« 2008-10 | Page d'accueil | 2008-12 »
30/11/2008
Ur vezh !
Ur vezh eo ! A-fed an natur, hiniv, n'em eus ket bet amzer d'ober troiad ebet na troiadig ebet... Hag ar sul neoazh ! An hanter ag an devezh a zo bet tapet get ur c'hig-ha-fars mat-bras, gwir eo...
Petra am eus gwelet neuze ?
Gwez platan ar blasenn, un nebeudig del enne ur seurt.
Lârit din: petra zo dibar get broñs ar platan... Eya ! Ar vroñsenn a zo gronnet get lost an delienn, ha kement-se a vez gwelet pa vez sellet doc'h un delienn varv edan ur blatanenn. Gwelet e vez eo ledan hag àr-gelc'h diaz lost ar blatanenn.
Da betra, a lârit c'hwi ? Da betra gwarantiñ ar vroñsenn èl-se ? Kerzhit da ouiet... Ar platan n'int ket gwez avamañ, rekis e vehe goulenn gete... petra eo o bro orin just a-walc'h ?
Ar spesad a welomp er straedoù dre amañ a zo un hiron etre Platanus orientalis (a gostez an Turki) ha Platanus occidentalis (a gostez Amerika ar C'hreisnoz). Mat e vehe sellet get an daou spesad orin neuze...
Ma, klozomp amañ.

platanus.gif
Chê, c'hwi a wel beg lost an delienn ? Nag ar frouezhenn e stumm un avalaouer bihan ?
23:05 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : platanus
Krennlavarioù Er Labour 17-33
Setu neuze an eil tamm;
an ton a glever àr-dreñv a zo "Evelkent evelkent" get Ar Re Yaouank.
Proverbes Er Labour 17-33.mp3
09:01 Publié dans Pier ar Go | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Pier er Go, Pierre Le Goff, Ar Re Yaouank, proverbes, krennlavarioù, labour, travail
29/11/2008
Yen ha gleb
Yen ha gleb; setu tres an amzer hiniv. Monet a ran da vale a-hed an hent-houarn ur seurt. Gwelet a ran ur bod-kenaou a zo dija dispaket e visigoù. Drol eo ur seurt, hennezh n'en deus ket komprenet n'omp ket c'hoazh e C'hwevrer !
Setu me é tiskenn betek ur prad izeloc'h; karg eo ar prad a zour. Setu un nebeut plantennoù Polygonum hydropiper, an anv-se a dalv pebr-dour. Setu c'hoazh unan plijus da dañva, ken 'met evit santout loskadur ar seurt pebr-se, ha ne ra ket kement-se a zroug d'an teod just a-walc'h, pas muioc'h evit ar pebr. Er lec'hioù dourek en o c'haver, hag a-ziabell e weler o fennoù moan ha stouet. Met diwallomp ur seurt, spesadoù arall a zo tost.

Un tamm goude, àr riblenn sablek ar straed, ur seurt liken livasennek ha du hag a vez kavet el lec'hioù sablek, noazh, ha pa vez trawalc'h a zour. Marse a-walc'h unan ag ar gener "Collema", hañval a-walc'h doc'h bezhin.
Klask a rin gober fotoioù.

Collema sp.
Ha setu, mall eo monet e lec'h kaer en-dro.
16:43 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
Pier ar Go ha Led Zeppelin
Setu en em lañsan hiniv en un dra hag a vago ivez mam blog, plaen... skoet ar soñj e ma fenn, an neizhour, da enrolliñ krennlavarioù a ma c'hornad evit ma vehent anavetoc'h get an dud. Nag ur binvidigezh ur seurt enne, ret eo anzav. Lod anezhe zo diamzeret avat, met pas kalz e gwirionez; dreist-holl ar re a denn d'ar merc'hed; ar re a denn d'ar labour, da skouer, na bout ne gasont ket an dud da c'hoarzhet pe da farsal, a zo liv ar wirionez àrne ur sort. Marse e vehe moaien sevel un noziad er vro un deiz bennak lec'h ma vo ar c'hrennlavarioù danvez, ha digarez, da c'hoari. An nep a lâro ar muiañ anezhe er gomz a c'hounezo ! Met n'omp ket c'hoazh amañ.
Lenn a rin neuze, tamm ha tamm, pajennadoù a levr Pier ar Go, hag a dolp krennlavarioù pe lârennoù bet serret dezhoñ e bro Gwened Uhel.
Pendeogwir e oa un tamm sec'h ha kentelius betek re o enrolliñ a capella, em eus soñjet lakaat ur sonenn àr-dreñv; rock-and-roll lakaomp ! Met klask a rin chañj ar stiloù, memes ma vo pasapl a Led Zeppelin pe Ar Re Yaouank. Petra a faot deoc'h ! Ar son avat n'eo ket gwall bropr. Marse en amzer da zonet e vo moaien gwellaat an dra-se ?
Met grait fonnapl evit profitiñ hag evit deskiñ lod ag ar c'hrennlavarioù. Lod-kaer a chomo gwir, met an tu d'o c'hlevet marse ne chomo ket. Un deiz bennak pa ne vo ket mui a urzhiataerezh e vo mat bout tennet akuit anezhe evit deskiñ furnez ar bobl !
Setu enta ar lodenn gentañ !
Proverbes Er labour 1-16.mp3
Ar levr: Oeuvres de Pierre Le Goff, embannet get Institut Culturel de Bretagne / Skol Uhel ar Vro
An ton: "Four Sticks", Led Zeppelin
Estroc'h evit traoù dastumet get Pier er Go e klaskin lakaat ivez traoù dastumet genin.
10:44 Publié dans Pier ar Go | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Pier er Go, Pierre Le Goff, Led Zeppelin, Four Sticks, proverbes, krennlavarioù
28/11/2008
ar blantennig dianav
Soñj ho peus a honnezh ?

