20/01/2009

Gouelan arc'hlas

Un droiad e porzh-pesketa an Oriant. Gouelani a bep tu, ha plijadur é sellet doc'hte. Hag un tamm goulenn oc'hpenn; goude un taol avelaj èl ma zo bet an deizioù paset, hervez, e vez muioc'h a chañsoù da welet er porzhioù evned hag a vez gwelet da gustum en donvor hepken, peotramant evned é tonet a bell vro, hag a vehe bet kaset get an avel kreñv. Ar wezh-mañ em eus bet chañs, touenn, rak un evn seurt-se am eus bet ar blijadur da sellet, a dost. Unan yaouank ag ar spesad Larus glaucoides eo, da lâret eo "goéland à ailes blanches" e galleg pe "gouelan arc'hlas" e brezhoneg (afe, ar wezh-mañ n'eo ket gwall sklaer: perak "arc'hlas" ? "arwenn" a vehe bet marse gwell). Emañ àr ar c'hae, difiñv. Sellet a ran doc'htoñ, doc'h ma levr... mes ya ! eñ a-walc'h eo ! N'eus ket tamm du ebet d'an divaskell. E liv zo kalz sklaeroc'h a-du-rall, e-tal kani ar gouelani yaouank a anavoomp (gouelan kein-du, gouelan gris, gouelan bras); un tamm "kafe dre laezh" èl ma lâr ar levrioù. Gortoz a ran ma vo é nijal, met e-pad mand on é sellet doc'h ma levr e ya kuit hep din gwelet tra ebet. Dre voneür e mañ arre en e blas ur c'hardeur goude pa dremenan en-dro.
Eya, ur gouelan ag ar broioù yen eo, hag a vez gwelet ur wezh an amzer dre amañ !
Me 'lâr deoc'h on kontant bout gwelet ur loen èl-se !

26a7ce1bbf27a56a680df25895bf31fa.jpg

Ur gouelan arc'hlas yaouank, àr ur c'hae, apeupre er feson ma 'm eus gwelet unan tuchant.
Ur wezh daet da vout bras int hogozik gwenn-kann.

Commentaires

Desket vez brezhoneg en ur lenn ar pezh a skrivez, met ivez traoù a ziar-benn an natur. Fiskal.

Ecrit par : christian | 22/01/2009

Ecrire un commentaire