« 2008-11-15 | Page d'accueil | 2008-11-17 »
16/11/2008
Myxomycète - Miksomiset
Setu ma pellgomzer din: kavet zo bet en ul letonenn, ur seurt tra hañval doc'h un dislonkadenn... ur gazeg-koad a seblante kavout mat an dra-se...
Mont a ran da welet, kemer a ran fotoioù met ne vo ket moaien d'o gwelet doc'htu. Melen eo ha dont a ra da vout gwenn (pe ar c'hontrel ?). En-dro d'ar boudoù bev-se, e seblant eh eus ur seurt milhenn treuzwelus. Mes al lodenn gwenn a seblant urzhietoc'h, seurtoù skant bihan a zo doc'hti.
N'ouian ket tamm ebet petra eo resis, met a-dra-sur eo e familh vras ar miksomiset (myxomycètes... myxo: mucus, milhenn ha mycètes: tokoù-touseg). Tokoù-touseg int, met tokoù-touseg n'o deus ket kalz a dra da welet get an amanit pe ar boledoù !
O buhez zo rannet (dre vras ! N'anavan ket forzh netra diàr o fenn !) etre div lodenn: ul lodenn mand int blot, gludek, hag evit lod, ma c'hellont en em ziblasiñ (!). Hag en ur prantad arall ag o buhez (pas pell goude, lies) e sec'hont hag e arru àr-wel an organoù a brodu spor. Stummoù gwall zisheñvel zo en o mesk...
Pezh zo, n'em eus ket levr ebet àr gement-se ha n'hellan ket lâret deoc'h kalz a dra muioc'h.
A-hent-all em eus bet tro da brederiñ àr "melkoni an diskar-amzer", gris ha difiñv èl ma oa an oabl, get kouezhadegoù del marv a-greiz-tout...
A-fed fotoioù em eus tapet lod ivez, dreist-holl fotoioù ur c'hleuz get plant izel a bep seurt; klask a rin sevel ur pennad àr planedennoù dishañval pep unan anezhe.
Met da c'hortoz, ur foto evit hiniv:

Polipod int, ar pezh a dalv "liestroad", rak, evel ma welit, ur rizom o deus, hag a red pe àr ur glor ur wezenn, pe àr ur vangoer, ha doc'h ar rizom-se e ta del, unan goude un arall. Hag ur wezh marv ha kouezhet an del-se e chom roudoù, bosoù a-hed ar rizom, un tamm evel treid ur viskoulenn vlevek... Karg anezhe a oa a-hed an nivarzh, doc'h an targosoù derv. E brezhoneg just a-walc'h e lârer anezhe d'al liesañ "Raden-derv", rak raden int (gwelet ho peus ar spor anezhe àr ar foto ?).Fank ha bouilhenn e-kreiz an hent. Hag un tenn-fuzuilh hag en deus ma lakaet da sailhal. Daoust ha bev e vehen evit skriv ma rubrikenn, henoazh ?
Ma, betek ar c'hentañ lenn.
16:35 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : myxomycète







