« Haïkuioù niverenn 11 | Page d'accueil | Myxomycète - Miksomiset »
15/11/2008
Il revient sur les lieux de son crime
Setu me daet en-dro àr ar lec'h ma 'm boa gwelet ur blantenn dianav din, a familh ar c'hwervizon. Ha setu tennet din fotoioù anezhi. Gwelet em eus neuze, ar spont em daoulagad, e oa koad d'an dias ag an droñjenn: ur wezennig e vehe ? Ha spurmantet em eus ur bod Baccharis pas pell avaze. Daoust ha ur Baccharis yaouank a vehe dirak din ? Neuze e talv eo disheñvel-mat del ar wezenn yaouank, àr an hir, ha del ar wezenn arru en he ment, digoroc'h ha berroc'h. Gouiet a rit eo ar gwez Baccharis re hag a zoubl àr ar plant arall e paludoù hor bro-ni, ken e taont da vougiñ, kalz-pe-bihan, ar plantaj arall e lec'hioù zo. Kaset em eus doere da dud abil àr an traoù-se, get o sikour e vo gouiet penn d'an afer.

Ma, gouiet a ran, n'eo ket forzh spis ar foto... petra eo ar wezenn a weler he c'hlor àr-dreñv, d'ho soñj ?
Spisoc'h amañ: DSCN0004.JPG
A-du-rall, er memes tachad em eus graet ur gwel d'ar fenouilh disec'het ha d'o frouezh brav, gris ha linennoù àr-valir àrne. Ur blantenn panez disec'het get frouezh un tamm hañval (ag ar memes familh int) met hañvaloc'h doc'h koñfeti skañv... Un tamm pelloc'h, ur seurt gloanegenn (marse "Verbascum nigrum" ?), ne chom enni nemet ar frouezh ha-razh, àr-bouez ur boket, ha c'hoazh ar gurunennad petalennoù zo distaget hag emañ é kouezhel.
Ken e hunean bremañ en ur levr fiskal a c'hellehe bout: "Le grand guide des plantes desséchées et en fruits"... E blas a vo em levraoueg e-tal "Le grand guide des bouts de bois, des lambeaux d'écorce, des feuilles à demi décomposées, des débris de fruits, des tiges flétries et des pétales envolés" !
Setu bremañ neuze evit skeudenniñ an traoù un tamm, foto frouezh ar fenouilh tapet àr Internet.

Spisoc'h amañ: frouezh fenouilh.jpg
18:50 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : foeniculum, baccharis halimifolia







