31/12/2008
Blead mat deoc'h
Ar gelionenn a suhet deoc'h ur blead 2009 ag ar bravañ, peoc'h, karantez, krouidigezh, son, komz, barzhoniezh; ur blead ma ne vo ket mui lezenn ar janglenn pennstur an ekonomiezh marse ! Ur blead ma vo klasket gwarantiñ gwell ar pezh mell pikol trezol a zo bet roet deomp: ar blanedenn douar, ar boudoù bev hag an dud a zo àrni (hag o yezhoù !)
Ha traoù arall c'hoazh met n'em eus ket c'hoant bout amañ c'hoazh da 8 eur da noz é skriv ma fennad.
Setu neuze ho po un ton gitar hag un nebeut haïkuioù:
ton ar blead mat.wav
Un tamm trist an ton gitar ? Elkent, èlkent !
Ar mor hag ar vouialc'h
Kan ar skignaned
Doc'h o liammiñ
Noz, an Arvor, 3 04 2006
Ul loar
Minc'hoarzh
An netra amiapl
Lizher. get just un haïku, 4 04 2006
Del an antrisk
Kresk bev
Evit lagad an hent
An Arvor, pourmenadenn d'enderv, 4 04 2006
Hent an tevenn
Souezhadenn vev
An toulloù gweren
An Arvor, pourmenadenn d'enderv, 4 04 2006
Peder
En ur steudad
Prof ar gwigneli
Peder gwignelenn, ar re gentañ a welan ar blez-mañ, evit ma gouel-blez, 5 04 2006
Heol azezet
Paravis din
E sklaerder àr ar berenn
Koan, sklaerder dous, sonerezh telenn, An Arvor, 5 04 2006
Ur boudig
War ar bajenn wenn
N'eo ket hemañ an nevez-hañv ?
Kolañbolenn, hent e Kerskoed, Plañvour, 6 04 2006
Hent re verr er prad
Nij ur voñbilenn
Na hir an hent !
"Bombyle", Hent e Kerskoed, Plañvour, 6 04 2006
Heol a-vil-vern
Neoazh dre vesk ar barroù
Un tantad orañjez du-hont
Hent e Kerskoed, Plañvour, 6 04 2006
Geot gleb ar mintin
E penn ar grapadenn
Ur wezenn hag hec'h anv
Plañvour,10eur30, 7 04 2006
Oabl boull
A-dreist heol ar blasenn
Ur goelan gwenn-kann
An Oriant, 10 eur bennak, 7 04 2006
Dubeed dirollet
Etre an engroez
Hag ar c'hogus
Gwened, e-kerzh ar vanifestadeg, 8 04 2006
Uhel-uhel
Dantelezh
An dour yen
Gwened, kogus, goude ar vanifestadeg, 8 04 2006
16:45 Publié dans Haïkuioù | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : haïkuioù, gitar, sonerezh
Brinsennoù koad
Setu me é ober un droiadig e kêr; n'eo ket ker yen èl dec'h, met afer zo c'hoazh a en em serriñ "evel ur pok-kistin" !
Tapet em eus ur benveg da droc'hiñ tammigoù koad; setu me neuze é tapout ur vrinsenn a wezenn dec'h; ur wezenn-Judea eo, splann eo get sikour ma levr. Dont a ra soñj din neuze er pezh a dremen er c'hornad-se ag an Douar, ha n'eo ket forzh bourrus. Derc'hel a ran get ma hent; ur wezenn tilh hag he broñs aes da anavout, ruz brav o liv; gwez-robin, ken disheñvel o barroù nevez, dret ha get drein hir ha lemm, hag ar barroù a zoug frouezh, tort hag hep drein. Er levr e vez diskouezet hepken ar barroù hir ! N'eus ket levr ebet hep si, an dra-se zo da ouiet, ha d'en em zibrouilh get ar wirionez-se. Goude, setu skav-gwrac'h hag a zo "Acer campestris" moarvat, Erable champêtre; ur seurt onn (oulm gwenn); ur wezenn fav-put (charme) ivez. Troc'het em eus un tamm a bep unan ha klask a ran o anvioù em levr. Falloc'h micher a zo. Mat e vehe bout gouest d'o diforc'h èl-se d'ar goañv, kement-se a vehe ur feson d'o anavout gwell; mes marse em eus lâret c'hoazh an dra-se.
Ho kuitaat a ran get skeudenn div wezenn fav-put d'ar goañv

