« Notennoù dec'h | Page d'accueil | Ar c'hoñkour »

20/11/2008

Ar rouanez

Pa dremenit dre ul lec'h mand oc'h bet c'hoazh é pasiñ, gwezh-a-vez, kuit a glask traoù nevez bepred, ho pez plijadur é welet ar memes plant. Ar wezh-mañ e tegouezh an dra-se genin, a-ziàr un tamm plantenn hag a vev er garzhoùier, get boketoù violet hañval doc'h milinoùigoù-avel evit ar vugale, c'hwi oar, re plastik aze, ha liesliv, get un troad evit o c'hemer en dorn ha c'hwezhiñ àrne !
Amañ eh eus ur boked hepken, edan ur bod, hag a zo é penn ur gorzenn wevn, ha seblant a ra selliñ doc'hin get ur sell lugernus, pa arruan ar mintin-mañ.
A-benn ar fin, marse eo merket ma spered get ar boked-se en arbenn mand eo en e unan edan ar bod ?

49e3d3e44155a7478dfd46445e52c78c.jpg

Ur boked pervañch bihan (Vinca minor); lennet em eus penaos he anv brezhonek zo "Rouanez".

Diwezhatoc'h, an enderv gris a zo é tostaat doc'h e fin, dija... Ha me, da c'hortoz an tren, é sellet tro-ha-tro d'an ti-gar. Gloanegennoù sec'h a astenn o divrec'h hir (moarvat Verbascum pulverulentum: la molène floconneuse) ha sec'h, karget a frouezh. Ar gloan hag a barti a-dammoù a-ziàr an del a zo kaoz d'o anvioù brezhoneg, galleg ha skiantel. E-tal eh eus rezeda (Reseda luteola). Ne weler mui anezhe nemet ar bizhier hir ha moan a zoug ar frouezh sec'h, iskis o stummoù.

Setu evit hiniv,

06413adb28aac71232fd9f8f709eec1e.jpg

Reseda luteola (amañ int e boketoù)

A ! Ankouaet em eus skriv penaos e oan bet sikouret get tud abil (c'hoazh ur wezh) da gavout anv ar miksomiset hag a denne un tamm doc'h reboursadur (ya !) àr ar geot: anvet int "Mucilago crustacea". Bravat un anv !
Ma ne ouiit ket petra eo, sellet doc'h rubrikenn ar 16 11.

Chê a-c'hoal un dra kavet. Met daou a chom c'hoazh àr ar stern (pevar memp pa gonter tout); peadra da goll amzer c'hoazh ! Met an amzer gollet-se ne vez ket kollet tre. Ur blantenn ho peus klasket he anv a vo dek gwezh aesoc'h derc'hel soñj anezhi evit unan ma vo bet roet he anv deoc'h doc'htu, e-raok m'ho pehe goulennet zoken.

Ecrire un commentaire