« Torrizion-gouiltron | Page d'accueil | Il revient sur les lieux de son crime »

15/11/2008

Haïkuioù niverenn 11

Pinenn, diveradur
Al linennad erc'h
A-hed an droñjenn
Brec’h, e-tal ar c'hoad bihan, 5 03 2006

Heol el lec'h mat
Gwez tor ar manez
En o gloar
An Henbont, enderv-noz, 6 03 2006

Heol rous
Tachad ebet ankouaet
E kizelladur an tour
An Henbont, enderv-noz, 6 03 2006

Kogus izel
Selloù ar menez
El lec'hid
Elorn, tren etre Landerne ha Brest, 7 03 2006

An dour
E-mesk ar prad
Daoulagad nevez
Poulladoù dour, a-benn ar fin !, er pradeier tro-dro Rosporden, 8 03 2006

Melen-aour
Ur gogusenn a-dreuz dezhañ
Un herradig c'hoazh
An Arvor, serr-noz, 9 03 2006

Moualc'h yaouank get he buzhugenn
Dañjer bras
Ar big
Mintin, Amzer Nevez, Plañvour, 9 03 2006

Penn gris
Trapikelladur
Ar vran-tour en hor mesk
Plañvour, kreisteiz, 10 03 2006

Aod Groe
Pell ha tost en-dro
Amzer ur pezh karrad glav
An Arvor, 5eur20 d'enderv, 10 03 2006

Saout er vouilhenn
Gwez digloret
Flangenn iskis
Flangenn e-raok Landaol, evel ar blezioù kent, 2eur 30, 11 03 2006

Redadenn verrbad
Ar c'hazh liant
War ar vur bremañ
An Alre, 5eur, dirak an oto, 11 03 2006

Glav-bro
Tapennoù fin-fin
Hon hunvreoù
Brec’h, da vintin, strakaj, lâret ivez "glav-bro" dre-mañ, 12 03 2006

Douar ar c'hleuz
Bev-kel
Del keler kentañ !
Del keler, pe kistin-douar, er C'hoad Bihan, 12 03 2006

E-kreiz an aer du
En em zispenn
Ur gogusenn loar
Brec’h, noz, 13 03 2006

Ur steredenn
Divent
Ar-dreñv ar vourc'h
Brec’h, sav-heol, 14 03 2006

Ecrire un commentaire