charme_commun_093_(plantes_en_hiver).jpg
16:30 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
30/12/2008
Bed ar likenoù
Atav ker sklas an amzer, hiniv oc'hpenn e oa gris, ha spurmantet hon eus hepken kann an heol àr-dreñv ur gwiskad morlivet... Ma zroiad n'eo ket bet gwall hir c'hoazh hiniv neuze, met bamus ur seurt: pa seblant marv ha skornet tout an traoù, petra gober (estroc'h evit klask spesadoù evned é tonet ag an hanternoz) ? Sellet doc'h broñs ar gwez, ya, èl ma 'm eus klasket gober tammigoù a-c'houde ma 'm eus bet ur levr a-ziàr kement-se. Met ivez sellet a dostoc'h doc'h ar liken ! Ar liken zo boudoù bev iskis, anezhe ur c'hejaj etre ur spesad bezhin hag ur spesad tok-touseg.
Hag an eured-se a seblant bout efedus evit beviñ el lec'hioù diskonfortañ, evel àr ar vein, àr ar c'hoad, gwezh-a-vez e lec'hioù dic'hortoz evel àr blastik kilseller ma oto... Unan (ar bezhin) a ra ar fotosintezenn, an arall (an tok-touseg) a zastum dour ha dreist-holl halenoù ha danvezioù organek.
Me zo em dapet da sellet doc'h ur renkad gwez skav-gwrac'h, ag ar spesad "Acer saccharinum"; lakaet e vezont lies a-walc'h er c'hêrioù, evel en Alre da skouer etre kroashent-tro ar lise Franklin ha kani ar stal fitness aze... bon, evit ar re a anav an Alre !!

Un delienn skav-gwrac'h argant (Acer saccharinum, érable argenté), ur wezenn daet ag ar Stadoù Unanet ha plantet dre amañ.
Ar o zroñjoù em eus gwelet pasapl a spesadoù brav, evel Ramalina, Cladonia, Lecanora... amañ e lakaan un nebeudig anvioù met n'anavan ket kazi netra ha mat e vehe din adwelet traoù zo !
skouerioù likenoù:

Xanthoria parietina, unan melen stank dre amañ.

