« 2008-11-16 | Page d'accueil | 2008-11-18 »
17/11/2008
En-dro d'an hent-tizh
Setu me achapet troioù kreisteiz hanter àr un hent n’anavan ket, marse e kavin traoù ? E kêr eo, pell eo an tachad a vout « an natur don » ! Met derc’hel a ran da vont. Setu dija gounezet an droiad : gwelet em eus tokoù touseg, ar « peziz orañjez » menestin pladoù bihannik-tra hag orañjez àr an douar noazh. N’eus ket kalz anezhe hag hanter-debret int d’ar melc’hwed (marse). Gouiet a ran e komzin anezhe em rubrikenn ! Derc’hel a ran da vonet, disammet ma spered. Pellikoc’h, setu un tachad vil a-walc’h, tier hag un „espace vert“, da lâret eo gwez ha geot touzet, hep al louzaou a ra d’an natur seblantout bev ! Pelloc’h c’hoazh, a-dreist ar gourhent, ur blantenn maol, Malva moschata, hag he boket dilikat ha roz. E-taldi, Galium a zo é kreskiñ doc’h ar plant arall, an drez da skouer; ha c’hoazh er memes tachad, Crucianella ......, ur blantenn tost doc’h ar Galium, get del hag a ra kroazioù hed-ha-hed ar gorzenn... Ha boketoù melen, met pas d’an termen-mañ ag ar blez.
Souezhet on é welet eh eus c’hwen-plant, ha sirfennoù (kelion-aoue, des syrphes), d’an termen-mañ just a-walc’h… ha ni e-kreiz miz Kalañ-goañv ! Met gwir eo n’eus ket bet skorn betek bremañ.
Atav a-hed ar gourhent, unan ag ar seurtoù askol bravañ, “Carduus nutans”, da gentañ e welan just ar rontadoù del, ha goude boketoù roz ha souket o fennoù (diàr-se e ta an anv-gwan nutans). N’int ket stank anezhe er Morbihan, pe, evit lâret ar wirionez, kavet e vezont kentoc'h e-kostez ar mor geneomp-ni, rak ma vourront ag an douar-raz. E reter ar Morbihan o c'haver a-du-rall. Pasapl a seurtoù askol a zo dre ar vro, an darn vrasañ a zo rannet etre daou rummad: ar gener "Carduus", an askol "gwir" get blev simpl d'o frouezh, hag ar gener "Cirsium" get blev pluek d'o frouezh. Hep kontiñ re arall evel an askolenn-vrizh (Silybum marianum) am boa komzet anezhe an deiz arall.
Setu evit hiniv (euh… n'em eus ket komzet deoc'h ag ur c'heotenn am eus dastumet tammoù anezhi a-benn gouiet e anv, met henoazh n'em eus ket hoar d'er gober).

Peziz orañjez

Hag amañ evit gwelet gwell framm fin an del: carduus nutans rosette.jpg

Carduus nutans, ur boked souket e benn.

Malva moschata
18:50 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Carduus nutans







