31/12/2008

Brinsennoù koad

Setu me é ober un droiadig e kêr; n'eo ket ker yen èl dec'h, met afer zo c'hoazh a en em serriñ "evel ur pok-kistin" !
Tapet em eus ur benveg da droc'hiñ tammigoù koad; setu me neuze é tapout ur vrinsenn a wezenn dec'h; ur wezenn-Judea eo, splann eo get sikour ma levr. Dont a ra soñj din neuze er pezh a dremen er c'hornad-se ag an Douar, ha n'eo ket forzh bourrus. Derc'hel a ran get ma hent; ur wezenn tilh hag he broñs aes da anavout, ruz brav o liv; gwez-robin, ken disheñvel o barroù nevez, dret ha get drein hir ha lemm, hag ar barroù a zoug frouezh, tort hag hep drein. Er levr e vez diskouezet hepken ar barroù hir ! N'eus ket levr ebet hep si, an dra-se zo da ouiet, ha d'en em zibrouilh get ar wirionez-se. Goude, setu skav-gwrac'h hag a zo "Acer campestris" moarvat, Erable champêtre; ur seurt onn (oulm gwenn); ur wezenn fav-put (charme) ivez. Troc'het em eus un tamm a bep unan ha klask a ran o anvioù em levr. Falloc'h micher a zo. Mat e vehe bout gouest d'o diforc'h èl-se d'ar goañv, kement-se a vehe ur feson d'o anavout gwell; mes marse em eus lâret c'hoazh an dra-se.

Ho kuitaat a ran get skeudenn div wezenn fav-put d'ar goañv

821507735c2258d7ce3567a62debd263.jpg


charme_commun_093_(plantes_en_hiver).jpg

Ecrire un commentaire