Ur liken "deliennek" arall.
Lod a zo plakennoù peg doc'h ar c'hoad, lod arall evel deliennoù a-dreis ar c'hoad, lod c'hoazh evel gwezennigoù.
Souezhet on bet é welet en-dro "Teloschistes chrysophtalmus", ur liken dibaot hag a vez kavet kentoc'h àr ar gwez frouezh dre amañ, hag em boa komzet anezhoñ an deiz arall (ma anavan hennezh eo peogwir eo aes derc'hel soñj ag e benn !).
cf foto notenn ar 22 12 2008 (lagad aour)
Dre vras, èl ma ouiit marse, seul vuiañ a spesadoù liken a c'heller gwelet àr gwez ur gêrvras, seul broprañ aergelc'h ar gêr-se; rak pa vez saotret an aer e ya ar spesadoù tenerañ diàr-wel.
Amañ e oan en Oriant, ha me 'gav genin ne oa ket ker fall, pasapl a spesadoù a oa; mes sur a-walc'h get un aer proproc'h e vehe kavet c'hoazh paot muioc'h !
Atav e oa un dra vrav gwelet ar seurt bed bihan-se, goloet get spesadoù disheñvel, get livoù ha stummoù disheñvel... e lec'hioù zo e oa daouhanteret ur liken en arbenn ma oa ur gwir rift en e greiz ! Kreskañ ar c'hlor eo en deus krouet ar rift-mañ.
Gwelet em eus ivez penaos e oa brasoc'h ha niverusoc'h ar spesadoù liken doc'h tu ar c'hornôg (tu ar glav) ar pezh a vez lâret mes ne vez ket ker splann d'ar liesañ.
Pelloc'h, gwelet em eus ur bod hag a oa goloet a liken melen, ar pezh ne oa ket fall get un devezh gris èl-mañ.
Ma ! Kement-se a ro c'hoant da sellet a-dostoc'h doc'h bed ar likenoù ! Evel-just e vo diaes-bras er gober ervat... an amzer eo a vank, splann eo !
Hag er fin e komzin deoc'h ag ur wezenn a familh ar lann hag ar banal. N'on ket daet da benn a ouiet petra oa mes klask a rin. Hag e lârin deoc'h.
18:15 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : liken, lichen, skorn, yen, gwez, skav-gwrac'h, acer saccharinum
29/12/2008
Ton ar blev
Setu enta un ton nevez, ma plij deoc'h ar pezh a gasan ur wezh an amzer deoc'h get ma gitar.
Anvet eo "Ton ar blev", dre ma ne oa ket c'hoazh sec'h ma blev pa oan bet é enrolliñ an ton-mañ peurchañs...
ton ar blev.mp3
21:53 Publié dans Sonerezh | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : ton ar blev, sonerezh, gitar, guitare
Baou
Ar gourhent. Hiniv c'hoazh n'on ket bet kalz er-maez. Sellet a ran doc'h stummoù ar gwez ha derc'hel a ran get an aridennad am boa kroget dec'h: neuze gwez bezv, haleg, derv eo a welan dreist-holl. Hag ivez pin an arvor (ur yoc'h) ha pin ar c'hoadoù (un nebeut). Gwez pupli bet plantet get an dud, pupli du, stumm "Itali", sonn èl ur piler, peotramant ar re arall, a vez plantet evit ar c'hoad, hag a vez lies uhelvarr enne. Spesadoù arall, bet plantet, ha ne ouian ket anv ebet dezhe... en un taol, en ur wezenn, setu un evn-preizh un tamm bras, liv kistin d'e gorf ! Tost a-walc'h on evit gwelet mat e fas hag ar pigos a gavan melen. Ur vaou eo, a zo amañ àr api, da c'hortoz gwelet ur preizh bennak é tremen, meitave e vehe é tiskuizhiñ ? pe é tiazeziñ e goan ?
Ur vaou eo. Arabat eo gober goap, met n'eus ket kalz a evned-preizh am eus bet tro da welet er vro amañ: ar vaou, ar falc'hun logotaer, ar "busard des roseaux" (amañ n'on ket evit lâret e anv e brezhoneg, ma levrioù n'int ket genin)... ar falc'hun pirc'hirin (faucon pèlerin); chañs bras am eus bet gwelet ar loen meurdezus-se en Oriant ar goañv 2006-2007... ar "balbuzard" ivez, mes ar blez-mañ hepken; ha setu tout evned-preizh an deiz am eus gwelet betek bremañ er vro ! Lod arall ivez, mes n'on ket peursur ag o spesad.
Ma ! E-mod-se mañ.

