« 2008-12-02 | Page d'accueil | 2008-12-04 »

03/12/2008

Aour-ar-lann

Setu me é vonet da drapikellat un tammig er flangenn. Ma soñj zo da gentañ get an evned, met fonnapl e welin eo kentoc'h un devezh evit ar gwez hag an tokoù-touseg.
Met batri ar benveg-fotoioù am eus implijet hiniv a zo diskarget, neuze n'hellan ket lakaat ar fotoioù amañ tre-g'an-hent; diwezhatoc'h e vo ! Neoazh eh eus unan vrav.
Da gentañ eo get stumm iskis ur vezvenn eo bet dedennet ma selloù. Honnezh a zo bet skoet d'un taol avel un tammig zo, pleget he zroñjenn met n'eo ket marv ar wezenn, nag an hanter-droñjenn pas muioc'h: setu eo brav stumm ar wezenn bremañ; boneür a-walc'h ma n'eo ket bet troc'het ar wezenn get an dud.
Pellikoc'h e oa ur vezvenn arall (bouleau), bet kouezhet ivez, a greske àrni troñjennoù bihan, evel estroc'h evit un den àr ur blankenn surf.
Met plijadur am eus bet é welet evit ar wezh kentañ ar goañv-mañ (rekis eo gortoz ma vo bet kouezhet trawalc'h a c'hlav) ar pezh a c'hellehed gober anezhañ e brezhoneg "Aour-ar-lann" pe "bouzelloù-aour" (Trémelle mésentérique"). Lies, hag hiniv ivez, e kresk an champignonenn-mañ doc'h an troñjennoù lann. Hag amañ em eus gwelet unan dispaket brav, orañjez-flamm; un tamm pelloc'h, unan a oa é komañs disoc'h. Un tamm pelloc'h c'hoazh e oa unan arall koshoc'h, dislivet un disterañ dre m'en deus tapet ar glav.
Kuitaat a ran an tachad-se ha setu ur vamm-fezan é strimpiñ a vesk ar raden sec'h, get trouz divaskell, ken e c'hoursailhan get ar souezh.
Eh on é tiskenn en-dro da gavout mam belo ha setu c'hwezhikennoù-bleiz (vesses de loup) arru anev, a lakaan da skopat mogedennadoù-spor. Ur filmig am eus graet, marse e vo moaien en diskouez amañ.
Ha pelloc'h c'hoazh, a-dreist ar riolenn-dour, hag evit achu, Ifolomoù (Hypholomes en touffes), unan ag an tokoù-touseg paotañ er vro, hag a gresk a-vouchadoù; liv ar soufr dezhe, hag ur goust ag ar c'hwervañ.
Setu !
Petra diskouez deoc'h neuze ?
Ale, marse ur c'hwezhikenn-bleiz ?

bb13d5d643a62c328ec5707aac6a914e.jpg

Foto tennet ag ur lec'hienn vrav: http://users.skynet.be/fagnesvesdre/

Beaj get Gevred e Roazon + staj fotoioù

Kas a ran bruderezh deoc'h a-ziàr-benn ur veaj kempennet get Gevred a-benn an 20 ag ar miz-mañ: dizoloet e vo kêr Roazon dre ar brezhoneg, get Paskal Nignol ha tud arall.
Gouiet a ran, marse e voc'h é lâret din: un dra arall a vo en Alre: ur penn-devezh (e brezhoneg ivez) evit deskiñ implij an urzhiataer evit gober àr-dro fotoioù. Aozet get Kerlenn Sten-Kidna ar wezh-se.
Nag ur rann-galon: ret vo deoc'h choaz.
A ma fed-me, ma c'haezh tud, ne vin ket gwelet nag en eil nag en egile: e Gwened e vin.

Roazon 20 a viz an Azvent 2008.doc

Krennlavarioù Ar Labour 71 - 86

Setu ar re nevez, tem ar labour atav. Lakaet em eus da ditl "Ar Labour" er skritur a-vremañ ha pas "Er Labour" èl ma oa skrivet rak gouiet a ran e vo lakaet diaes tud zo ha n'int ket kustumet doc'h ar skritur gozh.

Ar wezh-mañ e vo klevet àr-dreñv sonioù ag an Arabi Saoudit, get Abdul Majeed Abdullah (Arabia Seoudit) ; ar sonenn zo "Abki Ala Majaraly". Brudet eo hennezh du-hont, hervez.

Proverbes Er Labour 71 - 86.mp3

Toutes les notes