29/11/2008

Pier ar Go ha Led Zeppelin

Setu en em lañsan hiniv en un dra hag a vago ivez mam blog, plaen... skoet ar soñj e ma fenn, an neizhour, da enrolliñ krennlavarioù a ma c'hornad evit ma vehent anavetoc'h get an dud. Nag ur binvidigezh ur seurt enne, ret eo anzav. Lod anezhe zo diamzeret avat, met pas kalz e gwirionez; dreist-holl ar re a denn d'ar merc'hed; ar re a denn d'ar labour, da skouer, na bout ne gasont ket an dud da c'hoarzhet pe da farsal, a zo liv ar wirionez àrne ur sort. Marse e vehe moaien sevel un noziad er vro un deiz bennak lec'h ma vo ar c'hrennlavarioù danvez, ha digarez, da c'hoari. An nep a lâro ar muiañ anezhe er gomz a c'hounezo ! Met n'omp ket c'hoazh amañ.
Lenn a rin neuze, tamm ha tamm, pajennadoù a levr Pier ar Go, hag a dolp krennlavarioù pe lârennoù bet serret dezhoñ e bro Gwened Uhel.
Pendeogwir e oa un tamm sec'h ha kentelius betek re o enrolliñ a capella, em eus soñjet lakaat ur sonenn àr-dreñv; rock-and-roll lakaomp ! Met klask a rin chañj ar stiloù, memes ma vo pasapl a Led Zeppelin pe Ar Re Yaouank. Petra a faot deoc'h ! Ar son avat n'eo ket gwall bropr. Marse en amzer da zonet e vo moaien gwellaat an dra-se ?
Met grait fonnapl evit profitiñ hag evit deskiñ lod ag ar c'hrennlavarioù. Lod-kaer a chomo gwir, met an tu d'o c'hlevet marse ne chomo ket. Un deiz bennak pa ne vo ket mui a urzhiataerezh e vo mat bout tennet akuit anezhe evit deskiñ furnez ar bobl !

Setu enta ar lodenn gentañ !

Proverbes Er labour 1-16.mp3

Ar levr: Oeuvres de Pierre Le Goff, embannet get Institut Culturel de Bretagne / Skol Uhel ar Vro

An ton: "Four Sticks", Led Zeppelin

Estroc'h evit traoù dastumet get Pier er Go e klaskin lakaat ivez traoù dastumet genin.

Ecrire un commentaire