a vo daet brav genin, e vo honnezh a vo, a gredan !
Un tamm pelloc'h, setu un dra nevez e-keñver dimeurzh: senegri a-dreist ur fozell. Ar senegri pe "aval-spernek" a zo e familh ar butun, an avaloù-douar, an tomat... Aes int da ziforc'h, get o boketoù gwenn ha bras, pe o c'horzennoù tev... met dreist pep tra en arbenn ag o frouezh spernek, bras evel uioù !
Ampouezon eo ar plant-se, ha da gentañ, o had du a gaver e diabarzh an avaloù spernek. Tud zo a implije an had-se evit gober droug da dud arall, un amzer zo bet, hervez. Int a vale un nebeudig hag o zaole e gwerennad sistr un all; lakaat a rae an den da vout foll, da goll e skiandoù. Met dañjerus-bras eo ober kement-se, e penn an c'hoari diboell-se e c'hell arru ar marv ken aes ha tra !

Ar senegri
Pellikoc'h, a-benn d'ar riolenn-dour, setu ur wezenn gurius, ur wezenn "merionaerez" ma implijomp gerioù ar gazetenn "La Hulotte", "arbre fourmilier". Ar wezenn-mañ he deus ur seurt pigos. Gellout a reer displeg an dra-se dre ma oa bet pleget ar wezenn get an avel da skouer. D'al lein anezhi neuze e oa kresket taoloù nevez; unan ag an taoloù nevez a zo daet da vout an droñjenn nevez. An droñjenn gozh, dre ma selle a-benn d'an dias, a varvas tamm ha tamm. Ha setu !
Ar foto am eus tapet n'eo ket c'hoazh genin, neuze em eus laeret ur foto vrav, ur skouer get ur vezvenn, àr lec'hienn Internet "La Hulotte" just a-walc'h.
Evit bout pardonet gete e yan d'ober un tamm bruderezh evit o lec'hienn: c'hwi a gavo fotoioù gwez pe bodoù bravoc'h-pe-brav aze --> http://lahulotte.fr/accueil.php?osCsid=205ggcd7pdsg9tj86g...
Ne gomzin ket ag an div wezenn arall am eus gwelet doc'h em vokiñ. Kas a rin fotoioù diwezhatoc'h. Na pas muioc'h ag an tokoù-touseg (Lepista inversa arre), nag a Stachys arvensis am eus adwelet; tapet em eus fotoioù plant hag a zo é kreskiñ en-dro diàr o gwriziad d'an termen-mañ, met ar fotoioù n'int ket genin naket.
Evit achu e komzin ag ur blantennig am eus gwelet e-tal "louzaouenn ar gontrampouezon" (gwelet pennad dimeurzh).
Setu hi:

Bourriñ a ran bras anezhe, rak brav eo o boketoù roz met traoù arall zo kaoz ivez. Ar plantennoù n'int ket gwall uhel met mistr.
Met setu ar pezh a blij ar muiañ din enne: o frouezh ! Lâret e vehe pennoù-marv, get poulloù an daou lagad, ha toull ar beg (pa vez sellet doc'hte ag an dan)... hag ur c'hlopenn brav ha blevek ! Ar gran bihan ha du a achap dre an toulloù.
N'em eus ket lâret o anv c'hoazh: Misopates orontium, "Muflier tête de mort", pe "Louzaouenn ar pennoù-marv" e brezhoneg neuze. Ur louzaouenn-blez eo, hag a vez kavet
N'eus nemete hag a c'hell kenveviñ get ar c'haktus en o fodoù e ti ma zud. Mervel a raont, rak plant blez int, ar plantennoù sec'h a chom ha diàr o had, d'an nevez-hañv, e sav re arall.
E-menn e vezont kavet en natur ? Er parkoùier, er jardrinioù... n'int ket stank met kavet e vezont e pep lec'h er vro.
Mat-awalc'h ! Arru eo an termen da gloziñ bremañ !
Oups... C'hoant ho pehe da welet ar pennoù-marv-se ?
Setu ur foto anezhe:

Hag amañ, ma faot deoc'h gwelet gwell: Misopates%20orontium%20Feldloewenmaul%201.jpg
17:45 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : La Hulotte