Ur falc'hun pirc'hirin
21:46 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : falc'hun, baou, vaou, evn, preizh, gwez
28/12/2008
Skorn ha kler
N'on ket bet gwall efedus hiniv em zroiad natur: petra a faot deoc'h, pa c'hwezh un avel yen-sklas èl-mañ e vez diaesoc'h chom da baouez dirak ur blantennig dister pe un evnig trouzus. Neuze on bet a-herr dre ar maezoù tostañ; kler oa àr ar poulloù. Ret oa din diwall ur seurt kar an dour-red ne oa ket pell, ha tost on bet da vout dour em botoù ur momant bennak. Petra am eus graet neuze ? Sellet doc'h un nebeut broñsoù: re liv kistin, tres piramidennoù bihan dous dezhe, an derv; re an haleg, gronnet en ur skantenn hepken (honnezh a zo div skantenn juntet e gwirionez); re ar c'hoad-kren, àr ur barr get ur sort gloan peg doc'h ar c'hlor. Hag evit achu em eus gwelet ur wezenn a gredan e vehe un oulmenn du (Ulmus sp., un orme): broñs pintek un tamm àr ar brinkier hir, hag ivez broñs ront, a vez gwelet a bell, hag a vo ar boketoù é tonet er-maez anezhe (e-raok an del); ur bam oa din gwelet ur wezenn oulm du ken uhel. Ur bochad anezhe zo bet dismantret d'ar c'hleñved ha lod-kaer ag ar re a chom a zo re yaouank, izel. Oulm pe oulom èl ma vez lâret e-kostez an Alre. Er memes bro e vez lâret "Oulom gwenn" ag ar "Frêne" (Onn) na bout n'int ket heñvel kement-se ha pas er memes gener. (An onn zo "Fraxinus exelsior".
Setu frouezh ar spesad "Ulmus minor" ar re baotañ dre-mañ hag ar re denerañ doc'h kleñved an oulm, ar grafioz.
Ar frouezh a arru neuze e-raok an del, ha gober a raont un tamm fotosintezenn seblant a ra.

Setu ul lec'hienn a-feson ma 'm eus tapet foto frouezh an oulm; fotoioù arall (del, broñs,...) a zo.
http://images.google.fr/imgres?imgurl=http://www.odezia-a...
16:35 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : Oulm, ulmus, skorn, broñs, orme, oulom
27/12/2008
Kwizzoù natur
Hiniv e oa yen-bras an amzer, ha n'em eus ket lakaet ma zreid da vonet er-maez... setu e vo, evit ar wezh kentañ, un notenn diàr-benn... ur lec'hienn internet, mes unan hag a c'hell sikour ar paour-keizh tud ha nend aont ket lies a-walc'h er-maez da wellaat o anaoudegezh ag an evned, anvet eo biofotoquiz http://www.biofotoquiz.ch/biofotoquiz/index.php, ha reiñ a ra tu deoc'h da welet ha gouest e vehec'h da anavout, àr an tach, un evn pe ur blantenn. Kwizzoù, liveoù disheñvel a zo, ha diàr-benn strolladoù evned pe plant resis ma faot deoc'h. Talvout a ra ar boan gober se ur wezh an amzer !
18:32 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : biofotoquiz, kwizz, loened, evned, plant
26/12/2008
Jualenned
Hiniv e c'hwezh un avel treut, sklasus, spis-bras eo an amzer. Un tamm tro edan kêr, èl ma lârer. Mes n'eus ket kalz a amzer nag a c'hoant da chom da aogliñ er-maez. Gwelet a raomp just ur voiajad jualenned tolpet en un oufig, gwarantet doc'h an avel biz. Ar re-mañ n'int ket dibaot er vro, ha d'ar liesañ e vezont gwelet a vostadoù àr ar lennoù. Du-pod int get ur pigos gwenn-kann, hag en em astenn betek o zal. Palmezek eo o zreid, hag evit nijal kuit e redont àr lein an dour. O c'hriadennoù zo seurtoù "pix !" kalet hag a vez klevet spis, un tamm èl pa vehe c'hwezhet en un trompilh skiltr.
Anoued o deus èldomp-ni neuze, en despet d'o fluñv tomm.

Anv skiantel: Fulica atra; anv galleg: foulque macroule, pe, dre-mañ: judelle
O fousined o deus, int, livoù flamm à o fenn:

