« 2008-11-21 | Page d'accueil | 2008-11-24 »

23/11/2008

Alter'Nantes

Dre zegouezh un tamm zo bet lâret din e oa un dra interesant da selaou àr Alter'Nantes FM, ur webradio hag a ro ar gomz d'ar c'hevredigezhioù tro-dro Naoned. Hag ho aliiñ a ran da selaou doc'h un abadenn d'ar sul d'an noz (6 eur - 8 eur), m'ho pez tu, "Radio Erika" eo. Lakaat a ra an dud da soñjal ha da eskemm àr sujedoù a-bouez evel dazont al labour-douar, ar bio, an OGM, an digreskiñ, an energiezh... Ur blog zo graet evit lakaat an dud da welet lec'hioù, da selaou traoù zo... neuze e ran ma "micher": bruderezh evite.
http://www.alternantesfm.net/sommaire.htm
Estroc'h evit notennoù natur ha barzhoniezh a zo da lakaat àr ar blog-mañ ivez !

Petit mot en français: un peu par hasard j'ai découvert la radio AlterNantes qui donne la paroles à disverses association, et je vous conseille d'écouter l'émission Radio Erika le dimanche soir entre 18h et 20 h, une émission qui fait réfléchir sur des sujets très importants comme le bio, le lien social, la simplicité volontaire etc... A découvrir, surtout pour les Nantais certes mais aussi pour les autres ! Lien ci-dessus (c'est une webradio).

Brini ha melilotus alba

Touenn... kollet em eus amzer aze !
Skrivet em eus notenn hiniv ha aet eo da get, peogwir em eus gortozet re e-raok kadarnaat ha kas...
Setu neuze e vo un tamm paour ma notenn, rak amzer n'em eus ket mui....

Ar mintin-mañ: div vran, gwelet ag an tren, en Henbont, a-dreist toenn ur silo. C'hoari a raont get an avel ! Diskenn, krapout, àr un nebeut metroù hepken, klask chom difiñv en avel. Evel ar brini beg melen (chocards à bec jaune) er menezioù...

D'enderv e ran un droiad belo evit ma notenn. Skornet on.
"Melilotus alba" (Melaouenn wenn hervez levr Thierry Châtel) a sailh àr ma daoulagad, mes n'arrestan ket. Ar re-mañ a zo plant tost doc'h ar melchon, met uhel-mat, hag a gresk en tachadoù lec'h mand eo bet bouljet an douar...

93825dd4193fd49d42b86d08b34c9c36.jpg


A-du-rall, un tok touseg àr vord an hent. Moarvat "Clitocybe nébuleux". Tapet em eus unan evit tapout e spor er gêr. Sikour a ra evit bout sur a anv ar loen !

Ankouaet em eus komz ag ar lostigoù paelon (mésanges à longue queue) hor boa gwelet dec'h a-dreist hor pennoù (ur vandennadig anezhe, get kriadennoù fin, èl ma vez gwelet lies er goañv). Setu ur skeudenn:

ee038ebbf7385c8a43511295e0a6aa34.jpg

Ur lostig-paelon

Troiad er c'hoad dec'h

Setu tremenet neuze an droiad er c'hoad a oa bet aozet get Kerlenn Sten Kidna e Lokoal-Kamorzh dec'h d'enderv. Fotoioù ne vo ket c'hoazh hiniv, diwezhatoc'h e arruint, an amzer d'o c'has àr ma urzhiataer.
Met gellout a ran reiñ deoc'h da dañva lod ag ar pezh hon eus gwelet eno.
An amzer a oa a-vod evit seurt baleadenn. Glav-bro a oa da gentañ, un tamm muioc'h a c'hlav d'un termen zo bet, hag evit achuamant an droiad, pas ken ! Gris a-walc'h ur seurt, met an heol en doa goarnet livoù flamm ha spis er fin. Mard eo brav a-walc'h ar foto anezhañ e tiskouezin amañ.
A-fed tokoù-touseg, n'eus ket bet kement-se anezhe, met trawalc'h da dañva goustoù kreñv !
Setu da gentañ seurtoù "foliot" (pholiotes) orañjez, hag a gresk doc'h ar c'hoad. Ur goust c'hwerv gete, dreist-holl get kroc'hen an tok ! Goude, setu ur rusulenn, "Russula emetica", unan get ur goust pikus ha loskus ! Lod o deus tañvaet, ha soñj o deus bet e-pad ur lodenn vat ag an droiad !
"Treid glas" ivez (pieds bleus), misen (mycènes), hag ivez seurtoù polipor, re hag a zo plat a-walc'h hag a gresk doc'h an tousoù koad. Get ar loupenn hon eus gwelet an toulloùigoù edan an tok.
Diwezhatikoc'h, setu ar memp seurt polipor, met e-leizh brasoc'h, àr un tous. Ag ar re-mañ zo bet tapet ur porteled, gwelet e vo goude. Seurtoù kortiner ivez (cortinaire) a welomp, re ruz teñval. Da ziwall a zo rak lod ag ar c'hortiner-se zo fall-bras evit ar yec'hed.
Tammoù tokoù-touseg arall pa zistroomp hed-ha-hed get an hent. Da skouer re hag a gresk, ivez, doc'h an troñjoù. Ur foto zo anezhe, get o stummoù mistr.
En em gavout a raomp get dastumerion tokoù-touseg; ar re-mañ peurchañs a anav mat un nebeut spesadoù mat da zebriñ, rak setu int get chantrel, treid-deñved... ur sklisennadig anezhe ur seurt !
Pas pell àrlerc'h, setu unan brav; unan a c'hell ho lakaat klañv-bras ivez. Gwenn-kann, setu un amanitenn, marse "Amanita verna". Unan ag an teir amanitenn hag a c'hell lazhiñ, atav. Spi am eus e vo splann a-walc'h ar foto anezhi.
Distro àr hon goar (evit lod, rak un nebeudig zo aet dirak); en achuamant setu ur wezenn ag ar vravañ, get ur seurt skouarn evel ur greg-kafe: ur skourr anezhi a zo aet da begiñ en-dro doc'h an troñj goude bout dispartiet anezhoñ. Ha d'an tu arall, ar mervent alaouret get an heol, goude d'ar c'hogus bout laosket un tamm plas goullo en oabl d'an tu-se.

Ag ar choaz; fotoioù (un nebeudig, n'hon eus ket kemeret ur yoc'h) a vo moaien deoc'h gwelet un tamm
diwezhatoc'h.

77b637ad7f93e9ccfa6b291b4a3aae0f.jpg

Amanita verna (Amanite printanière); moarvat an amanitenn hon eus gwelet e Lokoal-Kamorzh.
Debriñ ag ar seurt amanitenn a c'hell ho kas d'ar vered. Get unan hepken, evit un den bras, ne vo ket trawalc'h marse, evit mervel, met peadra da vout droug-bouzelloù bras (gwallaoziñ a ra an avu).

Setu ur foto arall hag a ziskouez splann penaos eo an amanit-se:
Amanita verna.jpg
Lavnennoù gwenn, (spor gwenn ivez), gwalenn, sac'h: setu ar pezh a ya d'ober unan ag an teir amanitenn dañjerusañ (get Amanita virosa, hag Amanita phalloides); met diwallit, gwezh-a-vez e ya ar walenn diàr-wel, pe kuzhet e vez ar sac'h get ar gwiskad del sec'h pe an douar...

Toutes les notes