Arruet on d'enderv... ha ne oa ket mui anezhi ! C'hwennet ! Arvarus eo buhez plant ar riblenn-straed !
19:12 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
radeneg
Setu me àr mam belo goude un devezh glav, arrestiñ a ran en ur radeneg get gwez-pin, un tu anezhe sec'h, hag an all, durc'haet doc'h ar c'hornôg, gleb. Ar raden zo bremañ en o stad goañv.

An heol a zo é vonet da goach etre haleg ha derv...

Photos appareil Sten Kidna 049.jpg
Netra dreist-ordinal get an div skeudenn-mañ met un tañva a-feson d'an termen-mañ ag ar blez.
A-dreist ar fozell, ur blantenn aouredal kroset, hag he boketoù, int, zo sonn en o sav.

Kan mut ur prad brumennek ha c'hwezh ur blantenn bent er fozell a vo ma lod e-raok monet a-fourch àr mam belo arre. N'eo ket hiniv c'hoazh e welin ur sparassis doc'h troad ur wezenn-bin.

Ha... Photos appareil Sten Kidna 051.jpg
19:05 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : heol, raden, pin, brumenn, sonchus
27/11/2008
Panellus stypticus
Setu me en un tachad un tamm iskis, minotennoù kroaz-digroaz, menezioù ha devalennoù bihan. Aes eo koll e hent a-barzh, d’an niver a hentoù a zo, met gwelet a reer fonnapl penaos an tier n’int ket ker pell-se ha n’eo ket gwall ledan an tachad-se. Un dachenn-c’hoari evit ar VTT a vehe ?
Goude ur momant on pedostig kollet a-barzh.
Etre ar gwez-pin yaouank, bodoù-lann bihan, banal, drez… derv izel…
Hag, en un taol, setu un tok-touseg a blij din blaouac’h : Panellus stypticus !
Un tamm tok-touseg a netra (2-3 cm a ziametr d'ar muiañ), hag a gresk doc’h an tousoù, ar barroù kouezhet… gris e groc’henn, gwagennek bevenn e dok, hag un dra bennak hep e bar. Ya, eñ eo sur a-walc’h. Penaos bout sur ? Ma ‘m eus dalc’het soñj ken aes a anv an tok-touseg-se emañ en arbenn ag e c’houst. Hag evit bout sur em eus tañvaet en-dro… Santet em eus, evel ar wezh kentañ, al loskadur-se é arru, un tamm goude bout lonket al lodennig-se ag ar c’hroc’hen. Ur loskadur, pas àr ho teod, nann, met en ho kargusenn, un tamm evel a pa vehec’h tapet get an droug-goûg. Ar goust-se a zo anvet « styptique » e galleg. Desket hor boa ar ger-se an deiz m’hor boa eñ lennet er levr àr an tokoù-touseg.
Hag ar ger, pas muioc’h evit ar goust stag doc’htoñ, n’hon eus ankouaet a-c’houde !
Diaes eo da zisplegiñ, met ur blijadur vras em eus bet é welet, é touchiñ hag é tañva hennezh, memes ma santan c’hoazh ar loskadur-se em goûg e-pad mand on é skriv ma fennad.
Un tamm pelloc’h, ha me àr hent an distro, e welan ur blantenn a vourran bras anezhi: Ornithopus perpusillus. An anv dija zo ur brav a anv. Met komz a rin anezhi diwezhatoc’h. Hiniv e oa devezh “Panellus stypticus” !