18:25 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : jualenn, foulque, macroule, fulica atra, yen
25/12/2008
Lizhiri an tad Nedeleg
E-mesk lizhiri niverus bet kaset d'an Tad Nedeleg em eus laeret -- ya, laeret, ur vezh ! -- un nebeudig hag eh an d'o diskouez deoc'h. Eya, tud zo a gred en tad Nedeleg c'hoazh. Ha perak ne vehe ket ? Lod-kaer ag an dud a gred e traoù ken digredus arall... gellout ar mein presius, an horos-skop, ar greskañs ekonomikel...
Setu neuze o lizhiri: lennit mat !
Aotrou Tad–Nedeleg karet,
Evit ar 25 da vintin, e ma botoù-lêr, e faot din resev ar c'harr-nij brav-abominapl am boa gwelet an deiz arall er porzh-skol, get ma c'hamarad Barack. Perak eñ ha pas me neuze ???
Me ho ped Tad Nedeleg, roit din ma goulenn !
Sinet: Niko Munist
____________________________________
Tadig Nedeleg a garantez,
Goulenn a ran geneoc'h ma vo roet din em chaosonoù deiz Nedeleg un teir pe peder planedenn Douar oc'hpenn; ne zele ket bout diaes da gavout e gourmarc'had an egor !!
Mar plij tad Nedeleg, afer am eus anezhe evit gellet derc'hel da goñsomiñ èl kustum. Ale mar plij ! Peder zo re ? Goulenn a ran div hepken neuze, unan dre chaoson.
Sinet: Yann-kornôgat
__________________________________________
Tad Nedeleg !
Gouiet a ran ne savit ket an dud a varv da vev èl egile, met marse e c'hellit sikour genin. A-ziàr un evn eo. C'hoant am behe, evit Nedeleg, e vehe roet din ur penngwenn bras, unan gwirion ha bev !! Gouiet a ran ne vo ket aes met c'hwi a c'hell gober tout, pas ? Penngwenned bras zo geneoc'h e-lec'h ma vevit, pas ?
Sinet: Dodo-man
____________________________________________
Tad-kozh Nedeleg ,
Goulenn a ran geneoc'h, noz Nedeleg, pa voc'h é lakaat ho korv tev da dremen (dre beseurt burzhud ne ouian ket) e siminalioù strizh ar bed a-bezh, mar plij, reiñ din ar "Fun mega feun hag a gas gerioù ag un empenn d'an all !" Met geo, gwelet a rit petra eo, gwelet em boa an dra-se en ur c'hatalog. Dre ar fun-se e tremen tout ar gerioù a zo anavet get un den da vout desket get an hani a zo luget doc'htoñ, e-korf un euriad bennak !! Bez oa un den anvet Maner hag en doa ur bitrak seurt-se, met den ebet n'en deus adkavet e-menn en deus eñ kuzhet.
Mar plij, Tad Nedeleg !!
Sinet: Yann Brezhonegour
_______________________________________________
20:08 Publié dans Kevredigezh a-vremañ | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : lizher, tad Nedeleg, prof
Korfoù gwez
Hiniv n'on ket bet kalz er-maez, c'hwi a gompren, met ul lodenn ag an enderv e oan e ma oto; ur wezh kentañ troioù 3 eur; hon c'hoari a oa klask gouiet anvioù ar gwez, doc'h o stumm; da noz, memes tra , met e ma unan: orañjez e oa c'hoazh ar mervent, ha gellout a raen gwelet spis brinkier, barroù, skourroù ar gwez; da vintin em eus gellet dizoleiñ ur levr a-ziàr ar gwez just a-walc'h. Pas, èl ma kreden, evit diforc'h ar gwez hervez stumm o brinkier, pas seulemant o c'hlor, mes kentoc'h o diforc'h hervez stumm o broñs hag ar feson mand int lakaet àr ar brank. Interesant ur seurt, ha brav.
Ur misi eo klask tostaat doc'h ar gwez e kement mod a zo; ar levr-mañ a ginnig anavout an tammoù koad noazh er goañv: unan ag ar fesonioù !
Evit achu ar pennad(ig !)-mañ e tiskouezan deoc'h unan ag ar seurtoù gwez bravañ ag ar vro, a-fed stumm goañv: ar bezv (Betulus pendula dreist-holl)

Ur vezvenn; bon, gwir eo, amañ marse ne weler spis a-walc'h e stumm...
Nedeleg laouen c'hoazh, n'eo ket c'hoazh achu an devezh !
19:20 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : bezv, gwez, stumm, levr








