« Un nebeut fotoioù | Page d'accueil | Notennoù dec'h »

18/11/2008

ar vur vurzhudus

Un tamm troiad goude bout lakaet mam belo da rañjiñ; gris an amzer, ur c'hoad e-tal ur lotisamant; klask a ran pellaat a-zoc'h an tier. Ur c'hoad sapin, ur park goude; pas kalz a dra met klask a ran sellet doc'h ar plant disec'het, goude bout kollet o frouezh. Tamm-ha-tamm, ar blantenn é vonet da netra. Ha just goude e soñjan: a-benn ar fin, a-bouez eo gouiet, pa seller doc'h ur blantenn, hag ur blantenn-blez eo pe unan daou vlez, pe unan badus ! Cheñch a ra pasapl evit ar blantenn ! Ha lies-mat, ne glasker ket gouiet (me, da skouer, evit plant zo n'on ket evit gouiet)... a-benn ar fin eh oc'h un tamm dismegañsus e-keñver ar blantenn ma ne ouiit ket an dra-se, a soñjen-me àr an hent-se. Evel pa ne rahec'h ket foutr ag he buhez.
Ma, goude an traoù-se e tostaan doc'h ar vourc'h en-dro, hep bout kavet forzh netra ispisial. Ur momant, setu ur blantenn anvet antrisk, emañ é prientiñ boketoù ! D'an termen-mañ... da gustum ar re-se a vez e boketoù e miz Ebrel-Mae. Met atav e kaveet lod ha ne raont ket èl ar re arall. Hag evit plant zo, ar re a vev daou vlez da skouer, e vez rekis monet e bleuñv kousto pe gousto an eil blez ! N'em eus ket lâret, met ar blantenn-se zo a familh ar c'harotez.
Un tamm goude, setu ar vur vurzhudus. A-hed ar vur-se, kozh anezhi, tammoù plant (boutin a-walc'h) hag a gresk, ha dre mand eo ken uhel èldin, e c'hellan arvestiñ doc'hte forzh aes. Aze, ur blantenn dule get pennoù iskis: seblant a ra e kresk del doc'h lein ar barrad boketoù... Un nebeudig ag ar plant-se a zo e boketoù; ar jeraniom da skouer. Hag amañ, ur radenenn-derv (polipod), komzet em eus anezhe an deiz arall.
Met geo ! polypode4.jpg
Ha pa droan an delienn, setu ar sporañjoù (an organoù hag a brodu hag a zoug ar spor) orañjez-flamm, un dudi ! Ur misi a gavan ! Eya, e-kreiz Kalañ-Goañv, miz Du, setu livioù splann, met n'o gweler ket rak evel just ar re-se zo troet a-benn d'an dias. Ya, keneve-se e vehe glebiet ar sporañjoù get an dour-glav forzh aes... ret eo krediñ neuze e vez kaset ar spor raden-derv get an avel. Ma, eh an da sellet er levrioù.

Setu, goude bout desket un dra (rak a-benn ar fin, ne ouien ket da be termen ag ar blez e weler spor èl-se edan ar raden-derv) e talc'han get ma hent. Karot a zo é tonet e boketoù ivez aze, ma !

Ha setu achu ma zroiad.

Ecrire un commentaire