« En-dro d'an hent-tizh | Page d'accueil | ar vur vurzhudus »
18/11/2008
Un nebeut fotoioù
Ar mintin-mañ e kasan deoc'h un nebeut fotoioù e-mesk ar re am boa tapet; arruet int àr ma urzhiataer. Ne lakain nemet un nebeut, ar re am boa grataet deoc'h !
Setu dija tokoù-touseg an ti-gar, stummoù boulloù dezhe:

Setu unan get e stumm:

Setu enta an helvellenn (an hani am eus gwelet, ar wezh-mañ !) an tok-touseg-mañ en doa ma lakaet da vout bamet d'e vraventez:

N'oc'h ket bamet ? Sellit 'ta a dostoc'h:
IMG_1996.JPG
Atav get ar champignoned, setu an traoù iskis el letonenn am boa komzet deoc'h anezhe (ar miskomiset):

An askolenn-vrizh (Silybum marianum), ar re am eus gwelet:

Ar senegri pe aval-spernek (Datura):

Ar blantenn dizanav àr ar riblenn:

Ha, the last but not least, ar wezenn "merionaerez" ; koñkour: doc'h petra e c'hellit keñveriiñ stumm ar barr-mañ ? Digorit dorioù ho ijin !

Pe: IMG_2009.JPG
10:05 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (1) | Envoyer cette note
Commentaires
Setu, ar wezenn-mañ a bleg pognez !....met get piv ?
N'eo ket ?
Joa deoc'h
Ecrit par : anne | 19/11/2008







