« Ur vezh ! | Page d'accueil | Krennlavarioù Er Labour 34 - 51 »

01/12/2008

Pennig-glaou du

Troioù un eur 'met kard, debret merenn din, setu me er-maez, brav a-walc'h eo an amzer. Ur steudad sapin a zo un tamm pelloc'h, ha petra a welan pa arruan ? Pennigoù-glaou du (mésanges noires), ag ar spesad-se hag a zo tost doc'h ar pennig-glaou glas (mésange bleue) hag ar pennig-glaou bras (mésange charbonnière). Ar chañs am eus da welet an tri spesad hiniv, hag ur c'houblad pennigoù-glaou bras, fistilh gete.
Met get ar re zu on plijet dreist-holl hiniv, rak ma n'o gwelan ket forzh lies. Hag amañ e oa ur vandennad anezhe, 4 d'an nebeutañ. Klask a raont boued e barroù ar sapin, diskenn a raont d'an douar, ha krapout a raont en-dro. Ur feson d'ober un tamm disheñvel doc'h kani ar pennig-glaou glas. Tostik ar memes ment o deus an daou spesad. Met ar pennig-glaou du zo... gwenn, gris ha du, ha n'eus tamm glas na melen ennoñ.
Ha dreist-holl, un tarch gwenn zo en e boullkil, hag a vez gwelet splann.
Lennet em eus penaos ar goañv-mañ e oa ur bochad muioc'h anezhe e-keñver ar goañvioù kent. Normal eo neuze e tahe din gwelet un nebeudig. Get plijadur.

74a159172d63835d510c710df2c24560.jpg

Ar pennig-glaou du (Parus ater)

668ffdf16c6ec4997c0fadfde41c0442.jpg

Hag amañ e weler mat an tachad gwenn en e boullkil.

Setu !

Ecrire un commentaire