« Ar c'hoñkour | Page d'accueil | Dañs ar geranium dissectum »
21/11/2008
ur valafenn dizanav
Setu me é vonet evit ar wezh kentañ get ur riboul evit an dud àr droad, edan an hent-houarn. D'an tu arall, pas kalz a dra nevez. Daou dra am eus gwelet mes ne ouian ket anv ebet dezhe: ur valafennig orañjez àr ur boket c'hwervizon, bec'h é suniñ an nektar. Ha tokoù-touseg gell-teñvel, get lavnennoù liv un tamm "bistr" marellet...
Nebeut a dra e gwirionez... Ar vanketoù an hent eh eus ivez plant jeraniom, "ar jeraniom didroc'het" (Geranium dissectum), unan ag ar seurtoù jeraniom paotañ er c'hornad-mañ (etre an Oriant ha Gwened, evit an dud nevez àr ar blog-mañ). Netra souezhus neuze... met faot a ra din komz ag ar plant a zalc'h d'ober boketoù e-kreiz ar mizioù du, hag ar re-mañ a zo lodek er "labour"-se; a-hent-arall, en em gavout a ran da noz get tud ur bochad abiloc'h evidin àr an evned, hag e gwirionez e soñjan penaos ne gomzan ket forzh lies ag an evned amañ... petra zo kaoz 'ta ? Neoazh eh eus danvez a-hed ar blez gete, etre ar re a chom dre-mañ dalbezh, ar re a za d'ar goañv, d'an hañv, ar re a vez just àr dremen...
Ma, arc'hoazh e kasin un droiad-bale e koadoù Lokoal-Kamorzh. Marse en ho kwelin eno ? Peurchañs e vo danvez da vagiñ ar rubrikenn-mañ, mard eo an amzer a-du geneomp...

Geranium dissectum
ur foto tapet àr ul lec'hienn e saozneg, lan a fotoioù (seblant a ra, met n'em eus ket amzer da surfiñ), dle e vehe din lakaat seul taol ar chomlec'hioù èl-mañ, met amzer a gemer ur seurt...
http://www.johnsonscreek.co.uk/
23:17 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : geranium dissectum