Panellus stypticus !
17:12 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Panellus stypticus
26/11/2008
Evned ar serr-noz
Serrnoziñ a ra dija ha n'em eus ket bet a c'hoar da vale kalz betek bremañ; setu me neuze er straedoù, e kêr.
A-fed plant e welan dreist-holl penaos ar gwez platan a soñj en o c'hoarezed bihan ar louzaou, rak a-hed ar faoutoù er gouiltron a verk lec'h o gwriziad e weler louzaou a bep seurt doc'h en em staliiñ a nebeudigoù: c'hwervizon, conyza met ivez ur spesad plant munut, ar Sagina; ar re-se (e gwirionez e vez kavet dreist-holl daou spesad ag ar re-mañ dre amañ) a c'hell kreskiñ en disterañ toull er straed e gwirionez, get o del fin hag o boketoù biotik. E familh ar Silene int (caryophylacées). Setu aze, doc'h troad ur blatanenn, ur blantenn karotez hag a zo e bleuñv ! N'eus kazimant nemet ur rodad del hag an daou voket a-dreist, izeloc'h eo ar blantenn en he fezh evit 10 cm. Setu ur bonzaï neuze !
Met get an evned em eus dreist-holl ur skeudenn ag ar serr-noz: bandennadoù gouelini e stumm V-où a ya a-benn d'ar mor, peurchañs da gavout o lec'hioù-kousket. Ur strobad dridi a ra troioù a-dreist kêr, evel ma raont lies da serr-noz. Hiniv ne welan ket, met pa vez ur voiajad anezhe e vez fiskal gwelet penaos e chañj stumm ar strollad, penaos e troont tout àr-un-dro amzer ur segondenn...
Ur voualc'h a zo é tik-tikal evel ma raont, int ivez, d'an termen-mañ ag an deiz.
Ha setu neuze unan hag a ya en tu gin d'ar gouelini. A gentañ e kredan eo un durzhunell durk met fonnapl e veizan eo un evn-preizh. Ur falc'hun logotaer ? Pas, re ront eo e zivaskell. Pa vehen me duac'h èl mignoned zo am eus e bed an ornitho e vehen katapl da lâret a-benn petra eo doc'h e feson da nijal (foetiñ a ra an aer ur momant, hag ar momant goude e plav, hep fichal an divaskell, met hep koll tizh nag hep diskenn). Ur spalouer marse a-walc'h (épervier) met penaos bout sur ?
Ma, amzer din da skriv ma notenn, koustele eo arru an noz !
Eya, setu hi.
Ur skeudenn evit hiniv ?
Ma, ur Sagina neuze:

Sagina procumbens
18:00 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
25/11/2008
fotoioù an dro-vale
Evit an notennoù natur hiniv, ne vo ket kalz a dra e gwirionez, nemet on chomet un herradig, da serr-noz, da gompren un torig-ruz é kaniñ. An evn-se zo un tamm hep e bar ur seurt. N'eus ket nemetoñ a glever é kaniñ d'ar mizioù du èl ma ra ! Ha plaen e vez é ober oc'hpenn ! Melkonius eo e gan un disterañ, gwir a-walc'h eo, mes kaniñ a ra ac'hoel !
....
Setu neuze fotoioù ar valeadenn e Kamorzh; e gwirionez zo lod anezhe er rentiñ-kont am eus graet àr lec'hienn ar Gerlenn Sten-Kidna: http://kerlenn-sten-kidna.nireblog.com/
Amañ ne rin ken enta nemet diskouez deoc'h ar re n'int ket bet lakaet àr vlog Sten-Kidna, dre ziouver a blas.
Ankouaet em eus lâret penaos hor boa gwelet, àr vord an hent, ur paour-kaezh den tort é c'houlenn an aluzon; del sec'h en deus bet evit e lod. C'hoazh unan hag en deus diskanet fall d'ar gorriganed !

An ifolomoù zo bet diskouezet deoc'h: nag ar polipor, a lârit c'hwi ? Setu eñ:

Nag an heol e fin an devezh, nag ar wezenn-greg ? Setu int:


IMG_2133.JPG
18:25 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (1) | Envoyer cette note
circassien de la mort qui tue
Evit ar re a vourr ag an tonioù enrollet e-mesk huchadennoù an dud get ur son kej-mej ha lous (son an enrolladenn, pas ar son orin !), met get un nerzh diaoulek a-barzh, setu un ton "live" bet enrollet 3 blez zo hanter e Baod ! Tomm-skaot ar sal an deiz-se, soñj am eus (gwir eo n'eo ket bet studiet mat ar sal nevez ha re domm e vez ordin !).
Guichen Quartet eo a zo é soniñ !
Ceux qui aiment le son pourri (de mon enregistrement, pas le son d'origine !) plein de cris mais aussi de force et de danse de fous, voici un live vieux de 3 ans et demi, à Baud !
circassien d la mort qui tue Guichen Baod.mp3
Setu !
13:01 Publié dans Sonerezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : guichen quartet







